Kêr : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
FoxBot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.2) (Robot kemmet: iu:ᓄᓇᓖᑦ
MerlIwBot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: th:นคร
Linenn 170: Linenn 170:
[[te:నగరము]]
[[te:నగరము]]
[[tg:Шаҳр]]
[[tg:Шаҳр]]
[[th:นคร]]
[[tl:Lungsod]]
[[tl:Lungsod]]
[[tr:Şehir]]
[[tr:Şehir]]

Stumm eus an 9 Du 2011 da 07:04

Ur gêr a zo ul lec'h annezet stank, enni etre un nebeud kantadoù a dud ha miliadoù pe kantmiliadoù, pe milionoù anezho. Stumm un tolpad-savadurioù he deus ur gêr. Evit ar c'hêrioù bras-tre e vez implijet ar ger-se pe ivez keoded pa ne raer ket gant metropolenn pe gant tolpad-kêrioù, ma 'z eus meur a gêr enno.

Implij

E brezhoneg, pa vez kaoz eus an tolpadoù savadurioù e Breizh, e komzer eus ur gêriadenn evit envel an tolpadoù savadurioù bihannoc'h eget ar re a weler er c'hêrioù, met un diforc'h a vez graet etre ar vourc'h (brezhoneg kozh : gwi), ur seurt kêriadenn gant an iliz-parrez enni hag ar gêr a zo dezhi un iliz-parrez pe ouzhpenn. Ar ger kevatal da vourc'h e vez klevet e galleg e meur a lec'h e Bro-C'hall, met ur ster all a zo e galleg evit ar c'hêrioù o doa gounezet gwirioù dre forzh goulenn ouzh o aotrouien er Grennamzer. Sellet ouzh Bourg-en-Bresse. Ne zepand ket an diforc'hioù etre ar poblañsoù pa vez kavet bourc'hioù o deus muioc'h a annezidi eget kêrioù bihan zo.

Roll armerzhel ha sokial

Perzhioù pennañ ar c'herioù a zo ar perzhioù armerzhel ppa vez kavet enno nebeut a dud o c'hounid an douar. Er c'hêrioù e kaver stalioù-kenwerzh e-leizh, stalioù servijoù ha stalioù greantel a bourvez labour d'an annezidi ha da du o chom tro-war-dro.
Pa chañch a ra an oberezhioù armerzhel e c'hell mont war wel pe greskiñ pe digreskiñ ar c'hêrioù. Koulskoude, lod anezho a zo bet krouet a-gozh eus an Henamzer pellañ (keodedoù Mezopotamia), an Henamzer gresian pe roman (ar c'heodedoù gresian ha Roma gant o trevadennoù niverus), ar Grennamzer (Pondi, da skouer) ha ivez an amzerioù modern ha kempred (An Oriant, kêrioù nevez Enez-Frañs). E Amerika koulz hag e Afrika, an trevadennerezh en deus lakaet miliadoù kêrioù nevez da vezañ savet dindan tri c'hantved.

Gerioù gant kêr enno

Pennadoù nes