Meven Mordiern : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Astenn
Mont da chom DA ul lec'h bennak, ha kemmadurioù
Linenn 15: Linenn 15:


==Emgav gant ar Gelted hag ar brezhoneg==
==Emgav gant ar Gelted hag ar brezhoneg==
E [[1920]] pa kollas e vamm, e tivizas mont da chom e [[Porzhig]] pa oa dija 42 hag en doa kalz a arc'hant digant hêrezh e dud. Entanet e oa bet gant istor ar [[Kelted|Gelted]] kozh hag e gave dezhañ dispar bezañ gouest deskiñ unan eus ar [[yezhoù keltiek]] a oa bev c'hoazh. Studiañ a reas ar brezhoneg muioc'h evel un danvez-studi eget evit e c'homz gant ud ar vro. Dont a reas da vezañ un arbennigour war sevenadur ar Gelted hag ur c'heltiegour gouiziek-meurbet. Seblantout a rae dezhañ e oa e gefridi adsevel ar brezhoneg d'ur yezh a live bras evit ur bro arnevez. Kregiñ a reas kenlabourat gant Frañsez Vallée a droas e brezhoneg 12 levrig savet e galleg gant Mordiern hag embannet etre 1914 ha 1924 dindan an talbenn "Notennou diwar-benn ar Gelted koz". Pa tivizas mont da Vreizh e tibabas chom e gêriadenn Sant Elouri e-barzh parrez Porzhig pa oa nepell diouzh annez Frañsez Vallée hag hini ar c'heltiegour [[Emil Ernaod]].
E [[1920]] pa gollas e vamm, e tivizas mont da chom da b-[[Porzhig]] pa oa dija 42 vloaz hag en doa kalz a arc'hant war-lerc'h e dud. Entanet e oa bet gant istor ar [[Kelted|Gelted]] kozh hag e kave dispar bezañ gouest da zeskiñ unan eus ar [[yezhoù keltiek]] a oa bev c'hoazh. Studiañ a reas ar brezhoneg muioc'h evel un danvez-studi eget evit e gomz gant tud ar vro. Dont a reas da vezañ un arbennigour war sevenadur ar Gelted hag ur c'heltiegour gouiziek-meurbet. Seblantout a rae dezhañ e oa e gefridi adsevel ar brezhoneg betek ober anezhañ ur yezh a live uhel evit ur vro arnevez. Kregiñ a reas da genlabourat gant Frañsez Vallée a droas e brezhoneg 12 levrig savet e galleg gant Mordiern hag embannet etre 1914 ha 1924 dindan an talbenn "Notennou diwar-benn ar Gelted koz". Pa zivizas mont da Vreizh e tibabas chom e kêriadenn Sant Elouri e-barzh parrez Porzhig pa oa nepell diouzh annez Frañsez Vallée hag hini ar c'heltiegour [[Emil Ernaod]].


==Pouez oberenn Meven Mordiern war diorren ar brezhoneg skrivet e mare [[Gwalarn (kelaouenn)|Gwalarn]]==
==Pouez oberenn Meven Mordiern war diorren ar brezhoneg skrivet e mare [[Gwalarn (kelaouenn)|Gwalarn]]==

Stumm eus an 9 C'hwe 2007 da 19:28


Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Meven Mordiern a zo arallanv René Le Roux (Reun ar Rouz), ur skrivagner brezhonek, yezhour war ar brezhoneg hag an hengeltieg. Ganet eo bet d'an 29 a viz Here 1878 e Bourdel ha marvet eo bet d'an 4 a viz C'hwrevrer 1949 e Kintin.

Yaouankiz

Ur mab d'ur mezeg lu e oa hag hemañ a yeas d'e leve en e bro genidik, tost ouzh Vendôme, pa oa René Le Roux ur babig c'hoazh. Ne oa ket liammet Meven Mordiern gant Breizh tamm ebet hag pa oa 13 ez eas d'ober e studioù e rannvro Pariz. Goude bezañ bet el lise Condorcet ez eas da Londrez e-pad ur bloavezh. Betek marv e vamm e chomas e rannvro Pariz hag enrollet e oa, pad ar brezel Bed kentañ evit leuniañ ar bagonioù a veze kaset d'an talbenn.

Emgav gant ar Gelted hag ar brezhoneg

E 1920 pa gollas e vamm, e tivizas mont da chom da b-Porzhig pa oa dija 42 vloaz hag en doa kalz a arc'hant war-lerc'h e dud. Entanet e oa bet gant istor ar Gelted kozh hag e kave dispar bezañ gouest da zeskiñ unan eus ar yezhoù keltiek a oa bev c'hoazh. Studiañ a reas ar brezhoneg muioc'h evel un danvez-studi eget evit e gomz gant tud ar vro. Dont a reas da vezañ un arbennigour war sevenadur ar Gelted hag ur c'heltiegour gouiziek-meurbet. Seblantout a rae dezhañ e oa e gefridi adsevel ar brezhoneg betek ober anezhañ ur yezh a live uhel evit ur vro arnevez. Kregiñ a reas da genlabourat gant Frañsez Vallée a droas e brezhoneg 12 levrig savet e galleg gant Mordiern hag embannet etre 1914 ha 1924 dindan an talbenn "Notennou diwar-benn ar Gelted koz". Pa zivizas mont da Vreizh e tibabas chom e kêriadenn Sant Elouri e-barzh parrez Porzhig pa oa nepell diouzh annez Frañsez Vallée hag hini ar c'heltiegour Emil Ernaod.

Pouez oberenn Meven Mordiern war diorren ar brezhoneg skrivet e mare Gwalarn

Un pouez bras en deus bet oberenn Meven Mordiern war ar brezhoneg arnevez. Ma ne oant ket evit mont da veajiñ e kemeras ar boas gweladenniñ Frañsez Vallée en ur ober (war droad a-wechoù) an hent etre Porzhig ha Sant-Brieg div wech ar sizhun. Gwechoù'zo e teue Emil Ernaod evit labourat ganto ivez. Degaset en deus e gouiziegezh vras war ar yezhoù geltiek evit harpel Vallée da sevel e geriadur galleg-brezhoneg bras. Degaset en deus ivez d'ar Walarnerien, Roparz Hemon en o zouez, kinnigoù e-leizh evit krouiñ ar gerioù teknikel a vanke d'ar brezhoneg. Skrivañ a rae da veur a genskriver ne c'helle ket ar brezhoneg padout ma ne zeue ket da vezañ ur yezh modern a zispakfe kavadennoù nevesañ koulz ha ar prederiadennoù a zo bet e-doug an amzerioù kent. Ne felle ket doujañ da sevenadur ar pobloù estreged ar Gelted, an Arabed, an Indeziz hag ar Sinaiz, an holl dostoc'h ouzh an Natur hervezañ.



Oberennoù

  • Sketla Segobrani. 3 levr moulet e ti René Prud'homme. Sant-Brieg, 1923, 3 levrenn (asamblez gant Frañsez Vallée, James Bouillé, Emil Ernaod), adembannet e 1946 gant Skridoù Breizh.
  • Notennou diwar-Benn ar Gelted Koz : O Istor hag o Sevenadur Paris, Ed. de Bretagne - 1944 (asamblez gant Frañsez Vallée)
  • Notennou diwar-Benn ar Gelted Koz o istor hag o sevenadur. Dastumet hag urziet gant Meven Mordiern ha lakaet e brezoneg gant Abherve. Paris : Edition de la Bretagne, 1946.
  • Istor eur c'halvedigez, Mouladurioù Hor Yezh, 1986.
  • Eñvorennoù bugeliez. Mouladurioù Hor Yezh, 1983. (levrig 46 p. ennañ).
  • Envorennoù bugeliez Lod. 1,. In : Hor Yezh, 1986
  • Envorennoù bugeliez Lod. 2, In : Hor Yezh, 1987
  • An ti e Gwiler : ar Vertelotierenn nepell diouz Gwenngen, Loer-ha-Cher (1882-1891). In : Hor Yezh, n°205, 1996.
  • Envorennoù bugeliezh [sic]. In : Hor Yezh, n° 205, 1996.
  • E fealded va c'houn hag e padelezh va c'harantez. Lesneven, Hor Yezh, 2001.