Servel

Eus Wikipedia

Servel (distaget: [ˈzerwɛl] er vro) a zo ur gumun gozh a Vreizh. Ul lodenn eus Lannuon (Bro-Dreger - Aodoù-an-Arvor) eo bremañ. Belleger a zo ur c'harter anezhi.

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • War lez hanternoz al Leger emañ Servel, etre Trebeurden, Pleuveur-Bodoù, Sant-Ke-Perroz, Lannuon.

Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

B. Tanguy : Selvel, 1330; eccl. de Selguel, c. 1330; Selvel, fin XIVvet; 1461; Selguel, Selvel, 1466; Servel, 1543; brezhoneg : Serwel[1] E. Vallerie : Selvel, 1330; Selvel, 1516; Cerne, 1630; Serve, 1731; Servet, 1779[2]

Dezougen[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Un aerborzh zo, hag aerborzh Lannuon, pe Aerborzh Lannuon-Aod ar Vein Ruz, a vez graet anezhañ. Gwechall e veze lavaret Tachenn-nij Lannuon-Servel pa ne oa ket c'hoazh un aerborzh, ha pa ne oa ket c'hoazh stag Servel ouzh Lannuon.
  • Divizet e voe, d'an 13 a viz C'hwevrer 2018, paouez gant al linenn Lannuon / Pariz.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Henamzer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Kavet e vije bet tiez koshañ Breizh eno[3] hag a savje da -4800 vloaz a-raok JK, en neolitik koshañ.

Krennamzer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

XVIIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 1631-1632: ar vosenn a reas he reuz e Servel.

Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • E 1790 e voe krouet kumun Servel.

XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Mervel a reas 74 gwaz abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, da lavaret eo 3,84 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[4].

Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Implijet e voe nijva Servel gant al Luftwaffe (aerlu alaman)[5], bombezennet e veze alies gant ar Re Unanet; eno e voe fuzuilhet 22 zen ag ar Rezistañs gant an Alamaned e mizioù Even ha Gouhere 1944.
  • Mervel a reas unnek den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[6].
  • Drouklazhet e voe 41 rezistant hag ugent den nann-soudard etre Mae hag Eost 1944 e-tal an nijva gant ar Wehrmacht[7].

Lannuon[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • E 1961 e voe staget kumun Servel ouzh kumun Lannuon.

Monumantoù ha traou heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Iliz katolik Sant Pêr, 1884-1886.

Emdroadur ar boblañs abaoe 1793[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


[9]

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Le Barzic a oa maer e 1837 ha Le Bricquir e 1860[10].

Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ardamezeg ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

de Barac'h,

Aotrounez Kerzon

En argant e varc'h distern ha skoelf en sabel (siell 1306).

Neuz all : en gul e deir sourin en aour.

Calloët,

Aotrounez Kerbrat

En aour e dreustell en glazur leinet gant ur voualc'henn ivez en glazur

Sturienn ː Advise toi.

[11]

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (fr)Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes d'Armor. Origine et signification. ArMen - Le Chasse-Marée. 1992
  2. (br)Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez.. An Here. 1995
  3. (fr)lec'hienn ar gazetenn Le Trégor, (fr)Ouest-France 2014-05-23
  4. (fr)Monumant ar re varv - Memorial Genweb
  5. (fr)ABSA
  6. (fr)Monumant ar re varv - Memorial Genweb
  7. (fr)Memorial Genweb
  8. (fr)Memorial Genweb
  9. (fr)Cassini EHESS
  10. (fr)Société d'Emulation des Côtes -du-Nord, Annuaire des Côtes-du-Nord (1805-1880), pajennoù 91 ha 310
  11. (fr)Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014