Free-to-play

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Free-to-play (F2P) zo un doare c'hoarioù video digoust da bellgargañ ha c'hoari met gant ul lodenn a vez tu prenañ. Doareoù lies a zo d'ar c'hoarioù free-to-play, met an hini implijetañ a zo an doare meziant freemium. Evit ar c'hoarioù doare freemium, ar c'hoarierian a c'hell implij ur c'hoari a vez tu c'hoari digudenn met a rank paeañ dre treuzvankadennoù ma faot dezhañ tizhout lodennoù ouzhpenn. Free-to-play a c'hell bezañ enebet d'ar stumm pay to play, an doare-se a ranka ar c'hoarierien da baeñ ar c'hoari a-raok gellout e implij.

Ar patrom-se a oa bet brudet da gentañ er c'hoarioùm kentañ liesc'hoarier massively multiplayer online. An dud pal a oa ar re c'hoarierien disoursi, a c'hoarie nebeut. Goude-se e voe adkemeret ar patrom-se er c'hoarioù savet gant embregerezhioù bras ar c'hoarioù video dre ur c'hoant stourm a-enep kopiadennoù amreizh o c'hoarioù. Dre ma ne vez ket eus ur brenadenn diazez d'ar c'hoari, an embannerien a glask rastellañ arc'hant dre prenadennoù er c'hoari pe dre ouzhpennañ bruderezhioù.