Toullañ beg ar vronn

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Minellañ beg ar vronn
Paotr minellet begoù e vronnoù
Plac'h minellet he divvronn
Plac'h kabil, hervez ur gartenn-bost eus 1906. Diwar ar skeudenn-se, ha n'ouzer ket penaos e oa bet kemeret, met da biv e veze gwerzhet ar gartenn a ouzer a-walc'h, e lavar lod e oa ur c'hiz kabil minellañ bruchedoù ar merc'hed. Dispakañ he bruched dirak ul luc'hskeudenner koulskoude ne veze graet nemet e lec'hioù zo.
Medalenn mod nevez da houarnañ beg ar vronn: beg bronn medalennet ha minellet

Paotred ha merc'hed zo a blij dezho minellañ begoù o bronnoù, a gleiz da zehou peurvuiañ, a draoñ da grec'h a-wechoù. Deuet eo ar c'hiz eus California, digant un den anvet Jim Ward, perc'henn ur stal anvet Gauntlet e West Hollywood a doulle kroc'hen neb a baee er bloavezhioù 1970. Pa voe toullet hini tud brudet an amzer, evel Lenny Kravitz.[1] e voe roet brud vat d'e oberenn.

Lakaet e vez gwalennoù pe barrennoù d'ar bronnoù evit o c'haeraat a-hervez. Lod a ra abalamour da blijadur ar flouradennoù war groc'henn al lodenn gizidik-se eus o c'horf pa vezont o c'hoari-daou.

Toullet e vez dindan beg ar vronn, a-led peurliesañ pe a-serzh a-wechoù pe a-led hag a-serzh war un dro, d'ober ur groaz gant div varennig. Gallout a reer ivez lakaat meur a vravig an eil war-benn egile. Un 3 pe 6 miz a ranker gortoz avat a-rbenn peurbareañ ur c'hroc'hen a zo bet toullet, ha naetaat aketus gant dour holenet, met tud zo o devez ezhomm ur bloaz da vihanañ. Ret eo gortoz ar peurbare a-raok lakaat ur bravig nevez war-benn unan all.

Istor[kemmañ]

Anaout a reer pobloù, en istor, ma veze kustum a-walc'h an dud da doullañ begoù o bronnoù. Kement-se a veze graet, a-hervez, gant gwazed ar bobl Karankawa e Texas, hag ivez, war a lavar tud zo, gant merc'hed Kabylia, en Aljeria. Met prouennoù da vat n'eus ket.

En Europa e vije deuet ar c'hiz d'ober kemend-all war-dro ar XIVvet kantved a-hervez. Ar rouanez c'hall Isabeau Bavaria, dimezet d'ar roue foll Charlez VI, he dije toullet beg ur vronn abalamour da se. Darn a lavar e voe an hini gentañ. Prouennoù avat a ra diouer.

E Bro-Saoz, en amzer ar rouanez Victoria, war-dro 1890, e veze lakaet un Anneux De Sein gant tud zo. Se a oa gwalennoù diamantoù pe chadennoù aour a veze staget ouzh begoù an divvronn. Kement-se a veze graet e-touez tud pinvidik zo.

Stummoù[kemmañ]

Meur a stumm zo d'ar gwalennoù bronnoù


Gwalennoù pe traoù arall a bep seurt a vez lakaet gant tud zo ouzh begoù o bronnoù. Darn a laka chadennoù, pouezioù outo. Darn all a laka steredennoù houarn, plastik, pe mein prizius. Evel ma reer gant an doullgorferezh dre vras, peurliesañ ec'h implijer metaloù evel an dir surijianek pe an titan a vir ouzh an allergiezhioù kentoc'h evit an arc'hant pe c'hozh an aour, a c'hell bezañ implijet ivez seul wezh ma vez glan-kenañ.

Disteurel bravigoù[kemmañ]

Kig a-walc'h zo e beg ar vronn evit gellout toullañ dizroug a-dreñv trawalc'h a groc'hen evit mirout ouzh an efed-distaol. Koulskoude, ma vez re danav ar bravig, pe ma ne vez ket graet don a-walc'h an toullañ e c'hall c'hoarvezout un efed-distaol. Allergiezh ouzh ar metal a zo kaoz d'an efed-se ivez. Kontammiñ a c'hall ivez ma vez bountet pe sachet re war ar bravig a zo bet staliet.

Penaos reiñ bronn goude toullañ[kemmañ]

Ur goulenn a sav e-touez ar merc'hed a garje toullañ beg o bronn da lakaat ur bravig outañ : penaos ober evit reiñ bronn goude?
War a seblant ne ra droug ebet d'ar sevel laezh d'ar vamm. Koulskoude e vez aliet ar merc'hed da lakaat ober an toullañ gant tud a vicher, evit diwall ouzh kontammadur. Pa vez toullet meur a wech ne vez ket graet vad da veg ar vronn, ha seul diaesoc'h e vo d'ar bugel denañ. Aliet eo ar merc'hed ivezda c'hortoz ken na vo peurbare ar gleizenn a-raok reiñ bronn.


Stadunaniz anavet ha toullet[kemmañ]

  • Ar ganerez Janet Jackson he doa dispaket he bronn dehoù e-pad ur c'hoariadeg mell-droad amerikan istorel ha diskouezet ur vedalenn vronn; anvet eo bet an darvoud an Nipplegate.[2]
  • Ar ganerez Pink he doa lakaet toullañ beg he bronn goude un abadenn-ganañ dirak he mamm. Filmet e voe an doulladenn, hag embannet en he DVD Live in Europe .[3]
  • Christina Aguilera he deus glac'haret he heulierien, ha kenvreudeur toullet, p'he deus lakaet tennañ hec'h holl bravigoù diwar he zoulloù, betek an hini war beg he bronn dehoù, ha n'he deus miret nemet an hini war he bronn gleiz, pa oa bet tapet brud ganti gant he c'hroc'hen toullet-didoullet.[4]

Lennadurezh[kemmañ]

  • Armstrong ML, Caliendo C, Roberts AE.(2006): Pregnancy, lactation and nipple piercings. AWHONN Lifelines;10(3):212-7.


Liammoù diavaez[kemmañ]

Skeudennoù[kemmañ]

Notennoù[kemmañ]