Mont d’an endalc’had

Azginivelezh

Eus Wikipedia
Azginivelezh arzel
luskad arzel, luskad sevenadurel
Lec'hEuropa Kemmañ
Raklec'hiet gantarz gotek, Krennamzer, Krennamzer izelañ Kemmañ
Heuliet gantBaroque, Amzerioù modern Kemmañ
Deiziad kregiñ14. century Kemmañ
Deiziad echuiñ17. century Kemmañ
Studiet gantstudioù an azginivelezh Kemmañ
David gant Michelangelo, delwenn heverk eus an Azginivelezh en arzoù.
Den Vitruvius, un dresadenn vrudet diwar zorn Leonardo da Vinci a ziskouez splann levezon skrivagnerien an Henamzer war lenneien an Azginivelezh. Diwar alioù Vitruvius el levr De architectura e klaskas Leonardo da Vinci tresañ an den mentet-kaer.
La Fornarina, gant Raffaello Sanzio.
Ur bajenn eus Bibl Gutenberg
Ganedigezh Gwener, gant Botticelli
Ti-kêr Poznan, e Pologn

An Azginivelezh eo an anv roet d'ar marevezh eus an Istor, en Europa, a deu war-lerc'h ar Grennamzer, a-raok an Amzerioù modern, hag a glot, dre vras, hervez ar broioù, gant dibenn ar XVvet kantved hag ar XVIvet kantved.
Ul lusk sevenadurel e oa hervez lod, a grogas e Firenze dreist-holl da gentañ, hag en em strewas e kêrioù all Italia, a-raok en em ledañ da beurrest Europa.

Ar ger Azginivelezh zo troet diwar ar ger gallek Renaissance, a zo tremenet e saozneg, hag eus ar ger italianek Rinascita e teu an hini gallek. Ar ger "rinascita"-se a voe arveret er XVIvet kantved gant Giorgio Vasari en e arnodskrid Vite de' più eccellenti architetti, pittori, et scultori italiani ("Buhezskridoù an disavourien, livourien ha kizellerien italian wellañ"), anveet ivez evel Le Vite ("Ar Buhezskridoù").

Diwezhatoc'h e voe adtroet ar ger gallek daved an italianeg en-dro, ha deuet da vout Rinascimento.

Ur marevezh leun a gemmoù eo bet an Azginivelezh evit an anaoudegezh dre vras, e bed ar skiantoù hag hini an arzoù, abalamour ma veze skignet an anaoudegezhioù nevez, e-touesk an dud uhel ha desket evel morse a-gent. Er skridoù kozh avat, diazezet eo war studi ar skrivagnerien glasel, latin ha gresianek, e voe diorroet an deskadurezh, ha kavet ar perspektivelezh en arz.

Emañ an Azginivelezh italian e deroù an Azginivelezh europat.

Tri frantad pennañ zo bet termenet evit skignañ an Azginivelezh en Europa :

  • ar XIVvet kantved, a reer Trecento en italianeg, a voe neuze ur seurt "Ragazginivelezh" a c'hoarvezas e meur a gêr italian ;
  • ar XVvet kantved (Quattrocento), a vez graet Azginivelezh kentañ anezhañ, a voe skignet e darn vrasañ Italia, betek e Spagn, hag e kornioù en hanternoz Europa, evel Alamagn ;
  • ar XVIvet kantved (Cinquecento), ma voe peuzaloubet peurest Europa gant al luskad.

Er XVvet ha XVIvet kantved, gant al luskad troet war-zu an anaoud, e stagas broioù zo da gas listri da weladenniñ ha dizoloiñ ar bed. Kement-se a anveer : an Dizoloadennoù Meur.

Mare ar c'hemmadennoù relijiel eo an Azginivelezh ivez. Hervez an istorour saoz John Hale eo en amzer-se ma voe kroget da gomz eus Europa en un doare ordinal, gant kartennoù da ziazez, hag un hollad skeudennoù a gadarnae he bezoud sevenadurel, dre ar sellout.

Istor hag Azginivelezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dizemglev a sav etre istorourien hag istorourien an arz diwar-benn an doare ma oa da rannañ Istor ar prantad-se, a zo evel ur stagell pe ur pont etre ar Grennamzer hag an amzerioù modern. Lod zo a gomz eus Azginivelezh an XIIvet kantved.(Daveoù a vank)

E gwirionez, ober gant ar ger Azginivelezh a ziskouez un doare da intent an Istor evel pa vije ur ster d'e red. Kement-se a glot gant an doare meizañ a oa rannet gant darn eus ar brederourien alaman en XIXvet kantved, evel Georg Wilhelm Friedrich Hegel.

Mard eus bet un tamm diwan Azginivelezh en XIIvet kantved en Europa ne zeas ket gwall bell, rak ehanet trumm e voe gant bosenn ar XIVvet kantved a lazhas ouzhpenn un drederenn ag ar boblañs.(Daveoù a vank) A-hend-all, abalamour d'ar Brezel Kant Vloaz e c'heller kompren e krogas an Azginivelezh diwezhatoc'h e Bro-C'hall eget en Italia.

Klask termeniñ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'eo ket gwall aes klask termeniñ meizad an Azginivelezh. Hervez Jean Delumeau (en 1991), e teu ar ger eus Italia, ma veze kaoz eus Rinascita al lizhiri hag an arzoù adalek fin ar XIVvet kantved ; hiriv e lavar an Italianed Rinascimento.

Ar ger Azginivelezh zo bet adtapet e 1860 gant an istorour arz suis Jacob Burckhardt (1818-1897) en e levr Die Kultur der Renaissance in Italien .

Kalz oberourien a ro un termenadur amzerel. Hervez darn avat e vo hir pe hiroc'h :

Hervez Jean Delumeau (1999) ez eus bet roet ingal ur ster brasoc'h-brasañ d'ar ger. Abeg ha neuz an Azginivelezh eo a zo da anaout, ha kompren penaos o deus klasket ar broioù ober asambles ha en em levezoniñ an eil re ar re all hervez pep tachenn.

Ur gerzhadeg vras war-raok eo en Europa er XVvet kantved hag er XVIvet kantved, eme Jean Delumeau.

René Rémond a gont ez eus dezverkoù resis d'an azginivelezh :

  • doareoù nevez da gas keloù ;
  • un doare skiantel da lenn ar skridoù diajez ;
  • dougen bri d'ar sevenadur kozh (lennegezh, arzoù, teknikoù) ;
  • diorren ar c'henwerzh ;
  • kemm en doare da welout ar bed.

Pa vez anv a nevezadur en arzoù, el lennegezh, er skiantoù, e reer meneg a-wechoù ivez eus azginivelezh (pe nevezadur) marevezh Karl Veur (en amzer-se e komzed eus renovatio), eus azginivelezh Cluny (920-1000) e marevezh Otton, pe eus azginivelezh an XIIvet kantved (1060-1200). A-wechoù ivez e komzer eus ragazginivelezh, gwelout ar pennad Azginivelezh en Istor.

Ar gêr ideal, hervez Piero della Francesca. Amañ e weler an uhelvennad er matematik hag e linennoù an diarsell.

Ganedigezh ar meizad

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa gelenne an istorour gall Lucien Febvre er c'h-Collège de France e 1942-43 en doa diskouezet eo Jules Michelet an hini en doa ijinet war-eeun ar ger Renaissance tro-dro 1840, evit abegoù personel[1]. En amzer-se edo Jules Michelet o labourat war-dro ar roue gall Loeiz XI, glac'haret-tre ma oa da vezañ kollet e wreg, hag e o nec'het gant emdroadur gouarnamant an Unpenniezh c'hall (pe : Monarkiezh Gouere) dalc'het gant mirourien, hag e felle dezhañ kaout nevezenti. E zoare da gompren an istor a rae dezhañ heñvelekaat ar pezh a veve hag ar pezh a studie ; ijinet en dije un Azginivelezh goude ren Loeiz XI, dre hanterouriezh brezelioù Italia.
Kement-se zo bet displeget gant Thomas Lepeltier en ur pennad er Revue des Livres e [[2000}}[2].
Lod eus an istorourien n'int ket a-du gantañ avat, pa welont evel un troc'h etre ar Grennamzer hag an Azginivelezh. Pezh zo sur, hervez ar muiañ niver, n'eo ket bet ken splann an tremen hag ar c'hemm etre an daou brantad ha ma veze kontet gwechall.

Ganidigezh Europa

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Stadoù Europa war-dro 1500. E gwirionez ne vo ket staget Breizh ouzh Bro-C'hall ez-ofisiel a-raok 1532.
Italia e 1499.

Skrivet en deus an istorour saoz John Hale, e oa emskiant lenneien ar Grennamzer, bennozh d'an douaronourien, e oant en ur c'hevandir anvet Europa disheñvel diouzh Azia hag Afrika. Koulskoude ne oa nemeur bet klevet anv Europa gant darn vrasañ an dud, na lennet, dre ma ouient ket lenn. Hervez an Iliz, ar galloud europat bras, e oa ganet ar gristenien e-barzh broioù bet dibabet gant Doue. Ne oa ket emskiant an dud gant ur sevenadur europat.

Ar moullerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar voullerezh an hini a levezonas ar muiañ buhez an dud da vare an Azginivelezh. A-raok ma voe ijinet an doare-ober-se gant Johannes Gutenberg, tro 1450, e veze savet hag adeiladet al levrioù gant an dorn : dornskridoù anezho. Kloerien a rae war-dro al levrioù, int-i hepken a oa gouest da skrivañ, ha da skrivañ e latin, yezh an dornskridoù, bet e pad pell yezh ar skiantoù.
En XIvet ha XIIvet kantved e veze skrivet an dornskridoù gant ar venec'h e salioù-skrivañ anvet scriptoria, setu holl o c'hefridi. Goude-se e kinklent o levrioù gant tresadennoù ha livioù, hag aourlivadurioù.

Gant ar skolioù-meur e oa dalc'het an deskadurezh hag ar c'helaouiñ. Ne oa nemet Skol-veur Bologna, hini Pariz, re Salamanca, Oxford ha Cambridge a veze aotreet da gelenn hervez doareoù ar skolastik.
Al lezennouriezh hag an doueoniezh, a oa penndanvezioù ar skolioù-meur.

Gant skridoù moullet ne oa ket heñvel an dalvoudegezh ken. E skol-veur Pariz e teuas an arzoù da vezañ brudetoc'h eget hini an doueoniezh.
Levraouegoù a veze savet e ti ar rouaned c'hall.

Lenn skiantel an oberennoù diazez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kentañ embannadur ar Bibl moullet a voe graet e 1455 gant Johannes Gutenberg e Mainz. Lod skouerennoù a voe kinklet gant prenerien, evel ma veze graet en amzer gent gant an dornskridoù.

Adlenn oberennoù an Henamzer

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Alies e vez lavaret e pledas an dud gant an Henamzer.

  1. Lucien FEBVRE, Michelet et la Renaissance, Paris, Flammarion, 1992.
  2. Thomas LEPELTIER, "La Renaissance existe-t-elle? Réflexions à partir de Michelet", La Revue des Livres, 2000, a c'haller lenn en linenn e-barzh [1]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • E saozneg :
  • The Hamlyn Historical Atlas, Hamlyn, Londrez. Oberenn renet gant R.I. Moore. E galleg : Atlas historique Nathan, Pariz, 1981. ISBN 2-09-290026-9
  • Jean Delumeau :
    • La Civilisation de la Renaissance, Arthaud, « Grandes civilisations », 1993
    • Une histoire de la Renaissance, Perrin, 1999, ISBN 2-262-01288-1
  • John Hale, The civilization of Europe in the Renaissance, Perrin, 1993, traduit de l'anglais par René Guyonnet (1998) 2-262-01471-X
  • La France de la Renaissance, France Loisirs, re net gant Pierre Marchand ha Jean-Pierre Babelon, (1998), ISBN 2-7441-1743-9
  • P. Burke, La Renaissance européenne, Seuil, « Points Histoire », 2002
  • E. Garin, L'Homme de la Renaissance, Seuil, « Points Histoire », 2002
  • Th. Wanegffelen ha 6 kenlabourer, « La Renaisance », Ellipses, Paris, 2002.
  • J.-P. Poussou, C. Callard, O. Chaline, Y. Lignereux, A. Tallon, La Renaissance. Enjeux historiographiques, méthodologie, bibliographie commentée, Armand Colin, Paris, 2002
  • Bertrand Gille, Les ingénieurs de la Renaissance, Thèse Histoire, Paris, 1960. Seuil, coll. « Points Sciences » 1978 (ISBN 2-02-004913-9);
  • Jacob Burckhardt, La Civilisation de la Renaissance en Italie, t. I & II, Denoël, 1981
  • Le grand livre des explorateurs et des explorations, France Loisirs, sous la direction de Michèle Gavet-Imbert et Perrine Cambournac. 1991
  • Ernst Bloch : La Philosophie de la Renaissance, Payot poche, 1994, ISBN 2-228-88837-0.
  • Bertrand Jestaz, L'art de la Renaissance, Citadelles & Mazenod, 1984 (réed. 2207), ISBN 978-2-85088-089-6
  • Vieillir à la Renaissance. Textes réunis, présentés et édités par Colette H. Winn et Cathy Yandell. Éditions Honoré Champion, 2009. 1 vol., 416 p., relié, 15 x Patrom:Unité. ISBN 978-2-7453-1746-9.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]