Priñs Albert

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Prince Albert Piercing.jpg

Un doare toullgorferezh eo ar Priñs Albert ma vez toullet ul lodenn eus ardivink-genel ar baotred.

Toullet e vez dindan ar vezenn dre ar frenom eus an diabarzh o lakaet e vez an nadoe da dremen dre kan an troazh.

Ma'z eo bet trodroc'het pod ar vezenn e c'hell ar c'halc'h bezañ toullet er c'hreiz, a-hendall e rank bezañ toullet a-gostez evit ma c'hell ar bravig chom plat dindan ar pod-mezenn mar bez ezhomm.

Pareañ a ra buan a-walc'h e-keñver meur a doullgorfadurioù all, dindan 2-4 sizhunvezh dre vras, daoust ha ma c'hell gwadiñ gwezh ha gwezhall ar devezhioù kentañ.

A devezh kenañ e kaver gwad en troazh peurliesañ ha dont a ra an troazh er-maez eus an toull er c'han troazh alies a-walc'h, ha neuze e c'hell rankout mont en e goazez evit troazhañ un den bet toullet e galc'h evel-hen.

N'ouzer ket pere eo orinoù resis an doare toullgorfadurezh-mañ daoust ha ma kreder stank e oa bet gwisket gant Priñs Albert, gwaz a rouanez Victoria eus ar Rouantelezh-Unanet, a hañvel bezañ ur vojenn nevez-krouet d'ar mare ma oa deuet da vezañ brudet an amzer a-vremañ a-drugarz d'an toullgorfadour Jim Ward e deroù ar bloavezhioù 1970.

Er penn-kentañ e veze graet gant paotred heñvelrevel, met tamm-ha-tamm eo deuet da vezañ unan eus an doareoù toullkorfadur kaset da-benn an aliesañ e ardivink genel ar baotred dre vras, sur-mat abalaour d'ar fed m'eo aes a-walc'h d'ober ha dre ma paree buan ivez.

Pennadoù kar a dost[kemmañ]

Pennadoù kar a bell[kemmañ]

Liammoù diavaez:[kemmañ]