Sant Kouloum

Eus Wikipedia

Sant Kouloum a zo anv ar sant e greder eo hini patron parrez Plougouloum (Bro-Leon - Penn ar Bed). Diaes eo bezañ asur pa weler ez eus bet marteze tri c'hant sant iwerzhonad dezho anv sant Kolman pe sant Koloman (saint Colomban pe saint Coulomb e galleg, sell ouzh parrez Sant-Kouloum (Bro-Sant-Maloù - Il-ha-Gwilen). Orin e anv a zo anv keltiek ar goulm.

Buhez sant Kouloum, avieler Europa[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War-dro ar bloavezh 540 e c'hellfe bezañ ganet sant Kouloum hag e 590 e loc'has eus Iwerzhon gant un vandennad tud, sant Gall, ur manac'h kembread, en o zouez. Hervez ar vojenn en dije sant Kouloum diazezet manatioù e Breizh kent mont da Reter Galia. Diazezet en dije abati Luxeuil (Haute-Saône).
Pa oa Teodorig II a Vurgundia hag e vamm Brunehaut fuloret outañ e oe rediet da vont d'an Naoned ha lestrañ war-du e vro c'hinidik. Saveteet war-lerc'hpeñse ar vag e tivizas mont pelloc'h er Reter betek Bregenz (Aostria) war riblenn lenn Konstanz. Eno, er bloaz 611, e savas un abati, met ur vroc'hadenn a savas gant sant Gall a yeas pell dioutañ hag a ziazezas abati Sankt-Gallen e Bro-Suis. E 612 pe 613 e skoas trema ar Su hag e treuzas an Alpoù betek Bobbio (proviñs Piacenza - Emilia-Romagna) e lec'h ma savas un abati all. Eno e varvas e 615.

Levezon sant Kouloum[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er Vvet hag er VIvet kantved ez eas meur a vanac'h iwerzhonat da veajiñ e Europa ha reiñ un nerzh nevez d'ar relijion kristen. Ouzhpenn sant Kouloum, ar visionerien vrudetañ a zo bet sant Fiakr, sant Gall, sant Malou.
Ul levezon brasoc'h eo aet da sant Kouloum p'en deus savet daou levr e latin : ur reoliadur menerc'h hag ar pinijennaoueg a zo bet an dornlevr kentañ evit ar c'hofez hiniennel a zo bet unan eus an traou nevez degaset gant ar venerc'h iwerzhonat er-mare-se (a-raok e veze kofesaet an dud ez foran). Lesanvet eo bet sant Kouloum, avieler Europa.

Gouel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

21 a viz Du; Kavet e vez deiziadoù all.

Parrezioù Breizh m'eo enoret Sant Kouloum enno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bear (Bro-Dreger - Aodoù-an-Arvor), Minieg-Morvan, Treveneg (Bro-Oueloù - Aodoù-an-Arvor)

Sent ar memes anv dezho[kemmañ | kemmañ ar vammenn]