Seleniom

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
ArsenikSeleniomBrom
S
Se
Te

taolenn beriodek, seleniom
Niver atomek : 34
Rummad kimiek : Nann-metal
Strollad : 16 (Kalkuzennoù)
Trovezh : 4
Aozadur elektronek : [Ar] 3d10 4s2 4p4
Niver oksidadur : + 2, + 4, + 6
Tredanleiegezh : 2,55
Skin atomek : 116
Tolz atomek : 78,96
Seleniom du ha seleniom ruz

Un elfenn gimiek eo ar seleniom ; Se eo e arouez kimiek, 34 e niver atomek ha 78,96 e dolz atomek. Un nann-metal eo ar seleniom, par d'ar sulfur 16S, a zo e amezeg e strollad 16 taolenn beriodek an elfennoù.

Blot eo, liesdoare eo e neuz, etre hini ur metal gris ha hini gwer ruz. Dibaot a wezh e kaver seleniom glan en natur, ha pa vije e kenaozadoù ; seleniom ampur a gaver e kailhoù sulfidennoù pa vezer o kenderc'hañ kouevr diwarno. Eus ar c'houevr dreist-holl hag eus an nikel e vez tennet.
Japan hag Alamagn e voe ar bourvezerien bennañ e 2011, heuliet gant Belgia, Rusia, Kanada, Chile, Filipinez, Finland, Perou ha broioù all. War-dro 2 000 tonennad a seleniom a voe kenderc'het e 2011. [1]

Istor[kemmañ]

E 1817 e voe ar seleniom dizoloet gant ar gimiourien svedat Jöns Jakob Berzelius ha Johan Gottlieb Gahn. Diwar an henc'hresianeg σελήνη selênê, "Loar", e voe anvet an elfenn nevez peogwir e kredas dezho e oa or c'henaozad eus an telluriom, a oa bet anvet diwar anv latin an Douar.
E 1873 e kavas an ijinour tredaner saoz Willoughby Smith e oa harz ar seleniom stag ouzh nerzh ar gouloù.

Perzhioù[kemmañ]

Etre re e amezeien e strollad ar c'halkuzennoù 16S (sulfur) ha 52Te (telluriom) emañ perzhioù kimiek ar seleniom.

Kimiek[kemmañ]

  • Deviñ a ra en aer ha digemm e chom en dour. Pistrius eo pa vez lonket pe analet.
  • A-drugarez da zizoloadenn W. Smith e ouzer e c'hall ar seleniom treuzkas an tredan.
  • Ul liv ruz a ro d'ar gwer.

Izotopoù[kemmañ]

C'hwec'h izotop a gaver en natur, pemp anezho o vezañ stabil : 74Se, 76Se, 77Se, 78Se ha 80Se. Ar c'hwec'hvet, 82Se, a dro da 82Kr (un izotop eus kripton), hogen peogwir ez eo 1020 a vloavezhioù hanter-vuhez 82Se e lavarer a-wezhioù ez eo stabil evelkent.

Arver[kemmañ]

  • War-dro an hanter eus ar seleniom a vez kenderc'het er bed a ya da fardañ gwer : dre rusaat ar gwer e lamer al livioù gwer pe velen a c'hoarvez alies en abeg da rannoùigoù houarn. Muioc'h a seleniom zo bet implijet e 2011 en abeg ma 'z eus bet kenderc'het muioc'h a wer ha m'emañ ar seleniom o kemer lec'h ar plom er fardañ arem.
  • Muioc'h a seleniom a voe arveret ivez en danvezioù-strujañ hag er vitaminoù (prouet ez eus bet ez eo ret ar seleniom evit yec'hed mab-den, petra bennak ma c'hall bezañ arvarus pa vez lonket a-gementadoù bras) [1].
  • Tredanrannadur ar manganez a vez graet dre ouzhpennañ 2 kg a zioksidenn Se dre donennad Mn.
  • Da fardañ livegennoù evit al livajoù ez implijer seleniom ivez.
  • Evel ledreüzenn e veze arveret en ardivinkoù luc'hdredanel, e kameraioù ar skinwel, el luc'heilerioù hag en untuaerioù ; bremañ avat ez eo bet erlec'hiet gant ar silikiom en darn vuiañ eus an ardivinkoù, pe gant kenaozadoù fardet gant mab-den ; pouezus avat e chom ar seleniom er fardañ daspugnerioù dre heol.
  • Oksidenn keriom 58Ce a vez implijet da livañ (pe zislivañ) ar gwer e-lec'h ar seleniom.

Notennoù[kemmañ]

  1. 1,0 1,1 United States Geological Survey (en) Liamm oberiant 14 HER 12

Daveennoù[kemmañ]


Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anv ~ Taolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok

Dmitriy Mendeleyev ~ Ernest Rutherford