Republik Artsac'h
Deiziad krouiñ | 2 Gwe 1991 |
---|---|
Anv e yezh-vamm an den | Արցախի Հանրապետություն |
Anv ofisiel | Արցախի Հանրապետություն |
Anv er yezh a orin | Արցախի Հանրապետություն |
Anv berr | Արցախ |
Yezh ofisiel | armenieg, rusianeg |
Kan broadel | Azat u ankakh Artsakh |
Kevandir | Azia |
Kêr-benn | Khankendi |
Gwerzhid-eur | UTC+04:00 |
Lec'hiadur | Kaokaz |
Daveennoù douaroniel | 39°49′2″N 46°45′2″E |
Renad politikel | Republik |
Office held by head of state | Prezidant Artsac'h |
Penn ar Stad | Samvel Shahramanyan |
Post dalc'het gant penn ar gouarnamant | Prezidant Artsac'h |
Penn an aotrouniezh | Bako Sahakyan |
Korf lezenniñ | Bodadeg Vroadel Artsac'h |
Diplomatic relation | Abc'hazia, Treuznistria, Osetia ar Su |
Moneiz | Artsakh dram, Armenian dram |
Perc'henn war | Khankendi Stadium |
A zo stok ouzh | Armenia, Azerbaidjan |
Darvoud-alc'hwez | Brezel Nagorno-Karabac'h Kentañ, Eil Brezel Nagorno-Karabac'h, Nagorno-Karabakh War, 2023 Azerbaijani offensive in Nagorno-Karabakh |
Deiziad divodañ | 1 Gen 2024 |
Hashtag | արցախ |
Banniel (deskrivadur) | banniel Artsac'h |
Ardamezioù | ardamezioù Artsac'h |
Douaroniezh an danvez | Q4135632 |
Istor | istor Nagorno-Karabac'h |
Ekonomiezh an danvez | ekonomiezh Nagorno-Karabac'h |
Poblañsouriezh an danvez | poblañsouriezh Nagorno-Karabac'h |
Araogenn bellgomz ar vro | +37447 |
Niverenn bellgomz sikour | 112 |
Republik Artsac'h (armenieg : Արցախի Հանրապետություն Artsakhi Hanrapetut'yun), pe Republik Nagorno-Karabac'h[1] zo ur stadig de facto e Kaokaz ar Su ha n’eo ket anavezet gant ar stadoù all, hag a sell ouzh ar vro-se evel ul lodenn eus Azerbaidjan. En em astenn a ra Republik Artsac'h war ar pezh a oa gwechall oblast emren Nagorno-Karabac'h koulz ha war douaroù a oa etre an oblast kozh-se hag Armenia er gornaoueg hag Iran er c’hreisteiz. Stepanakert eo kêr-benn Republik Artsac'h.
Armeniegerien dreist-holl a oa o chom e Nagorno-Karabac'h pa oa bet embannet dizalc’hiezh Republik Demokratel Azerbaidjan hag Armenia e 1918, goude diskar Impalaeriezh Rusia, ha brezel a voe e-pad ur pennadig etre an div vro nevez da c’houzout gant pe hini ez afe ar rannvro. Fin a voe lakaet d’an tabut pa voe savet an Unvaniezh Soviedel ha savet Oblast emren Nagorno-Karabac'h e-barzh Republik Sokialour Soviedel Azerbaidjan e 1923.
Pa’z eas an Unvaniezh Soviedel d’an traoñ e voe bec’h etre an div vro adarre. E 1991 e voe graet ur referendom en Oblast emren Nagorno-Karabac'h hag embannet dizalc'hiezh ar vroig. Brezel a savas da-heul etre Armenianed Nagorno-Karabac'h, skoazellet gant Armenia, ha Republik Azerbaidjan. Tri bloaz e padas ar brezel-se, ha pa voe graet harz-an-tan e miz Mae 1994 e oa astennet galloud republik nevez Artsac'h war ur vro kalz ledanoc'h eget an oblast kozh, peogwir e oa unanet outañ an holl zouaroù en em astenne etre Nagorno-Karabac'h hag Armenia. Eus ar c'hontreoù-se e tec'has an darn vrasañ eus an dud na oant ket Armenianed, da gaout repu er peurrest eus Azerbaidjan : 400 000 den, azeriegerien anezho peurliesañ, a oa aet kuit, ken ma kaver bremañ ouzhpenn 95% a armeniegerien e republik Artsac'h.
Ur vro veneziek eo Artsac'h, gant 1 100 metr a uhelder well-wazh.
Ur republik eo Artsac'h, gant ur prezidant hag ur parlamant ur gambr hepken ennañ. Liammet-strizh eo ouzh Armenia : ar memes moneiz o deus Artsac'h hag Armenia da skouer. Ha n’eus nemet dre Armenia e c'hell an dud eus an diavaez mont da Artsac'h.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 'Constitution of the Republic of Artsakh'. Kavet : 29 Here 2020. “The names 'Republic of Artsakh' and 'Republic of Nagorno-Karabakh' are identical.”