Toullañ ar meilh-dorn

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Wrist.JPG

Un doare toullgorferezh eo toullañ ar meilh-dorn. Toullet e vez kroc'hen ar meilh-dorn evit gallout staliañ ur bravig e-ennañ, ur varrennig en degouezh-mañ.

Un toullgorfadur war-c'horre an hini eo hag alies e vez distaolet gant ar c'horf dre m'emañ ar meilh-dorn o fiñval dibaouez hag ivez dre ma stok ar bravig alies-tre ouzh an dilhad hag ouzh traoù all.

Un doare toullkorferezh a-vremañ an hini eo, dres evel an darn vrasañ eus an toullkorfadurioù war-c'horre all.

Liammoù diavaez[kemmañ]