The Lay of Aotrou and Itroun
The Lay of Aotrou and Itroun zo ur varzhoneg saoznek, 506 eizhsilabenneg enni, bet aozet gant John Ronald Reuel Tolkien e 1930 hag embannet e miz Kerzu 1945.
Souezhiñ a c'heller o lenn ar gerioù brezhonek « Aotrou » hag « Itroun », met savet eo an oberenn diwar skouer stumm al « lai breton », anavezet e krennsaozneg. Kaoz zo enni eus ar bec'h a sav etre talvoudoù harozel ar varc'hegiezh ha re ar gristeniezh, diwar-bouez ar briedelezh paneveken.
Ar skrid
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'an 23 a viz Gwengolo 1930 ez echuas J. R. R. Tolkien skrivañ kentel gentañ The Lay of Aotrou and Itroun. War-dro dibenn ar bloavezh 1941 e labouras ar varzhoneg adarre, hag e miz Even 1945, pa oa o seveniñ ur gefridi ag enseller e Skol-veur Aberystwyth (Kembre)[1] e kinnigas an doare nevez d'e vignon Gwyn Jones, en embannas e The Welsh Review, levrenn IV, niv. 4, pp. 254–266, miz Kerzu 1945[2].
Tri doare eus ar varzhoneg zo, hogen skrid orin klok ebet. Mat ha diglok eo an hini kentañ, un dornskrid hag a voe dispredet buan gant an eil – dornskrivet ivez hep nemeur a gemmadennoù avat – ha deiziadet 23 a viz Gwengolo 1930. Bizskrivet eo an trede skrid, ennañ un nebeud kemmadennoù ; adwelet e voe diwezhatoc'h gant ar barzh, ha kemmet pe adaozet tremen ur c'hard eus ar gwerzennoù hep distresañ an istor. Diforc'hioùigoù zo etre skrid diwezhañ The Lay of Aotrou and Itroun hag an doare a zo bet moullet e The Welsh Review, poentadur hag esaouioù an darn vuiañ anezho.
Hiroc'h eget kement-se eo istor ar skrid avat, pa 'z eus anezhañ e gwirionez un astenn eus ur varzhoneg e daou damm anvet The Corrigan bet skrivet a-raok al Lay.
War brouilhed kentañ The Corrigan e skrivas an aozer e oa « suggested by "Ar bugel laec'hiet", a lay of Cornuaille » hag a zo e Barzhaz Breizh[3] Hervez an aozer bepred, eil rann ar varzhoneg zo deuet dezhañ a-c'houde "Aotrou Nann hag ar Gorrigan", a zo bet dastumet hag embannet gant Théodore Hersart de La Villemarqué ivez[4].
Petra bennak ma 'z eo brezhonek awen ar varzhoneg n'eo ket skrivet gant klotennoù diabarzh e doare hengounel Kembre pe Vreizh ; kensonerezh zo e lod pozioù avat, evel er gwerzennoù 37-39 :
- In the homeless hills was her hollow dale,
black was its bowl, its brink was pale;
there silent on a seat of stone .[5].
Danvez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diwar patrom laeoù Breizh eo savet, ar pezh n'eo ket souzhus a-berzh J. R. R. Tolkien pa veze ar stumm-se erru mat e lennegezh krennsaoznek an XIIvet kantved.
Kalon an oberenn eo ar c'henniñv etre talvoudegezhioù ar varc'hegiezh ha re ar gristeniezh, gwelet dre o doare da sellet ouzh an eured er gevredigezh.
Divugel eo ar c'houblad noblañsoù breizhat Aotrou hag Itroun, setu e ya Aotrou da glask sikour digant ur sorserez. E-kerzh gwilioud Itroun e teu ar sorserez davet Aotrou, e stumm ar Gorriganez, da c'houlenn karantez Aotrou da c'hopr. Dibab a ra Aotrou terriñ e lavar dre aberzhiñ e enor a varc'heg ha sevel a-du gant talvoudegezhioù ar gristeniezh. Setu amañ ar gwerzennoù 321-324 :
I gave no love. My love is wed; |
Karantez ebet ne rois. Ma c'harantez zo euredet ; |
Dre vallozh ar Gorriganez eo dleet da Aotrou mervel a-barzh tri devezh. Asantiñ a ra Aotrou da heuliad e zisentez, ha fiziout er Ragevezh (gwerzennoù 337-340) :
In three days I shall live at ease |
A-benn tri devezh em aez e vevin |
Tri devezh war-lerc'h ez a Aotrou d'an Anaon, mervel a ra e wreg c'hlac'haret, ha beziet int kevret ; ne welont ket o bugel o kreskiñ eta.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) J. R. R. Tolkien, The Lay of Aotrou & Itroun, together with The Corrigan Poems, edited by Verlyn Flieger, HarpercollinsPublishers, 2016 (ISBN 978-0-00-820213-2)
- (en)Christina Scull & Wayne G. Hammond, The J.R.R. Tolkien Companion and Guide, 2006, Houghton Mifflin :
- Levrenn 1 : Chronology, 1020 p., (ISBN 978-0-618-39102-8)
- Levrenn 2 : Reader's Guide, 1280 p., (ISBN 978-0-618-39101-1)
- (en) (sr) Un embannadur divyezhek (saozneg / serbeg-ha-kroateg) : Pesma o Otruu i Itrun, 2002, (ISBN 978-86-902829-3-7)
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) The J.R.R. Tolkien Companion and Guide, levrenn 2, pp. 486-487.
- ↑ (en) Tolkien Gateway
- ↑ "*Cornuaille" : sic ; "Ar bugel laec'hiet" : p. 31 en embannadur 1867 Barzhaz Breizh.
- ↑ p. 25 en embannadur 1867 Barzhaz Breizh.
- ↑ (en) RATELIFF, John D. : Inside Literature: Tolkien's Exploration of Medieval Genres, e Tolkien in the New Century:Essays in Honor of Tom Shippey, McFarland, 2014 (ISBN 978-0-7864-7438-7)
|