Isabel
Isabel zo un anv-badez spagnolek, portugalek, katalanek, ha provañsek, a glot gant Izabel e brezhoneg. Kar eo ar ger d'an anv Elesbed (e brezhoneg), pe Elizabeth (e saozneg).
Yezhoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Anvioù kevrennek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- María Isabel, e spagnoleg
Orin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dont a ra eus an anv Elisabeth, mamm Yann ar Badezour en Testamant Nevez, troet da Elisabel, ha goude da Isabel.
Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dont a ra an anv eus an anv hebreek Elisheva. Kentañ ma voe skrivet e voe enur skrid provañsek krennamzerel evel Isabel.
Anat eo, hervez an destenn, e oa implijet an anv Isabel evel troidigezh anv mamm Yann ar Badezour. Sklaer eo ivez e teu eus stummoù latin ha gresianek an anv hebreek[1].
Hervez Hanks/Hodges (166), n'eo nemet stumm spagnek Elizabeth, gant fatidigezh ar silabenn gentañ, ha /t/ o vont da /l/ (rak ne gaver ket /t/ e dibenn ar gerioù spagnolek. Bremañ e kaver e yezhoù latin zo stummoù diwar an daou anv :
Ur gerdarzh all zo bet kinniget. An dibenn -bel(la) a zeufe eus ar ger latin bella "kened" (koulskoude e talv ivez kement ha "brezelioù") hag ar rakger Isa- a c'hallfe dont eus Isis, pe Ye(ho)shua (anavezet evel Isa en Islam).
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rouanezed ha priñsezed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Mallorca[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Isabel de Mallorca, pe Elisabet de Mallorca, rouanez Mallorca
Brazil[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Isabel do Brasil (1846–1921), merc'h da Pedro II Brazil
- Isabel Fillardis (ganet e 1973), aktourez vrazilian.
Bro-Saoz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Isabel of Gloucester, kentañ pried Yann Dizouar
Mec'hiko[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Isabel del Puerto (1921 -2014), aktourez vec'hikan
Portugal[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Isabel de Portugal, anv meur a infantez portugalat.
Spagn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Div rouanez zo bet anvet Isabel:
- Isabel de Castilla, pe Isabel ar Gatolikez, rouanez Kastilha er XVvet kantved,
- e saozneg e vez graet Isabella anezhi (hiziv), pa vez troet an anv saoznek Elisabeth en Isabel e spagnoleg peurvuiañ.
- Isabel II (1830–1904), rouanez entre 1833 ha 1868.
Tud all:
- Isabel Clara Eugenia (Segovia, 1566 – Brusel, 1633), merc'h da Felipe II, gouarnerez an Izelvroioù;
- Isabel de Borbón-Parma (1741 – 1763) infantez spagnol, priñsez Parma, arc'hidugez Aostria.
Tud all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Alamagn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Isabel Hund, echedourez alaman
Arc'hantina[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Isabel Martínez de Perón, prezidantez Arc'hantina (1974–1976) ha trede pried ar prezidant Juan Perón.
- Isabel Sarli, Miss Arc'hantina, aktourez (1929–2019).
Chile[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Isabel Allende, skrivagnerez eus Chile, nizez d'ar prezidant Salvador Allende.
Okitania[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ysabel, pe Ysabella (a-raok 1180 – ...), barzhez okitanek
Lec'hanvadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Stadoù-Unanet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Filipinez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Inizi Salomon[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Hanks, Patrick und Flavia Hodges. 1996. Oxford Dictionary of First Names. Oxford University Press.
Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Poltredoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Guido Gómez de Silva, Breve diccionario etimológico de la lengua española, Mexico City: Fondo de Cultura Económica, 1985.