Armoù ar Rezistañs e Breizh
An armoù implijet gant ar Rezistañs diabarzh e Breizh eus 1940 betek 1944 a-enep d'an arme alaman ha d'ar genlabourerien tost outi a emdroas hervez doare hec'h oberennoù eus un tu, ha barregezhioù ha youl ar Gevredidi da bourveziañ anezho eus an tu all.
Deroù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diouzhtu goude aloubadeg miz Even 1940 e krogas an oberennoù rezistañs e Breizh. Tarvadennoù e oant peurliesañ, ha ne veze ket ezhomm da gaout armoù da gas anezho da benn. Tamm-ha-tamm e savas rouedadoù evit sikour ar vlenierien kirri-nij saoz da achap kuit eus ar vro ha rouedadoù all da ditouriñ ar BCRA (Bureau Central de Renseignement et d'Action) gall e Londrez hag an Intelligence Service saoz, evel ar Confrérie Notre-Dame savet gant ar gwenedad Gilbert Renault, lesanvet Colonel Rémy.[1] Dañjerus e oa an obererennoù-mañ evit ar rezistanted met ne oa ket ezhomm ivez da vezañ pourveziet gant armoù-tan galloudus evit o c'has. Perviregoù a veze implijet ivez war an hentoù breton da lakaat skoilhoù dindan rodoù otoioù an arme alaman.
E deroù an diskar-amzer 1941 e roas renerezh kuzh ar strollad komunour e Frañs urzhioù evit ma vije kroget gant an drouklazhioù hiniennel hag ar stourm armet a-enep d'an nazied[1]. D’an 20 a viz Here 1941 e voe lazhet en Naoned an ijinour hag ofiser alaman Karl Hotz, Feldkomandant al Liger-Izelañ, gant ur c’hommando komunour, a-drugarez da zaou voled kalibr 6,35 Browning tennet eus ur bistolenn aotomatek Browning Model 1906. Un arm bihan hag aes da guzhat e oa met diaes da implijout a-bell abalamour da vent vihan e galibr. Azasaet e oa mat da oberennoù drouklazh a-dost. Aes e oa da gavout ivez dre ma oa aotreet da bep hini e Frañs kaout un arm-dorn bihanoc'h e galibr evit 7,65 mm er gêr d'en em zifenn abaoz lezennoù miz Ebrel 1939 war an armoù-tan[2]. Dilezet e voe an drouklazhoù ofiserien alaman er straedoù goude ar moustrerezh a zegasjont a-berzh an alouberien. Greunadennoù a voe implijet ivez d'ober gwalldaolioù, evel an hini a-enep d'ar Soldatenheim (Oaled ar soudarded) e Montroulez d'ar 24 a viz Kerzu 1943[3].
Ral e oa an armoù-tan etre daouarn ar rezistanted betek deroù 1944. Servijoù gall ar BCRA ne bourvezient ket kalz ar Rezistañs, gant an aon e vefent implijet gant strolladoù komunour. E 1943 e voe harzlammet armoù e Breizh gant an Intelligence Service hag ar BOA gall, met ar bras anezhe a voe paket gant ar polis hag an Archeriezh Vroadel ha roet d'an alamanted[4].
Implij an armoù bihan evel ar pistolennoù hag ar greunadennoù dreist-holl betek 1943 a ziskoueze ezhommoù ar Rezistañs evit dafar aes da guzhat, da vare oberennoù ne gasent ket d'ur stourm tal-ouzh-tal gant an alouberien war-bouez drouklazhoù soudarded o-unan.
1943 - 1944
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]A-hed 1943 e kreskas ar strouezhegoù evel hini Sant-Marc'hell (krouet e miz C'hwevrer) pe hini Saverieg, savet diwezhatoc'h er memes bloavezh ha pourveziet gant tud yaouank o kuzhat diouzh an STO. E-sell da brientiñ un dilestradeg e kornog Europa e savas an ezhomm da greñvaat ar Rezistañs diabarzh en ur bourveziañ anezhe gant armoù-tan aotomatek gouest da vezañ implijet e emgannoù krenn o c'hreñvder evel reoù ur guerilla.
Adalek miz Even 1944 e krogas ar Gevredidi da harzlammañ milieroù a armoù-tan da rezistanted Breizh. 1.000 anezho a oa armet d'ar 6 a viz Even, 9.000 anezho e fin miz Gouere ha 30.000 e miz Eost.[4] Er memes koulz hag an armoù e voe harzlammet skipailhoù SAS (war-dro 490 soudard etre ar 6 hag an 18 a viz Even) evit sikour, stummañ ha frammañ ar strolladoù rezistanted war an dachenn. Pal an amerikaned hag ar saozon a oa rediañ an alamanted da dennañ kuit soudarded eus an emgannoù en Normandi pe lakaat skoilhoù war o hent evit ma n'halljent ket erruiñ di buan, kontroliñ al linenn-houarn Pariz-Brest, ha pourveziañ o soudarded gant heñcherien armet da vare dieubidigezh Breizh.
Fonnus e voe an niveroù a oberennoù harzlammañ armoù e pemp korn Breizh etre miz Even ha miz Eost 1944. D’an 29 a viz Even 1944 da skouer, degadoù a gontenerioù enne pistolennoù Colt 45 ha pistolennoù-mindrailher Sten a voe taolet dre harzlammoù e-kichen ar Marchanderie (Enorzh, Bro-Naoned), re ziwezhat evit bezañ implijet e emgannoù strouezheg Saverieg a oa bet en deizioù a-raok[5]. Stank e voe an emgannoù lec'hel etre rezistanted hag alamaned er mare-se ivez. Er Boulva (Sant-Yann-ar-Biz, Bro-Dreger) e voe implijet da skouer ur fuzuilh-vindrailher saoz BREN en ur spi a-enep da zaou garr-tan alaman d'ar 5 a viz Eost.[6] An armoù-mañ (Sten, BREN hag un tamm nebeutoc'h Colt M1911) a weler stank war luc'hskeudennoù ar strolladoù rezistanted d'ar poent-se, evel da skouer war reoù div strollad FFI eus bro ar Gemene en hañv 1944. Abegoù pleustrek a oa e dibab an armoù-mañ gant ar Gevredidi :
- ar bistolenn-vindrailher saoz Sten a oa marc'hadmat, simpl da gempenn ha da implijout. Berr e oa (760 mm dibleget) hag aes da guzhat. He c'harger a oa ennañ 32 gartouchenn 9 x 19 mm Parabellum, efedus en emgannoù boaz ar guerilla (spioù, tennañ war enebourien dost). An MP40 alaman a oa kambret evit ar memes munisionoù.
- ar fuzuilh-vindrailher saoz Bren a c'halle bezañ implijet evel arm-souten er spioù pe da zifenn takadoù da wareziñ a-drugarez d'he galloud-tennañ uhel (500 tenn/mn) ha d'he munisionoù galloudus .303 British.
- ar bistolenn Colt M1911 a c'helle bezañ kuzhet aes. Galloudus-kenañ e oa he munisionoù .45 ACP en emgannoù tost.
Daoust dezhe bezañ raloc'h war luc'hskeudennoù ar mare-se ha diaesoc'h da renabliñ abalamour d'an doare "nann-ofisiel" ma vezent tapet e c'halle bezañ implijet gant ar rezistanted armoù alaman tapet da vare spioù pe emgannoù evel an MP40, ar garabinenn Mauser 98k pe ar greunadennoù Stielhandgranate 24.
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 ha1,1 MONNIER Jean-Jacques & CASSARD Jean-Christophe (kenurzhierezh), Toute l'Histoire de Bretagne, Skol Vreizh 2003
- ↑ (fr) D’ANDURAIN Julie, Le 6,35 de la comta. Une arme de femme, symbole de la résistance e Les Français et les armes à feu. De 1789 à nos jours, Hommage à François Cochet, Maisonneuve & Larose / Hémisphères éditions, 2018, p. 87-104 (pellgarget war www.museedelaresistanceenligne.org)
- ↑ (fr) COLLET Daniel, Les 60 otages de Morlaix, e Bulletin de la Société d'Histoire et d'Archéologie de Bretagne, 2002, p. 260
- ↑ 4,0 ha4,1 (fr) BOUTOUILLER Jean, GUILLOU Michel, MONNIER Jean-Jacques, Été 44, Résistances et Libération en Trégor, Skol Vreizh n°56, miz Gwengolo 2004, ISBN 2-915623-04-X
- ↑ Hervez testeni ar rezistant André Jarret (fr) e Ouest-France, 26/06/2019
- ↑ (fr) LE GROS Jules, Plougasnou de l'occupation à la Libération, p.109, Section Patrimoine du Foyer Rural de Plougasnou, 2001, ISBN 2-9508369-3-3