Toullañ an abrant

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Augenbrauenpiercing.jpg
Piercing micro banane.jpg

Toullañ an abrant zo un doare toullgorferezh. Toullet e vez an abrant evit gallout plantañ ur bravig ennañ, a c'hell bezañ ur varrennig pe ur walennig.

Ar bep aliesañ e vez toullet an abrant a-serzh, peurliesañ a-us da gorn diavaez al lagad, met toullet e c'hell bezañ an abrant n'eus forzh pelec'h en e hed. Ret e vez toullañ a-veskell kentoc'h evit a-blaen eus an nec'h d'an traoñ evit ma van ar bravig peg ouzh an abrant.

Etre 6 ha 8 sizhunvezh e pad ar maread-pareañ, ha peurliesañ ne sav kudenn yec'hed ebet diwar an doare toullkorfadur-mañ.

Un doare toullgorferezh a-vremañ an hini eo, dres evel an darn vrasañ eus an doareoù toullgorfañ war-c'horre all.

Pennadoù kar:[kemmañ]

Liammoù diavaez:[kemmañ]