Toullañ stagell ar weuz

Eus Wikipedia

Toullañ stagell ar weuz zo unan eus an doareoù nevez-ijinet war-dro 1990 da doullañ diabarzh ar c'horf.

Labour[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Toullet e vez stagell ar weuz evit gallout staliañ ur bravig ennañ, ur walenn peurliesañ, met lod a gav gwell lakaat barrennoùigoù metal. Bez' e c'heller toullañ ha minellañ stagell ar weuz en-traoñ pe ar weuz e-krec'h.

Aes a-walc'h eo an doare toullgorfadur-mañ d'ober d'an dud a vicher a-hervez. E-kerzh ar maread-pareañ avat e ranker diwall da gontammiñ al lodenn dener gant pezh a lakaer er genoù (evajoù, boued, butun...).

Evit-doare e pare buan a-walc'h an toullkorfadurioù-mañ, ha n'eus ken nemet gortoz etre c'hwec'h hag eizh sizhun peurvuiañ.