Isabella (toullgorferezh)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Isabella a vez graet eus un doare toullgorfañ nevez-ijinet graet da ardvink-genel ar maouezed. Toullet e vez don-kenañ en ellig un tammig uheloc'h evit digoradur kan an troazh, e tremen a-hed diabarzh an ellig o tont er-maez dre un toull graet e krec'h da c'holoenn an ellig dres evel evit un toulladur doare "Kristina". Implijet e vez ur varennig da vravig en degouezh-mañ.

Ral-kenañ ha dañjerus-tre eo an doare toullgorfañ-mañ, rak gloazañ meur a nervenn a c'heller ober, ha kollet e vez kalz a wad ivez war un dro. Abalamour da se e vez nac'het ober gant an darn vrasañ eus an doullgorferien a-vicher, hag ijinet ez eus bet un toullgorfadur all anvet "nefertiti" da ober en e lec'h.

Etre 2 ha 3 miz e vezer o pareañ war-lerc'h.


Liammoù diavaez[kemmañ]