Mont d’an endalc’had

Pêr Bourdellez

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Per Bourdellez)
Pêr Bourdellez
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv-bihanPierre Kemmañ
Anv-familhBourdellès Kemmañ
Deiziad ganedigezh17 Du 1907 Kemmañ
Lec'h ganedigezhLannuon Kemmañ
Deiziad ar marv24 Gou 1989 Kemmañ
Lec'h ar marvGwareg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetbrezhoneg, italianeg, saozneg Kemmañ
Micherkelenner Kemmañ
Ezel eusBleun-Brug Kemmañ

Pêr Bourdellez, Pierre Joseph Marie Bourdelles er marilhoù, ganet d'ar 17 a viz Du 1907 e Belleger (Servel), ha marvet e Gwareg d'ar 24 a viz Gouhere 1989, a oa beleg, kelenner italianeg, skrivagner hag emsaver. Kenlabouret en doe gant ar Bleuñ-Brug.

Studiet en deus e Skolaj Sant-Jozef Lannuon araok mont da gloerdi bras Sant-Brieg ken e voe beleget e 1932. E 1930 e voe loreet gant Krevredigez Broadel Breiz evit ar varzhoneg, Glac'har Breiz. Kelenner eo bet war an italianeg e Skolaj Sant-Jozef Lannuon ha war ar brezhoneg e Stroll-skol Itron-Varia Gampostal, e Rostrenenn. E fin e vuhez e voe aluzener e kouent an Aogustinezed e Gwareg.
Gant Edouard Ollivro, eus Louaneg, hag eñ kelenner istor er skolioù-stad a-raok bezañ politiker ha maer Gwengamp, en doe krouet ar GEES, bodadoù-studi an ekonomiezh er skolioù.
Skrivet en deus pennadoù diwar-benn an istor hag an ekonomiezh e brezhoneg, ha troet skridoù italianek evid meur a gelaouenn vrezhonek.

Engouestladurioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur stourmer evit Breizh hag ar brezhoneg e voe Pêr Bourdellez a skrivas pennadoù brezhoneg evit kelaouennoù ar Mouvement pour l'organisation de la Bretagne hep emezelañ outañ. Chom feal a reas d'ar Bleuñ-brug, met e ansavas mennozhioù kristen sokial.
Ur strolladig ar veleien dregoriat o doe miret ur spered broadelour>ref>Maodez Glandour, Marsel Klerg, Josef Lec'hvien o doe skrivet kalz e brezhoneg ivez.</ref> hag e tisklerient o skoazell d'ar brizonidi paket evit bezañ izili ar FLB kentañ[1] e 1969[2].

Embannadennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Oberennoù personel
  • Glac'har Breiz. E-barzh Kannadig Krevredigez Broadel Breiz, nn 68, 1931.
  • Pasion an Aotrou Krist, adaozet diwar Burzud bras Jezuz ha Divizou ar Pasion, Gwengamp, Moulerez Arvor, 1939, 36. p.
  • Arz Breiz e servij Doue. E-barzh Feiz ha Breiz, nn 5-6, 1940.
  • Istor berr al lennegezh kembraek. E-barzh Gwalarn, nn 156, 1943.
  • Lennegezh Bro-Gerne Veur. E-barzh Gwalarn, nn 156-157, 1943.
  • Ar Chouanted diwezhañ. E-barzh Al Liamm, nn 8, 1948.
  • Laenneg, piv eo hennezh ?. E-barzh Al Liamm, nn 203, 1980.
  • Lennegezh Bro-Gerne Veur. E-barzh Gwalarn, nn 156-157, 1943.* Lennegezh Bro-Gerne Veur. E-barzh Gwalarn, nn 156-157, 1943.
  • A-zivout devosion Breizh d'ar Werc'hez. E-barzh Kaieroù kristen, nn 63, 1949.
  • Arnodennoù er Skol-Veur. E-barzh Barr-Heol, nn 46, 1957.
  • Petra 'soñj ar Pab diwar-benn Kemper ? E-barzh L'Avenir de la Bretagne, nn 1, 1957
  • Son komis Rospez. E-barzh L'Avenir de la Bretagne, nn 4, 1964.
  • Son ar plac'h yaouank aet da vartolod. E-barzh Kannadig MOB, nn 6, 1966.
  • Al labouradegoù e Breizh. Penaos eo bet urzhiet al labour-eost. E-barzh Bleuñ-Brug, nn 40, 1971.
  • Mao war ar maez. E-barzh Imbourc'h, nn 232, 1971.

+ Laenneg, medisinour brudet ha brezhonegour. E-barzh Imbourc'h, nn 409, 1978.

  • Foar an arigrap war Afrika. E-barzh Barr-Heol, nn 46, 1978.
Adaozadurioù e brezhoneg
  • Bishop Hatto, adaozet diouzh Robert Southey. E-barzh Sav, nn 15, 1940-41.
  • Ar Pevar Mab Emon lesanvet Ar Pevar Marc'h Limon, renket pe adaozet e brezhoneg a-vremañ hag e peurunvan, skeudennet gant Erwan Kervella. E-barzh Skol, nn 36-37-38, 1967.
Troidigezhioù

-diwar an italianeg

-diwar ar saozneg:

  • Kêr al loened (lodenn gentañ), troet diwar Animals Farm gant George Orwell. E-barzh Al Liamm, niv. 152, Mae-Mezheven 1972.
  • Ar c'hleier (The Bells), ur varzhoneg gant Edgar Allan Poe, en dastumad Edgar Poe troet gant Per Denez, Hor Yezh,

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Lukian Raoul, Geriadur ar skrivagnerien hag ar yezhourien vrezhonek, Al Liamm, 1991. Pennad : Pierre Bourdelles.
  • Lionel Henry, Dictionnaire biographique du mouvement breton, Yoran Embanner, 2013. Pennad : Bourdelles Pierre
  • Georges Cadiou, Emsav : dictionnaire critique, historique et biographique, Coop Breizh, 2013. Pennad : Bourdelles Pierre

Notennoù ha daveeennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Pemp person pe kure, Antoine Le Cam, Antoine Le Cam, Job Lec'hvien hag ar vreudeur Le Barz a voe harzet ha barnet evit bezañ koachet danvezioù tarzh.
  2. 127 beleg a sinas ul lizher skoazell hag avikel vras eskopti Sant-Brieg a savas e vouezh. Lionel Henry hag Annick Lagadec, FLB-ARB, l'histoire 1966-2005, 2006.