Mont d’an endalc’had

Lee-Enfield

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Lee Enfield)
Lee-Enfield
Skeudenn ar pennad Lee-Enfield

Ur fuzuilh Lee-Enfield Mark I savet e 1903 kinniget e mirdi an arme e Stockholm (Sveden)
Kinnig
Bro Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet
Doare Fuzuilh
Mont en-dro Tennata dre zorn, dre vorailh
Munision .303 British
.22 Long Rifle (stummoù pleustriñ)
7,62 × 51 mm (stummoù L42A1)
Produerien Royal Small Arms Factory
Birmingham Small Arms Company
Lithgow Small Arms Factory
London Small Arms Co. Ltd
Pakistan Ordnance Factories
Rifle Factory Ishapore
ROF Fazakerley
ROF Maltby
Savage Arms
Mare implij 1895–1957 (fuzuilh standart arme ar Rouantelezh-Unanet)
Pouez ha muzulioù (stumm MLE 1895)
Mas 4,190 kg
Hirder 1.260 mm
Hirder ar c'hanol 767 mm
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek 500 m
Tizh mont e-maez ar boledoù 744 m/s
Endalc'h Karger 10 kartouchenn, karget gant div laonenn-gargañ 5 kartouchenn war stummoù zo
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

Al Lee-Enfield zo ur fuzuilh-vorailh tennata dre zorn, implijet evel arm-skoaz standart gant ar British Army ha kalz broioù eus ar Commonwealth etre 1895 hag ar bloavezhioù 1960. Kambret e oa da gentañ e .303 British. Meur a adstumm anezhi a zo bet krouet e hanterenn gentañ an XXvet kantved. Unan eus armoù hiniennel brudetañ ar Brezel-bed Kentañ hag an Eil Brezel-bed eo. Ouzhpenn 17 milion a skouerennoù anezhi zo bet produet betek hiziv.

Pa oa bet choazet e 1895 e oa e-touez ar fuzuilhoù dezhe an endalc'h brasañ hag an hed-tenn hirañ e-keñver fuzuilhoù all ar mare.[1]

Stumm / Mark (adstumm) Mare servij
Magazine Lee-Enfield (MLE) (stumm gant ur c'harger) 1895–1926
Charger loading Lee-Enfield (stumm gant laonennoù-kargañ) 1906–1926
Short magazine Lee-Enfield Mk I (SMLE)[1] 1904–1926
Short magazine Lee-Enfield Mk II 1906–1927
Short magazine Lee-Enfield Mk III/III* 1907 - bremañ
Short magazine Lee-Enfield Mk V 1922–1924 (esaeoù nemetken ; 20,000 produet)
Rifle No. 1 Mk VI 1930 (esaeoù nemetken ; 1 025 produet)
Rifle No. 4 Mk I 1931 - bremañ (2 500 produet evit esaeoù er bloavezhioù 1930 ; produet a rummadoù adalek kreiz 1941)
Rifle No. 4 Mk I* 1942 - bremañ
Rifle No. 5 Mk I "Jungle carbine" (stumm berraet evit an emgannoù e brezel ar Meurvor Habask) 1944 - bremañ : produet etre 1944 ha 1947 gant BSA-Shirley (81.329 skouerenn) ha ROF Fazakerley (169.807 skouerenn)
Rifle No. 4 Mk 2 1949 - bremañ
L42A (stumm fuzuilh-resisted kambret e 7,62 × 51 mm) 1964 - bremañ
L42A1 (stumm fuzuilh-resisted kambret e 7,62 × 51 mm)[2] 1965 - bremañ
  1. 1,0 ha1,1 (fr) Mc NAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu 2022, p.132-133
  2. (fr) Mc NAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu 2022, p.165-163
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan