Mont d’an endalc’had

Boskazoù

Eus Wikipedia
Boskazoù
An ti-kêr.
An ti-kêr.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Boqueho
Bro istorel Banniel Bro-Dreger Bro-Dreger
Melestradurezh
Departamant Aodoù-an-Arvor Aodoù-an-Arvor
Arondisamant Sant-Brieg
Kanton Kastellaodren (betek 2015)
Pleuloc'h (abaoe 2015)
Kod kumun 22011
Kod post 22170
Maer
Amzer gefridi
Nadia Le Hégarat
2020-2026
Etrekumuniezh Leñv Arvor Kumuniezh
Bro velestradurel Bro Gwengamp
Poblañsouriezh
Annezidi Boskazaouad (-iz),
Boskazaouadez (-ed)[1]
Poblañs 1 054 ann. (2022)[2]
Stankter 39 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 29′ 02″ Norzh
2° 57′ 36″ Kornôg
/ 48.4838888889, -2.96
Uhelderioù kreiz-kêr : 140 m
bihanañ 119 m — brasañ 284 m
Gorread 27,12 km²
Lec'hiañ ar gêr
Boskazoù

Boskazoù ([bosˈkaˑw], [bosˈkaˑ]) zo ur gumun e Bro-Dreger e kanton Kastellaodren, e departamant Aodoù-an-Arvor, e norzh Breizh.

Boskazoù zo ur gumun digompez-tre, 2 700 hektar enni. Lec'h uhelañ ar gumun eo ar Marc'hallac'h, 284 m. Bevennet eo diouzh tu ar c'hornôg gant ar C'hoad Meur, er reter hag en norzh gant al Leñv. Lec'hiet eo da 28 km eus Sant-Brieg, 25 km eus Gwengamp, 10 km eus Kastellaodren ha da 9 km eus Kintin.

  • Erwan Vallerie : Botgadou, 1198 ; Botchatou, 1207 ; Bocahou, 1220 ; Bocazou, ~1330 ; Botgazou, 1420 ; Bocahou, 1427 ; Bothcazou, 1461 ; Botcazou, 1505 ; Boquehau, Botcazo, 1630 ; Bocoho, 1731 ; Bocoho, 1779.

Ne vefe ket. Ur bod skav eo arouez pe logo kumun Boskazoù, diwar unan eus an orin roet da anv ar gumun: bod + skav.

  • 83 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, da lavaret eo 5,99 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[3].
  • Kemeret e voe 4 300 Lur en ti-post, gant izili eus ar Rezistañs moarvat, d’ an 3 a viz Even 1944, hervez danevell sizhuniek Titouroù Hollek Sant-Brieg[4].
  • Mervel a reas c'hwec'h den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[3].

Brezelioù didrevadennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Mervel a reas ur soudard er ger e 1955.
  • Mervel a reas ur soudard e 1957.

Komzet e veze brezhoneg e Boskazoù evit an darn vrasañ eus e istor. En ur gartenn eus 1700 eo bet lakaet ar gêr e Breizh-Izel (skrivet Botcaxo) met e-barzh enklask yezhoniel Charles Coquebert de Montbret e 1806 eo bet lakaet e Breizh-Uhel.

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar gumun he deus pevar lec'h enskrivet pe kontet evel monumant istorel.

  • Kroaz sant Erwan
  • Kroaz Botmilio (bod) ha Milio
  • Chapel Itron Varia a Druez a zo bet adkempennet gant tud a youl-vat renet gant kevredigezh « Mignoned chapel Itron Varia a Druez ». Lec'hiet eo 2 gilometr eus bourk Boskazoù, e-kichen ar Marc'hallac'h.
  • Daou beulvan Kergo
  • Iliz sant Tudwal ha sant Erwan, savet gant an aotrou Liscoët, er bourg.
  • Chapel sant Blaez, savet gant ar familh Liscoët.
  • « Ti bihan hent ar Rest ». Servijet en deus evel repu ha presbital d'an aotrou Le Sage.
  • An ti-kêr a zo bet e-pad pell ur presbital.
  • Monumant ar re varv.

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niver a annezidi

Ardamezeg ar familhoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Du Bahuno
Aotrounez Liscoët
En sabel e vleiz tremenant en argant, leinet gant ur greskenn ivez en argant.

Darempredoù etrebroadel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger Boskazoù er
wikeriadur, ar geriadur frank.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (fr) Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
  • (br) Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Anv annezidi kêrioù Breizh, geobreizh.com
  2. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  3. 3,0 ha3,1 (fr) Monumant ar re varv - Memorial Genweb
  4. (fr) Éric Rondel, En attendant le Débarquement en Bretagne du 15 août 1943 au 6 juin 1944, pajenn 277, Dastumadenn Guerres et Conflits, Embannadurioù Astoure, Pleherel, 2011