Bellifortis
Deiziad krouiñ | 1402, 15. century |
---|---|
Tachenn | ijinerezh, military technology, alkimiezh, steredouriezh |
Aozer | Konrad Kyeser |
Bro orin | Alamagn |
Yezh an oberenn pe an anv | latin, Middle High German |
Dastumad | Göttingen State and University Library |
Deskrivet en URL | https://www.geschichtsquellen.de/werk/3229 |
Bellifortis ("Kreñv er brezel", "Difennoù brezel" ; alamaneg: Der Kampfstarke) eo ar c'hentañ levr-deskiñ skeudennet war an deknologiezh vilourel. Skrivet e oa bet e penn kentañ ar XVvet kantved. Un dastumad eo diwar skridoù gant skrivagnerien bennañ an teknologiezhioù milourel, evel De Re Militari gant Vegetius ha Strategemata gant Frontinus. Lakaet ez eus ur pouez bras war teknikoù ar sezizoù brezel. Met anv zo eus hudouriezh, evel un elfenn ouzhpenn evit an teknikoù brezel. "Leun eo a astrologiezh," hervez a skriv Lynn White Jr. en ur pennad diwar-benn an adembannadur. Nebeut skeudennoù a zo reoù gant hudouriezh evel doare da saozaniñ an enebour hep bezañ rediet da lazhañ anezhañ[1].
180 skeudenn a zo el levr, skrivet eo holl e latin. Ar pezh a laka al levr da vezañ unan dreistordinal a zo ar fed ne vefe ket nemet ul levr war ar brezel . Kavout a reer ennañ skeudennoù eus ur sauna, ur gouriz enep-reizh, ur vatalasenn da c'hwezhañ[2]. El levr-se e vez kavet ivez ur skeudenn, an hini gentañ krennamzerel eus viñs Arc'himedes
Skeudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Ur marc'heg gant ur sarpant-nij e-stumm un diaoul
-
Ur gouriz enep-reizh
-
Aleksandr Veur gant ur roketenn
-
Ur bignerez ha tour-tagañ e-pad ur sez war ar memes-tro
-
Ur c'harr brezel gant marc'heien
-
Ur splujer
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Jean-Patrice Boudet, Entre science et nigromance : Astrologie, divination et magie dans l'Occident médiéval (XIIe-Xve siècle), embannadurioù la Sorbonne, dastumadenn Histoire ancienne et médiévale, 4 a viz Kerzu 2006, 624 pajenn (ISBN 9782859445447)
- Lefèvre, Wolfgang, Picturing Machines 1400-1700, MIT Press, 2004, (ISBN 0-262-12269-3)
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Bellifortis-PDF Goethe Universitaet Frankfurt a. Main
- Lodennoù da welet e levraoueg Akademiezh ar skiantoù hungarat