Colonel Rémy
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Frañs |
| Anv e yezh-vamm an den | Gilbert Renault |
| Anv ganedigezh | Gilbert Étienne Léon Théodore Renault |
| Anv-bihan | Gilbert, Étienne, Léon, Théodore |
| Anv-familh | Renault |
| Lesanv | colonel Rémy |
| Deiziad ganedigezh | 6 Eos 1904 |
| Lec'h ganedigezh | Gwened |
| Deiziad ar marv | 29 Gou 1984 |
| Lec'h ar marv | Gwengamp |
| Breur pe c'hoar | Madeleine Cestari, Maisie Renault, Marie-Dominique Renault |
| Kar | Théodore Decker |
| Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
| Tachenn labour | Rezistañs, lennegezh |
| Implijer | Paris-Presse, Bank of France |
| Bet war ar studi e | Skol-Veur Roazhon, Lycée Saint-François-Xavier de Vannes |
| Strollad politikel | Rally of the French People |
| Relijion pe kredenn | Iliz katolik roman |
| Brezel | Eil Brezel-bed |
| Ezel eus | Confrérie Notre-Dame, Association des Français libres, Association for the Defence of the Memory of Marshal Pétain, Centre d'études politiques et civiques, Una Voce |
Ar C'horonal Rémy, anvet Gilbert Renault e gwirionez, ganet d'ar 6 a viz Eost 1904 e Gwened (Morbihan) hag aet da Anaon d'an 29 a viz Gouhere 1984 e Gwengamp (Aodoù-an-Arvor), a oa ur rezistant breton, unan eus ar re vrudetañ eus an Eil Brezel-bed. Aozet, diorroet ha gwellaet en deus ur c'helc'h titouriñ, krouet da gentañ gant Louis de La Bardonnie, a oa deuet da vezañ Confrérie Notre-Dame, unan eus rouedadoù Rezistañs pouezusañ an Takad aloubet.
Graet e voe Compagnon de la Libération dioutañ e 1942 ; stourm a rae e tu ar jeneral de Gaulle er Rassemblement du peuple français met e 1947, De Gaulle en devoa troc'het al liammoù gantañ p'en devoa difennet ar soñj da zizuañ Pétain. Skrivet en deus un toullad levrioù, romantoù polis dreist-holl hag a voe adsavet gantañ e stumm filmoù evit ar sinema.
