Diforc'hioù etre adstummoù "Pêr Even"

Sauter à la navigation Sauter à la recherche
97 okted ouzhpennet ,  4 bloaz zo
(→‎Oberennoù : liamm)
* ''Geriadur bihan ar sonerezh'' diwar e bluenn a gaver en un niverenn eus ''Imbourc'h'' er bloavezhioù '70, kresket a galz goude-se hag embannet gant [[Mouladurioù Hor Yezh]] diwezhatoc'h.
* ''[[Gourbannoù sant Eosten]]'', e hanterenn gentañ ar bloavezhioù '90, a voe kaset da benn gantañ aketus-tre, un oberenn a c'hwec'h kant pajenn bennak, ma klaskas ar skrivagner enni tennañ ampled eus an destenn latin savet gant an aozer evit diorren ar brezhoneg arnevez ar muiañ ma c'helle. Embannet e teir levrenn gant Imbourc'h.
* A-c'houdevezh e kasas Pêr Even, reoliek tre, pennadoù a [[feizoniezh]] kristen, peadra da gempenn un dornlevr a gelennadurezh kristen, a zo bet, an darn-vuiañ anezho, dastumet hag adembannet dindan an talbenn ''[[Ar Feiz dre ar Meiz]]'' gant Imbourc'h<ref>https://emglev.files.wordpress.com/2012/10/geriaoueg-feiz-ha-meiz.pdf</ref>.
* Daou c'heriadur arnevez e dibenn ar bloavezhioù '90, al ''Lexique complémentaire français-breton'' hag al ''Lexique complémentaire breton-français'', tost da 350 pajenn e pep hini anezho, a voe embannet gant Imbourc'h, er bloaz [[1996]] hag er bloaz [[2000]].
 
 
==Notennoù==
 
 
{{DEFAULTSORT:Even, Pêr}}
183 879

modifications

Lañser merdeiñ