Mont d’an endalc’had

Aogust Brizeug

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Auguste Brizeux)
Aogust Brizeug
Bez Aogust Brizeug e bered Karnel en Oriant
Plakenn-straed e Kemper


Julien Pélage Auguste Brizeux, a vez graet Aogust Brizeug anezhañ e brezhoneg, a zo ur barzh romantel breizhat hag al lec'hanvadurour brezhoneg kentañ, a voe ganet d’an 12 a viz Gwengolo 1803 en Oriant ha marvet d’an 3 a viz Mae 1858 e Montpelhièr, en Okitania.
Sinañ rae aliesig gant e anv barzh, Barzh bleomelen, p'en deus bet resevet an titl barzh digant Archdrouiz Kembre[1].

Yaouankik e oa pa varvas e dad, Pélage Julien Brizeux, surjian a vor, e 1810. Ne chomas ket intañvez muioc'h eget ur bloaz e vamm , Françoise Hoguet, hag e addimezas-hi gant Jacques Boyer, un trafiker eus an Oriant, ha ganet diouto daou vab hag ur plac'h.
Er mare-se e voe fiziet ar paotrig da emell person an Arzhanaou, kar d'e dad, an Aotrou Marie Joseph Louis Le Nir. Hemañ en doa digoret ur skol vihan evit mibien ar gouerien hag un nebeud paotred eus e familh. E-pad pemp bloaz e studias danvezioù skol hag al latin a gelennas ar person dre skridoù Vergilius hag oberourien all an Henamzer.
Mont a reas war e studi da skolaj Sant Ivo Wened, da Arras, ha da Skol ar Gwir e Bariz. Eno e reas e annez e vuhez-pad o labourat darnamzer evit ar Compagnie des Assurances générales, renet ha krouet gant Auguste de Gourcuff, ma laboure ar Gonideg evitañ ingal, met mont a reas peder gwezh da Italia ha distreiñ a rae da Vreizh kazi bep hañv.
E Pariz e tarempredas un bagad Bretoned, evel Kervarker, Yann-Frañsez ar Gonideg, ar vreudeur de Courcy, Vincent Audren de Kerdrel, Aurélien de Courson hag ez eas d'ober chervad ganto. E 1837 e tisplegas, e-doug ur danvez goan geltek Kanaouen ar Vretoned a reas berzh bras ken e voe goulennet he c'hanañ meur a wezh. Ur seurt kan broadel kentañ e teuas da vezañ.
Estreget ar plac'h yaouank, Marie Pellan, lakaet penntudenn e hir a varzhoneg, Marie, hag e tarempredas anezhi pa voe-hi dindan trizek bloaz, n'eus bet kavet roud ul liamm karantez bennak gant ur vaouez all.

Tizhet gant an dorzellegezh a-raok e zaou-ugent e klaske mont da vroioù tommoc'h, hag e vourre mont da chom Montpelhièr, e ti e vignon, Saint-René Tallandier, e lec'h ma varvas e 1858.

Daoust ne voe gerioù brezhonek ebet gant e gerent e teskas brezhonegañ a-vihanik , da gentañ e gwenedeg an Oriant ha boazet ouzh kerneveg Skaer, met e yezh lennegel ha relijiel Leon e skrivas e varzhonegoù dindan levezon ar Gonideg a zarempredas kalz pa voe o chom e Pariz.

Barzh gallek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evel ur barzh eus ar re ampartañ e voe gwelet gant meur a skrivagner kempred, darn anezho a oa darempredet e saloñsoù Pariz gantañ. Victor Hugo, Alphonse de Lamartine, Alfred de Vigny, Charles de Sainte-Beuve [2] a brizias e oberenn gentañ, "Marie", un teskad 48 barzhoneg (daoust ma voe lakaet "roman" dindan an titl), ennañ eizh pezh distag titlet "Marie", pep hini war sujed ur plac'h karantezet a voe o chom er Vouster (Le Moustoir), embannet e miz Du 1831. Lod a veuleudioù a boueze war ar lañs nevez a veze degaset d'ar varzhoniezh gant santadoù personel ha deskrivadurioù resis ar lec'hioù hag an dud er maezhioù. Evel-se e reas berzh oberenn an den yaouank (27 bloaz) evel ur skouerenn eus ar romantelezh o tiorreiñ.
Just goude e eas Aogust Brizeug da veajiñ e Italia gant e vignon, Auguste Barbier.

E eil levr Les Ternaires (1841), ma klask c’hoari gant ul lusk nevez, a zo awenet gant Italia, ma talc'has da vont ken ha c'hwec'h gwezh.
Lakaat a reas an Divina Comedia e galleg e 1843.
Goude e teuas un hir a varzhoneg, 24 kan ennañ, awenet gant Breizh hag levezonet ar Georgica gant Vergilius ha gant an Ilias, Les Bretons (1845), embannet un tamm a-raok e varv.

Barzh brezhonek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Adembannet e voe e varzhonegoù brezhonek (Telenn Arvor, 1844) hag e zastumad krennlavaroù (Furnez Breiz) gant Roparz Hemon, gant ti-embann Gwalarn e 1929.

Barzh breuriezh ar varzhed gentañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa vode un nebeud Brezhoned e kambr ar vreudeur de Courcy, place de la Victoire, e teue brezhonegerien eus ar re wellañ evel Teodor Kervarker, Yann Frañsez ar Gonidec ha tud all evel Louis de Carné-Marcein, Auguste du Marhallac'h, Jules de Francheville hag all. Pa resevas Kervarker ar gefridi evit ur veaj studi e Kembre digant Amazierezh an Arzoù-kaer e skrivas d'an Archdrouiz Thomas Price evit ma vo anvet diouzhtu Ar Gonidec, Brizeug ha eñ e-unan da Varzhed anavezet gant Cymdeithas Cymreigeddion y Fenni, ur gevredigezh sevenadurel liammet gant Gorsedd Barzhed Enez Breizh, hag hennezh a asantas kas un diplom d'an tri den e 1837. Pa voe Kervarker Bardd Nizon e teuas Brizeug da vezañ Barz bleomelen[3].

  • Racine, comédie en 1 acte et en vers, avec Philippe Busoni, Paris, Théâtre-Français, 27 décembre 1827
  • Marie, roman, 1832 Texte en ligne. 48 barzhoneg.
  • Les Ternaires, livre lyrique, 1841
  • Les Bretons, poème, 1845. Barzhoneg hir kurunennet gant an Akademizh gall.
  • Furnez Breiz, 1845 Texte sur Wikisource
  • Histoires poétiques, suivies d'un Essai sur l'art, ou Poétique nouvelle, 1855 Texte en ligne
  • Primel et Nola, 1852
Éditions et traductions d'ouvrages
  • Mémoires de Madame de La Vallière, 2 vol., 1829
  • La Divine Comédie de Dante Alighieri, traduction nouvelle par A. Brizeux,.avec une notice et des notes par le même, 1841
Éditions posthumes
Diembann
  • Dictionnaire topologique de Bretagne, dornskrid miret e levraoueg Skol-veur Columbia, New-York.
  • Barzh Enez Breizh (1837)
  • Prz an Akademiezh gall, evit «Les Bretons» (1845)

Bez Brizeug a c'hell bezañ gwelet e bered ar Garnel, en Oriant. Savet e voe a-drugarez d'e hanter-vreur, Édouard Boyer, is-prefed Cobeil, a aozas distro relegoù ar barzh gant sikour arc'hant e vignoned.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Dre lizher e voe kaset ar testeni, pa n'hellas ket Brizeug mont da Gembre gant e vignoned e 1838, pa tleas chom ober war-dro evignon Yann-Frañsez ar Gonideg war e dalaroù.
  2. Joseph Rio, Auguste Brizeux, 1803-1858…
  3. Joseph Rio, Auguste Brizeux, 1803-1858… p. 54, notenn 28.