Elizabed

Eus Wikipedia
Ar Weladenn gant Nicolas Labbé, 1640-1643, Mirdi Marsilha
Iliz ar Weladenn en Ein Kerem

Hervez an Testamant Nevez (Lk 1) ez eo Elizabed / Elizabeth / Elisabeth (hebraeg אֱלִישָׁבַע Alisba / "ma doue en deus touet", arabeg أليصابات Alyassabat, gresianeg Ἐλισάβετ Elisabet) mamm Yann Vadezour[1].

Eus rummad Aaron e oa, gwreg Zec'haria ha kenitervez da Vari, mamm Jezuz.

Pa zeuas Mari d'he gweladenniñ e lavaras Elizabed dezhi :

« Benniget out e-touez ar gwragez, ha benniget frouezh da gorf.
A belec'h e c'hoarvez ganin e teufe d'am c'haout mamm va Aotrou ?
Rak setu, kerkent ha m'eo deuet da vouezh betek ma divskouarn, en deus tridet va bugelig em c'hreiz gant al levenez.
Eürus an hini he deus kredet, rak sevenet e vo ar pezh a zo bet lavaret dezhi a-berzh an Aotrou »[2].

Respont a reas Mari gant ar c'hantik holl rudet Magnificat pe Va ene a gan braster an Aotrou[3] Testenn vrezhonek ar c'han a gaver war ur blakenn brierezh war voger porzh Iliz ar Weladenn en Ein Kerem e-kichen Jeruzalem e-touez nouspet yezh all.[4].

Roet e vez ar stumm Elesbed d'he anv ivez.

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (br) Troidigezh an Aviel dindan renerezh Maodez Glanndour, Al Liamm, 1969.
  2. Lk 1, 39-45, Troidigezh Al Liamm, 1969, p. 137.
  3. Lk 1, 46-55.
  4. Ar blakenn e brezhoneg eo ar bevare adalek an tu kleiz war al linenn uhelañ war ar skeudenn (bord melen-aour, erminigoù gwenn war foñs du e pep korn).