Monroe (toullgorferezh)

Eus Wikipedia

Toullañ ar weuz uhelañ en un doare digreizennet a zo un doare toullgorferezh. Toullet e vez a du da du c'hroc'hen ar weuz uhelañ diouzh un tu evit gallout staliañ ur bravig ennañ, peurliesañ ur varennig ispisial anvet "labret stud" en degouezh-mañ, daoust ha ma c'heller implijout bravigoù all..

Alies e vez graet "ur monroe" pe "ur madonna" eus an doare toullkorferezh-mañ oc'h ober dave da Marilyn Monroe, Madonna.

Ar bep aliesañ n'eo ket hemañ un doare toullkorferezh poanius da gas da benn abalamour ma n'int ket stank an nervennoù el lodenn-mañ eus ar weuz, en ur c'houzout e c'hell koeñviñ an diweuz da heul an toulladur. Berr a-walc'h eo ar maread pareañ ivez, tro-dro da 8-12 sizhun peurliesañ, met alies e paree kalz buanoc'h evit toullkorfadurioù e lec'hioù all, etre 3 ha 6 sizhun nemtken. E-kerzh ar maread-pareañ avat e ranker diwall da gontammiñ al lodenn dener gant pezh a lakaer er genoù (evajoù, boued, butun...).

Ar riskl brasañ a denn d'ar fed ma c'hell penn a-dreñv ar bravig stekiñ gwezh ha gwezhall ouzh an dent hag ouzh askorn ar c'hig-dent, hag ur wezh pareet da vat e c'heller lakaat bravigoù dezhe barrennoù teflon evit klask mont e-bioù d'ar riskl-se.

Un doare toullgorferezh a-vremañ eo hemañ.

Pennadoù kar:[kemmañ | kemmañ ar vammenn]