Battlefield Play4Free

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Battlefield 2 logo.jpg

Battlefield play4free[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Battlefield play4free pe anvet ivez Battlefield playforfree pe krennet da BFP4F a zo ur c'hoari tenn d'eus an heuliad Batllefield Serie. D'ar 7 a viz ebrel 2015 e oa bet lidet pevar bloaz lañs ar c'hoari en ur reiñ ur prof d'an holl c'hoarierien.[1]

D'ar 15 a viz Ebrel 2015 ez eo bet kelaouet ar c'hoarierien gant ur pennadig war forom ar c'hoari (Saozneg:"Soldiers, we salute you"; Brezhoneg: Soudarded, saludiñ a reomp ac'hanoc'h) e vije roet lam d'ar c'hoari Battlefield Play4free d'ar meurzh 14 a viz Gouere 2015 (devezh lid dieubidigezh Amerika), ha d'ar c'hoarioù Battlefield Heroes, FIFA World ha Need for Speed World. [2] [3]. Kemenet ez eo bet gant ur stumm ofisiel war lec'hienn pennañ ar studio EA games diwezhatoc'h en devezh [4]

Dindan ur stumm enlinenn nemetken ha digoust ez eo an hini 'mañ.

N'eo ket ret kaout un urzhiataer galloudus-tre a-benn kavout an tu d'e c'hoari:[5]

  • Endroadur implij : Windows XP pe Windows Vista
  • Kewerier : Intel Pentium 4 1,7 GHz
  • Mémoire bliv : 512 Mo (1 Go sous Windows Vista)
  • Kartenn taolenniñ: 256 Mo, Pixel shader 2.0, DirectX 9.0c
  • Kartenn son : Compatible avec DirectX 9.0c
  • Lijor ret : 2,5 Go
  • Liamm gant ar rouedad : 256 kbit

Istor ar c'hoari[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un adkemer ez eo d'eus c'hoarioù hag a oa dija[6]:


32 a dud a vez en holl war memes koulz ha memes kartenn oc'h enebiñ 16 en pep a skipailh. N'eus nemet daou zoare c'hoari pe tagañ (meskaj etre karmouch ha trapañ ar banielloù) pe bountañ.

2 du a zo nemetken pe Rusia pe Stadoù-Unanet Amerika.

Renkoù soudard[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dre ma z'eo ur c'hoari video a-stroll dre skipailhoù e vez ar rediñ da choaz gant pep c'haorier ur renk evit e soudard. Meur anezho a zo o kaout doareoù disheñvel da vont gant an emgann.

  • Medisin: Evit pareañ ar re gloazhet hag advevañ ar re aet da anaon. Ret eo dezhañ bezañ en emgann met arabat chom re dost d'eus an dachenn feuls.
  • Sklerijenner: Ur sniper ez eo, sikour a ra ar skipailh dre lazhañ a-bell an enebourien ha reiñ da c'houzout e pelec'h emaint. Dezhañ da chom pell d'eus an dachenn feuls ha da vezañ lagad ar skipailh. An tu a zo dezhañ da sevel ur goulenn mortar a-benn distrujañ pe dizurzhiañ linnennoù difenn pe argadiñ ar skipailh enebour.
  • Ijinour: Sikour a ra da adkempenn ar mekanikoù mac'hagnet ha da zistrujañ re an enebourien. An tu a zo dezhañ da vont etrezek an tachenn feulsañ en emgann pe da chom siouloc'h a-dreñv da reiñ harp d'ar soudarded-argadiñ dre distrujañ ar mekanikoù enebour.
  • Soudard-argadiñ: Ar soudard a zo amañ gant harp ar renkoù all o vountañ war an enebourien. Gant an tizh dreist-holl e rank dizurzhiañ linennoù difenn pe linennoù tagañ an enebourien da aeshaa an trec'h warno. Karget ez eo ivez da reiñ bolodoù d'ar skipailh.

Rankoù soudard[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dre forzh c'hoari ha kas taolioù-dreist da benn e vez gounezet poentoù skiant-prenet. Gant ar poentoù 'se ar c'hoarier a ya etrezek rankoù uheloc'h uhelañ, an hini 30 o vezañ an hini uhelañ betek-en.

Seul uheloc'h ar renk seul vuioc'h a choaz armoù reoù kreñvoc'h ha resisoc'h. Da bep renk tapet e vez gounezet ur poent skiant-prenet da lakaat en ur gwezenn barregezhioù (redek fonnusoc'h, muioc'h a yec'hed...).

Doareoù c'hoari[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Karmouch ha Trapañ ar banielloù

  • Dalian
  • Oman
  • Dragon Valley
  • Basra
  • Karkand
  • Mashtuur
  • Myanmar
  • Sharqi

Bountañ

  • Karkand
  • Sharqi
  • Dalian
  • Basra
  • Dragon Valley
  • Oman

Armoù Battlefield Play4free[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Adkavet e vez er c'hoari Battlefield Play4free armoù gwirion nemetken hag implijet hiziv an deiz c'hoazh dre ar bed tra ma vije ar mekanikoù pe an armoù soudard. :

Battlefield Daily Draw[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un doare lotiri pe c'hoari mil ha kazh a vez kavet en Battlefield Playforfree. Bemdez e vez kavet an tu da choaz ur gartenn e-touez 8 anezho ha gant ar gartenn-se e vez gounezet meur a draoù: dilhad , armoù, gwelladennoù armoù pe c'hoazh pareoù.

Ar pezh a vez gounezet dre ar gartenn a zo lies ha memes tra a-fed e padelezh: pe un devezh nemetken da gaout un tañva, betek a vebred.

Evit ar re a fell dezho e vez tu da brenañ kartennoù ouzhpenn d'an hini digoust gant moneiz funds.

Battlefield play4free funds[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ma z'eo digoust ar c'hoari da bellgargañ ha da vont gantañ enlinenn paneveken da gaout ul liamm gant ar rouedad internet, krouet ez eu bet un doare eskemm funds[7]. Dre prenañ ar moneizh elektronek 'se e vez kavet an tu da vont buanoc'h etrezek al live uhelañ gant e c'hoarier met ivez da gaout dafar stourm a na vez ket tu da gaout e mod all.

Unan d'eus ar rebechoù brashañ d'ar c'hoari ez eo rak aeshaet ez eo kalz evit an hini a vez pinvidik da geñver ar re a fellfe dezho mont gant an hent gwir digoust.

Sonerezh Battlefield Playforfree[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sonerezh ar c'hoari Battlefield Pley4free a zo sevenet gant ar strollad Corroded[8]

  • Age of Rage [9]
  • Battlefield Play4Free Main Music Theme (Adkemer gant sonerezh nemetken Age of Rage)

Save Battlefield Play4Free[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Nebeut amzer a-raok ma vije serret ar c'hoari ez eus bet ul luskad evit klask saveteiñ anezhañ anvet Save Battlefield Play4Free, n'eo ket deuet a-benn da dalañ.

Ur sinadeg aozet gant al luskad a zo bet sinet gant muioc'h 'vit 10 000 a dud [10]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. http://battlefield.play4free.com/en/forum/showthread.php?tid=209947
  2. http://battlefield.play4free.com/fr/forum/showthread.php?tid=211096
  3. http://www.gamespot.com/articles/ea-closing-battlefield-heroes-need-for-speed-world/1100-6426649/
  4. http://www.ea.com/1/service-updates
  5. http://battlefield.play4free.com/fr/hardware
  6. [1], Lec'hienn Battlefield Play4free.
  7. http://battlefield.play4free.com/fr/store/qa
  8. http://battlefield.play4free.com/fr/.
  9. http://ninetone.com/corroded/
  10. Change.org sinadeg Save BattlefieldPlay4Free.