Toullañ etre an daoulagad

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Erl-piercing.jpg

Toullañ etre an daoulagad zo un doare toullgorferezh. Toullet e vez ar c'hroc'hen e rann uhelañ ar fri etre an daoulagad evit gallout plantañ ur bravig ennañ, en degouezh-mañ ur varrennig peurliesañ daoust ha ma c'heller gwaskañ ur walennig ivez.

Un doare toullgorferezh war-c'horre eo hemañ hag alies a-walc'h e vez distaolet ar bravig gant ar c'horf tamm-ha-tamm. Ma tenner kuit ar bravig e vano ur gleizenn war-lerc'h peurliesañ ivez.

Lod a lavar ivez e c'hall lakaat an daoulagad da luchañ, lod all a lavar n'eus dañjer ebet.

Liammoù diavaez:[kemmañ]