Kensonenn staon a-gostez dre stlakat

Eus Wikipedia

Ar gensonenn staon a-gostez dre stlakat a zo ur fonenn ral a-walc'h gensonennel implijet evel fonem gant un nebeud yezhoù komzet en Aostralia, evel da skouer an iwaidjaeg, hag an ilgareg ma vez talvez da fonem enebiet ouzh ar gensonenn kevig a-gostez dre stlakat hag ouzh ar gensonenn tro-gil a-gostez dre stlakat. Bez' e c'heller dielfennañ ar fonenn-mañ er yezhoù-mañ avat evel un heuliad donoc'h /ɺj/ kentoc'h evit ur fonem war-eeun.

N'eus hervez reolennoù al lizherenneg fonetikel etreboadel arouezenn ebet evit treuzskrivañ ar gensonenn-mañ ha rankout a reer ober gant arouezennoù ad hoc mar bez ezhomm, d.s. ʎ̯


Gwelit ivez:[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  Kensonennoù Gwelit ivez: Lizherenneg fonetik etrebroadel, Vogalenn  
Skeventel Diweuz Gweuz-dent Dent Logigoù Drek-logigoù Kilbleg Rak-staon Staon Gouel Hugenn Gargadenn Ankoue Tarzh Nann-skeventel hag arouezennoù all
Dre fri m ɱ n ɳ ɲ ŋ ɴ Klikoù  ʘ ǀ ǃ ǂ ǁ
Dre serriñ p b t d ʈ ɖ c ɟ k ɡ q ɢ ʡ ʔ Entarzh.  ɓ ɗ ʄ ɠ ʛ
Dre daravat  ɸ β f v θ ð s z ʃ ʒ ʂ ʐ ɕ ʑ ç ʝ x ɣ χ ʁ ħ ʕ ʜ ʢ h ɦ Dre strakal 
Dre dostaat  β̞ ʋ ð̞ ɹ ɻ j ɰ A-gostez all  ɺ ɫ
Dre froumal ʙ r ʀ Kendistaget dre dostaat ʍ w ɥ
Dre stlakat ⱱ̟ ɾ ɽ Kendistaget dre daravat ɧ
A-gostez dre daravat ɬ ɮ Dre fic'hal  ʦ ʣ ʧ ʤ
A-gostez dre dostaat l ɭ ʎ ʟ Kendistaget dre serr.  k͡p ɡ͡b ŋ͡m
An arouezennoù a-zehoù e pep par mar bez a ra dave d'ur gensonenn mouezhiet. E gris emañ ar sonioù ma kreder dibosubl o c'havout.

[[Rummad:Kensonennoù a-gostez