An Testamant Nevez. Kelou Mad Jezuz or Zalver
Neuz
An Testamant Nevez. Kelou Mad Jezuz, or Zalver zo ur droidigezh eus an Testamant Nevez savet gant ar biblour Pêr Guichou diwar ar c’hresianeg, ha n’eo ket diwar destenn latin ar Vulgat. Embannet e oa bet gant ti embann Minihi Levenez e miz Mae 2002[1].
N’eo ket un droidigezh lennegel, evel hini Maodez Glanndour, met un droidigezh tost-tost d’an destenn c'hresianek eus an Testamant Nevez. E skolveurieg eo skrivet, evel holl embannadurioù Minihi Levenez.
Kroget e oa ivez an Aotrou Pêr Guichou gant un droidigezh eus an Testamant Kozh, diwar an hebraeg ; marv diwar ul lamm trumm e miz Meurzh 2008, e lezas war e lerc'h al labour-se diechu.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ An Testamant Nevez. Kelou Mad Jezuz, or Zalver, Landerne, Ti embann Minihi Levenez, 2002, 456 p. (gant skeudennoù ar glad relijiel Breizh) (ISBN 978-2-908230-15-4) (Skrid enlinenn)