Toullañ ar c'hilpenn

Eus Wikipedia

Un doare toullgorferezh eo, ma vez staliet un bravig, peurliesañ ur varrennig, e kroc'hen ar c'hilpenn.

Un toullgorfadur war-c'horre an hini eo hag alies e vez distaolet gant ar c'horf, dreist-holl abalamour ma fiñv dibaouez al lodenn eus ar c'horf m'ennañ staliet ar bravig enni ha frotañ a ra alies ivez ouzh an dilhad.

Un doare toullkorferezh a-vremañ an hini eo, dres evel an darn vrasañ eus an toullkorfadurioù war-c'horre all.

Kontañ a reer alies e c'hell bezañ gloazet an nervennoù pe al livenn-gein abalamour d'an toullgorfadur-mañ met n'hall ket bezañ dre ma'z eus anezhañ un toulaldur war-c'horre hepmuiken ha n'a ket don a-walc'h evit o zizhout e doare ebet ma vez graet mat.