Mont d’an endalc’had

Elesbed

Eus Wikipedia

Elesbed zo un anv-badez brezhonek[1], deuet diwar an anv gallek Elisabeth, a orin hebreek, a zo bet brudet bras e Kornogeuropa dre ar Bibl, peogwir e oa anv mamm Yann ar Badezour. Ar stumm Elizabed a gaver e troidigezhioù an Aviel gant Maodez Glanndour[2], gant « Kenvreuriez ar Brezoneg »[3], gant Pêr Guichou[4]. Kar d'an anv Elesbed eo an anv Izabel.

Elisheva (Elischeba pe Elisabeth) (אֱלִישֶׁבַע en hebreeg) a oa pried ar beleg Aharon, breur Moshe hendad rummad ar veleien (Kohanim) e-touez Meuriad Levi er Bibl. Hervez hengoun ar Yuzevien e voe beziet e Bez ar Batriarked e Hevron.

En hebreeg , Eli a zo kement ha « ma Doue ». Sheva a c'hall bezañ « le » pe « magadur ». (Sheva eo ivez an niver « seizh » (a dalv kement ha Peurvad ) en hebreeg). Da neuze e c'hall Elisheva bezañ « Ma Doue eo ma le » (Touiñ a ran dre ma Doue ) ha « Ma Doue eo ma magadur ».

Gouez da lod e oa Elisheva ar memes den evel Puah, unan eus an amiegezed meneget e levr an Ermaeziadeg[5]. Ar re a lavar kement-se a gred e oa deuet ar renk a henvamm d'ar strollad beleien evel ur gopr goude bout saveteet bugale an Hebreed.

Er yezhoù arall

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skignet eo bet an anv en holl vroioù Europa, ha stummoù disheñvel en deus kemeret alies:

Meur a rouanez hag a briñsez zo bet anvet Elesbed.


Elesbed York (1466-1503).

E Spagn e vez graet Isabel eus pep Elesbed.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Meneget e Geriadur Hemon-Huon, 1993, 2002, 2005.
  2. Lk 1, Al Liamm, 1969, pp 135-138
  3. Aviel Jezuz-Krist : Hervez S. Vaze, S. Mark, S. Lukaz, S. Yann, Kastellin, Ar Skol dre Lizer, 1982, pp. 205-210.
  4. An Testamant Nevez. Kelou Mad Jezuz or Zalver, troet gant Pêr Guichou, ti embann Minihi Levenez, 2002, pp. 108-111.
  5. Ermaeziadeg, chabistr 1