Mont d’an endalc’had

Arm-tan

Eus Wikipedia
Taolennadur un arm-tan krennamzerel gant Konrad Kyeser er Bellifortis etre 1400 ha 1402

Un arm-tan a zo un arm a implij nerzh tarzhadenn un danvez-tarzh, poultr du gwechall ha poultr divoged bremañ peurliesañ, evit kas ur vannadell a zistrujo ur sibl, a c'hall bezañ un den, dafar pe ur savadur. Abaoe o c'hrouidigezh e Sina int ledanaet, evit dont da vezañ an armoù nesañ implijet war an tachennoù-emgann abaoe an XIXvet kantved.

An armoù-tan kentañ a oa bet implijet en Xvet kantved e Sina, pa oa bet leuniet korzennoù bambouz gant poultr evit tennañ ganto. Douget e oant gant goafoù, ar pezh a rae goafoù-tan anezhe. Implijet e oant bet evel armoù argadiñ gant efedoù mat e-pad Sez De'an. Ne vannent ket bannadelloù koulskoude. En XIIIvet kantved, ar Sinaiz a ijinas kanolioù dorn gant houarn. Lakaet e vezont da dalvezout evel hendadoù gwirion an armoù-tan. Goustadik ez eo emledet an teknologiezh-se war zu Reter Azia, Su Azia, Reter-Kreiz, hag Europa. E 1260 e voe implijet ur c'hanol e-kerzh emgann Aïn Djalout (Palestina). En Europa e voe savet kanolioù adalek deroù ar XIVvet kantved.

Tamm-ha-tamm eo deuet da vezañ liesseurtoc'h hag efedusoc'h an armoù-tan, en Europa dreist-holl [1]: koulerinenn (1410), ribaudequin (1430), akebut (1460), mousked (1521), "mousked-fuzuilh" (1703). En XIXvet kantved e vez dilezet ar poultr du evit ar poultr divoged, hag e dibenn ar memes kantved en em led implij ar c'hartouchennoù metal. An armoù-tan damaotomatek hag aotomatek kentañ a zeu war-wel tamm-ha-tamm e deroù an XXvet kantved.

Delwenn ur soudard breizhat eus Lu Breizh (1870) e Santez-Anna-Gwened

Disheñvelaat an armoù-tan

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a zoare a zo da urzhiañ an armoù-tan a zo hervez o ment, o implij, o gwikefre.

Hervez o mont en-dro o flatinenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • un tenn
  • tennata
  • damaotomatek (pe damemgefreek)
  • aotomatek (pe emgefreek)

Hervez o c'halibr

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En armeoù e raer peurliesañ armoù skañv eus ar re izeloc'h o c'halibr evit 20 mm, hag armoù ponner eus ar re all. E bed ar chase hag ar sportoù-tennañ eo ral ober gant munision uheloc'h o c'halibr evit .50 meutad (12,7 mm).

Hervez o doare

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Troiennoù brezhonek stag ouzh geriaoueg an armoù-tan[2]

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Aet eo an tenn er c'hleuz : c'hwitet eo an afer, n'eo ket servijet da netra
  • Gwerzhañ ar bistolenn/an tamm pistolenn : diskuilhañ ur sekred
  • Hennezh en dije gwerzhet va fistolenn din : treitouret en dije ac'hanon
  • Hennezh a oa deuet er-maez eus e wele evel un tenn : savet e oa buan-tre, prim-tre
  • Hennezh en devoa ur vouezh evel un tenn : ur vouezh kreñv, galloudus
  • Kaout un tenn : bezañ mezv-dall
  • Tapout div c'had gant un tenn : tizhout daou bal en un ober

Gerioù luc'haj

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • kartouchenn : kalc'h
  • mouchouer-godell : pistolenn (tunodo)
  • pistolenn = pikez, karabañsenn
  • pistolodenn, pistoled, pistolenn : pich, lost
  • pistolodiñ : staotañ (langaj chon)

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  1. (fr) PARBEAU Alain, Petite histoire chronologique des armes à feu war lec'hienn an UFA, 07/10/2020 (lennet d'ar 25/02/2024)
  2. An holl droiennoù ha gerioù-mañ zo bet kavet en oberennoù da heul :
    • GROS Jules, Le style populaire, Emgleo Breiz 2010
    • KERVELLA Divi, Geriaoueg luc'hajoù ar brezhoneg, An Alarc'h 2003
    • LE BIHAN Hervé & KERVELLA Divy, Devri, le dictionnaire diachronique du breton
    • MÉNARD Martial, Alc'hwez bras ar baradoz vihan, An Here 1995
    • PLOURIN Jean-Yves, Initiation au breton familier et argotique, Armeline 2006
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan