Brezel-bed kentañ : ar c’hentañ argad alaman gant aezhennoù mougus zo bet kaset war-raok d’an 22 a viz Ebrel 1915 da 5 eur d’abardaez, a-enep da soudarded ar 87vet D.I.T. hag ar 45vet D.I. war dalbenn ar brezel Steenstrate LangemarkSt Juliaan. Lazhet e voe kantadoù a soudarded vreizhat eus an 73vet hag ar 74vet Rujumant Troadegiezh Tiriadel.
Ur vered ag ar Brezel bed kentañ eo. Krouet eo bet e dibenn miz Gouere 1917. Implijet e voe evel ur vered ag an talbenn betek miz Meurzh 1918. 141 bez a voe enni pa voe sinet an arsav-brezel e miz Du 1918. Brasaet e voe da zegemeret bezioù o tont eus an tachennoù-emgann arall hag eus beredoù bihan arall[3].
Ur vered ag ar Brezel-bed kentañ eo. Krouet eo bet e miz Even 1915. Implijet e voe betek miz Here 1918. Goude arsav-brezel miz Du 1918 e voe degaset 14 bez eus ar parkeier tro-dro ha 32 vez eus ar vered Marengo Farm Cemetery, homañ o vout tost-tre e tu ar Su[4].
Ur vered ag ar Brezel-bed kentañ eo. Krouet eo bet d’an 9 a viz Eost 1917 gant Kembreiz an 38th (Welsh) Division. Anvet e voe Villa Gretchen Cemetery da gentañ. Ar gêr saoznekDragoon a dalv Aerouant, an aerouant ruz o vout arouez Kembre. Implijet e voe ar vered betek miz Here 1918[5].
Ur vered ag ar Brezel-bed kentañ eo. Krouet eo bet e miz Gouere 1917 gant Kembreiz an 38th (Welsh) Division. Anvet e voe Villa Gretchen Cemetery da gentañ. Implijet e voe betek miz Du 1917[6].
Ur vered ag ar Brezel-bed kentañ eo. Krouet eo bet e miz Gouere 1915 gant Saozon an Territorial battalions of 49th (West Riding) Division. Implijet e voe betek miz C’hwevrer 1916[7].
Ur vered ag ar Brezel-bed kentañ eo. Krouet eo bet e miz Ebrel 1915 gant soudarded c’hall. E miz Even 1915 e krogas ar 1st Bn. Rifle Brigade hag ar 1st Bn. Somerset Light Infantry d’ober war he zro. Implijet e voe betek miz Meurzh 1918[9].
Ur vered ag ar Brezel-bed kentañ eo. Krouet eo bet e miz C’hwevrer 1916 gant an 10th hag an 11th King’s Royal Rifle Corps. Bezioù arall a voe ouzhpennet enni e mizioù Gouere hag Eost 1917. Anvet eo ar vered diwar anv un atant a zo e kichen[10].
Ur vered ag ar Brezel-bed kentañ eo. Krouet eo bet e miz Gouere 1917. Implijet e voe betek miz Meurzh 1918. Kalz ag ar soudarded a zo douaret enni a oa Skosiz eus ar 51st (Highland) Division[11].