Mont d’an endalc’had

Fragarach

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Fragarac'h)

Fragarach eo kleze Nuada, Roue Uhel Iwerzhon kentañ e gwengelouriezh Iwerzhon. Ar c'hleze a voe goveliet gant an doueed ha strobinellet evit ma vefe embreget gant an hini nemetañ a oa degemeret gant Maen an Tonkad (al Lia Fail).[1]

Nuada a gollas e vrec'h e Mag Tuired ha, goude bout bet gloazet, ne c'halle mui derc'hel bout ar roue. Dre-se e voe dibabet Lugh gant Nuada evit kemer e lec'h ha ren emgann Mag Tuired. Lugh a drec'has war ar Formorianed hag o ziern Balor dre embreger ur goaf hag ur bridol roet gant Mannanan Mac Lyr. Hag e-kerzh an emgann e roas Nuada e gleze da Lugh evel arouez roueel. Nag al Lebor Gabála Érenn nag ar barzhonegoù arall a veneg e vefe bet arveret ar c'hleze e-pad an emgann[2].

Lavaret e veze e oa dibosubl d'un den fiñval pe lavaret gevier pa veze Fragarach ouzh e gorzailhenn, ha dre-se e veze anvet "al lavarer". Gallout a rae faoutañ forzh peseurt skoed pe voger[3].

Ereoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Smith (2021-07-28). Read an Excerpt From Sasha Peyton Smith's The Witch Haven
    (en-US)
    . Tor.com. Kavet : 2021-08-03.
  2. Pendergrass, Rocky (2015-06-22). Mythological Swords (in en). Lulu.com. ISBN 978-1-329-24281-4. 
  3. Clements. Adventures of a sea god – An Irishman's Diary about Manannán mac Lir
    (en)
    . The Irish Times. Kavet : 2021-08-03.