Emgann an Alre (1364)

Emgann an Alre a c'hoarvezas d'an 29 Gwengolo 1364 e-tal an Alre, e Bro-Wened, etre soudarded Charlez Bleaz ha re Yann Moñforzh. 4000 soudard a oa gant kostezenn Charlez Bleaz hag e-tro 3500 gant tu Moñforzh. Lazhet e voe Charlez Bleaz ha rishet e arme (etre 800 ha 1000 marvet gant 1500 prizoniad), trec'h e voe e enebour a zeuas da vezañ Dug Breizh. Kolloù kostezenn Moñforzh a zo dianav. Un emgann pouezus eo dre ma echu mare drastus Brezel hêrezh dugelezh Breizh.
An emgann[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Da gentañ ez eus un eskemm tennoù etre ar gwaregerien Saoz hag an arbalastrerien gall. Ar varc'hegerien na glaskont ket en em lakaat hervez ur strategiezh met a red d'an emgann.
Ar stourm a zo garv, eus an daou du ez eo aet skuizh an holl gant ur brezel difin. Ar c'hoant a zo e vefe an emgann-se an hini ziwezhañ. A-bep tu ez eus bet urzhioù da lazhañ ma vez tu ar re war ar renk da vezañ hêr.
Ar c'horfadoù Saoz-Breton a zo bountet, met ar soudarded da c'hortoz a erru evit stankañ an toulloù. Kostezenn dehoù al lu Breton-Gall a zo torret, hep sikour soudarded da c'hortoz e gil war-zu ar c'hreiz.
Ar gostezenn kleiz a zo bountet ivez. Soudarded Charlez Bleaz a grog da gilañ gant aon o welet an emgann evel kollet. Charlez, lakaet d'an traoñ gant un taol goaf a zo lazhet gant ur soudard Saoz evel ma oa bet laret en urzhioù. Du Guesclin, ur wech torret e armoù a n'em rent d'ar Saoz John Chandos.
Heuliadoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Fin Brezel hêrezh Breizh eo. Dre Gentañ Feur-emglev Gwenrann e 1365 e voe anavezet Yann IV da zug Breizh gant roue Bro-C'hall.

Lennegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- "Emgannoù Duncan O'Hara", ur romant gant Pierre-Emmanuel Marais, ma'z eo kontet troioù-kaer ar marc'heg yaouank Duncan O'Hara. Etre Gwenrann hag an Alre, e-pad Brezel an Hêrezh, e stourm ar marc'heg yaouank a-enep enebourien Yann IV, en o zouez Charlez Bleaz ha Beltram Gwesklin.