Kaozeadenn Implijer:Llydawr/Diell 2017-2021

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Demat deoc'h, Ne gomprenan ket mat : perak lemel ar meneg "Studiet" gant TermOfis Ofis Publik ar Brezhoneg pa gaver :
LOENONIEZH
bourlagad kirie | m. | bourlagaded kirie | œdicnème criard | Burhinus oedicnemus (studiet)
e lec'hienn OPaB hec'h-unan. Lârit din hag-eñ e vije un dra bennaket a-dreuz, mar plij ? A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 3 Gen 2017 da 16:47 (UTC)[respont]

Kavout a reer "bourlagad kirie" e-barzh "TermOfis", evel ma kaver meur a anv all, bet kavet da gentañ e-barzh labourioù Pêrig Herbert, embannet e-barzh Hor Yezh. Diouzh a ouzon eo bet degemeret anvadurioù P. Herbert gant Ofis ar Brezhoneg, evel m'int bet degemeret ivez e geriadurioù (An Here, Ménard). Gant P. Herbert eo bet graet al labour avat. A galon, --Llydawr (kaozeal) 3 Gen 2017 da 16:58 (UTC)[respont]
Trugarez. Dre n'emañ ket ganin an niverennoù eus Hor Yezh a oa bet embannet labourioù P. Herbert enne, n'on ket evit divinout kement-se, siwazh din. Kompren a ran ho tisplegadennoù petra bennak ma kavan gwall iskis e vefe skrivet "studiet" gant OPaB ma ne voe ket kaset al labour-se da benn gant tud TermOfis ! An darn vrasañ eus ar pennadoù gouestlet d'an evned a oa bet boulc'het gant an implijer Gouerouz ma ne fazian ket : domaj eo n'en dije ket soñjet ouzhpennañ an daveennoù a ra diouer dimp bremañ... Rak, gant-se, kalz luzietoc'h eo al labour freskaat. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 3 Gen 2017 da 17:20 (UTC)[respont]

Defaultsort[kemmañ ar vammenn]

Demat deoc'h, just ur goulenn evit gouzout da betra servij "DEFAULTSORT"? A galon Dishual (kaozeal) 7 Gen 2017 da 11:34

Bloavezh ganedigezh Erwan Hupel[kemmañ ar vammenn]

Demat dit,

E peseurt bloavezh eo bet ganet eñ ? 1970 hervez ar BNF (http://catalogue.bnf.fr/ark:/12148/cb144183816). Hag un dave all az pefe ? Dre m'eo bet kemmet ar bajenn ganit, e kavan gwelloc'h goulenn. A galon,--Gwendal (kaozeal) 9 Gen 2017 da 21:29 (UTC)[respont]

Salud deoc'h, Bet boulc'het ganin ur pennad diwar-benn ar mojennour breizhat Guillaume Ricou‎. E-barzh Geriadur ar skrivagnerien ha yezhourien gant Lukian Raoul e kaver an anv "Gwilherm Rikoù". Pemp pennad all :

N'ouzon netra diwar-benn orin an anv-se. Ha ne'm eus tamm soñj war an doare d'e skrivañ... A galon, --Llydawr (kaozeal) 16 Gen 2017 da 20:43 (UTC)[respont]
Demat, Ne oa ket turgnet-mat ma goulenn. Sed amañ da-heul pezh am boa c'hoant da c'houzout :

Demat, Deuet oc'h da ouzhpennañ ar ger-mell strizh "an" dirak "American Broadcasting Company (ABC)". Ne gavan abeg ebet e se dre n'emaon ket em bleud gant an anvioù estren pa vez anv da lakaat ur ger-mell pe get dirake. Ha goût a rit hag-eñ e vefe eus ur reolenn bennak skrivet en tu bennak diwar-benn ar c'hraf-mañ ? A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 24 Gen 2017 da 11:53 (UTC)[respont]

Demat deoc'h ! N'ouzon ket hiroc'h. Evel-se e lavarfen, evel ma lavaran ivez "ar BBC". Savet eo an anvioù-se diwar anvioù boutin, ha n'eo ket anvioù divoutin, ha n'eus renadenn-anv ebet enno. Neuze ne welan diaester ebet evit lakaat ur ger-mell dirazo. Gwelet a ran e lavarer "y BBC" e kembraeg ivez. A galon, --Llydawr (kaozeal) 24 Gen 2017 da 16:37 (UTC)[respont]
Trugarez vras, Din da ziwall bremañ... A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 24 Gen 2017 da 16:50 (UTC)[respont]
Ar BBC, BBC Kembre. Ar gompagnunezh Total, an SNCF, ar Post, an INRA, an ARB, an "American Broadcasting Company, ar/the Royal Bank of Canada ... Me 'gred e vez degouezhioù ma ne vez ket implijet ar ger-mell e saozneg : British Steel, British Rail ... d'am meno e c'haller tremen hep ger-mell ivez neuze e brezhoneg. Bianchi-Bihan (kaozeal) 24 Gen 2017 da 18:24 (UTC)[respont]

Help with translations[kemmañ ar vammenn]

I need to know how to say the following numbers in Breton:

fiftieth to write Tangled fifty-first to write Winnie the Pooh fifty-second to write Wreck-It Ralph fifty-third to write Frozen fifty-fourth to write Big Hero 6 fifty-fifth to write Zootopia fifty-sixth to write Moana

Thank you. 104.58.147.208 25 Gen 2017 da 11:50 (UTC)[respont]

Translation[kemmañ ar vammenn]

Can you translate Automatic refresh (Actualisation automatique) to Breton? -XQV- (kaozeal) 15 C'hwe 2017 da 20:45 (UTC)[respont]

Bennozh deoc'h![kemmañ ar vammenn]

Mil bennozh deoc'h evit ar reizhañ ha kempenn war ar pennadoù bet savet ganin-me. Labour a ra a-dra sur. A galon --Dishual (kaozeal) 23 C'hwe 2017 da 17:17 (UTC)[respont]

Skrivet ho peus war ar bajenn Raokverb e oa testeniekaet ar ger rakverb

  • e 1992 e Lavar 09 p. 203: ne welan netra war ar bajenn a venegit, war ar bajenn 63 ne lavaran ket,
  • e 2007 war Wikipedia: ma n'eo nemet war ar bajenn-mañ e vefe mat chom hep menegiñ netra, rak ne oa nemet ur vartezeadenn.

Ha reizhet ho peus bloavezh yezhadur Gregor Rostren, met embannet eo bet e 1738. E c'heriadur eo a zo bet embannet e 1732. Ne 'm eus ket sellet e-barzh ar geriadur, rak n'emañ ket ganin. M'emañ an daou stumm rhak-verv ha rhak-verb e-barzh e vefe mat skrivañ anv ar geriadur, anv ar pennger ha niverenn ar bajenn. Baleer (kaozeal) 17 Meu 2017 da 22:46 (UTC) G. S. : "niver" reizhet e "niverenn", trugarez da vBianchi-Bihan. Baleer (kaozeal) 18 Meu 2017 da 22:19 (UTC)[respont]

Lakaet em eus "Rostren, G.". Goût a-walc'h a ran lâ n'eo ket e anv gwirion ha n'anavezer ket. Er Grennamzer e c'halle bezañ cheñch-dicheñch an anvioù, ha bezañ savet diwar un anv lec'h pe ul lesanv, a gav din. En hevelep doare eo bet graet evit levrlennadurezh ar raktres ARBRES eus ar CNRS. Baleer (kaozeal) 18 Meu 2017 da 01:16 (UTC)[respont]
Niverenn pe niver, uheloc'h? Bianchi-Bihan (kaozeal) 18 Meu 2017 da 08:34 (UTC)[respont]
Ra vo graet evel a zo dleet. War un nemedenn e oan kouezhet, evit doare. Re vuan e vez labouret gant an dud a-vicher ivez a-wezhioù. Baleer (kaozeal) 18 Meu 2017 da 22:19 (UTC)[respont]

Porched Istor Pennadoù choazet[kemmañ ar vammenn]

Demat, Klask a ran freskaat bep miz ar skeudenn hag ar bajenn lakaet war-raok er porched Istor. Ar miz 'mañ n'on ket deuet a-benn. Dont a rafec'h c'hwi? A galon --Dishual (kaozeal) 1 Ebr 2017 da 08:39 (UTC)[respont]

You are invited![kemmañ ar vammenn]

You are invited...

The Celtic Knot: Wikipedia Language Conference - Programme now live.

  • Hosts: The University of Edinburgh and w:Wikimedia UK
  • Supporting: Celtic & Indigenous Languages.
  • Objective: The main objective for Celtic Knot 2017 is the coming together of practitioners in the same room at same time; strengthening the bonds of those working to support language communities into a 'knot' and leading into action. Attendees can expect to learn about and discuss innovative approaches to open education, open knowledge and open data that support and grow language communities.
  • Date: 6 July 2017 - Booking is now open.

Stinglehammer (kaozeal) 17 Mae 2017 da 00:02 (UTC)[respont]

Mae (krennlavarioù er pennad)[kemmañ ar vammenn]

Demat deoc'h, Ha gallout a rafen displegañ ma savboent deoc'h diwar-benn ar c'hraf-mañ ? A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 19 Mae 2017 da 07:02 (UTC)[respont]

Cat Stevens[kemmañ ar vammenn]

Salud ! A-raok ma vefe bet savet ar ger "amdreiñ" gant tud Preder, e veze graet gant "treiñ (distreiñ) ouzh" evit "convertir". E-leizh a skouerioù a gaver er skridoù brezhonek mat. "Treiñ (distreiñ) ouzh" a gaver e geriadurioù Vallée, Favereau, ar Glev, pa glasker "convertir". Meneget eo an implijoù-se ivez e geriadur an Here... hag e geriadur Ménard (amdreiñ ; usu. distreiñ). Gwell e kavan ober gant ar gerioù testeniekaet-mat eget gant ar gerioù nevez-savet ha diezhomm a-walc'h. A galon, --Llydawr (kaozeal) 30 Mez 2017 da 20:27 (UTC)[respont]

Salud deoc'h ivez, Kompren mat a ran ho savboent. N'eo ket ar verb "amdreiñ" am boa graet gantañ, "andreiñ" ne lâran ket : RELIG. andreiñ rac. andro-; usu. distreiñ rac. distro-. Se convertir au bouddhisme : andreiñ ouzh ar voudaegezh. N'oan ket evit goût gant piv e oa bet savet ar ger "amdreiñ" : sklaer e oa an displegadurioù e geriadur M. Ménard em c'herz ha mat eo din anzav n'em boa ket klasket pelloc'h. Setu... Daoust ha talvezout a ra e vez ret kaout disfiz diouzh gerioù 'zo e geriadur MM ? A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 30 Mez 2017 da 20:59 (UTC)[respont]

Galicia 15 - 15 Challenge[kemmañ ar vammenn]

Wikipedia:Galicia 15 - 15 Challenge is a public writing competition which will improve and translate this list of 15 really important articles into as many languages as possible. Everybody can help in any language to collaborate on writing and/or translating articles related to Galicia. To participate you just need to sign up here. Thank you very much.--Breogan2008 (discusión) 13:54 12 mar 2018 (UTC)

Share your experience and feedback as a Wikimedian in this global survey[kemmañ ar vammenn]

WMF Surveys, 29 Meu 2018 da 18:41 (UTC)[respont]

Reminder: Share your feedback in this Wikimedia survey[kemmañ ar vammenn]

WMF Surveys, 13 Ebr 2018 da 01:39 (UTC)[respont]

Your feedback matters: Final reminder to take the global Wikimedia survey[kemmañ ar vammenn]

WMF Surveys, 20 Ebr 2018 da 00:49 (UTC)[respont]

Distrujoù[kemmañ ar vammenn]

Demat deoc'h, Na penaos stankañ seurt spontailh?
https://br.wikipedia.org/wiki/Dibar:Degasadenno%C3%B9/109.8.189.49
A galon --Dishual (kaozeal) 21 Ebr 2018 da 19:26 (UTC)[respont]

Kemmadurioù ha niveroù[kemmañ ar vammenn]

Dydh da! Implijer eus ar Wikipedia Kerneveureg on. Penaos e vez lavaret an niver e "2.2 kazh/gazh" e Brezhoneg? "daou.daou", "div.div", "daou.div" pe "div.daou"? Kazh pe gazh? Ha penaos e vez lavaret "1.1 kilometr" ha "4.352 kilometr"? Trugarez! --Moon (kaozeal) 25 Ebr 2018 da 02:39 (UTC)[respont]

Sevel pajennoù an istor bloaz da bloaz[kemmañ ar vammenn]

Ezhomm am eus e vefe miret an deiziadoù (... / ...) evit sevel pajennoù an eil goude eben, evit tremen hep koll ma amzer da glask pep gwech. Mersi bras. JC Even 30 Eos 2018 da 07:22‎

Grafourez Graffiti Graffourez[kemmañ ar vammenn]

Graferezh Grafiti Penaos ober? Grafitiourez e-lec'h grafourez marteze? A galon Teñsor Jambou 21 a viz Genver 13:43

Demat deoc'h, Reizh e oa ar c'hemmoù ho poa degaset er pennadoù-se a-raok deoc'h o nullañ. N'eus nemet daou c'henad hag a ya d'ober ar c'herentiad Turnicidae : Turnix ha Ortyxelos. Renket int, hiziv an deiz, en urzhiad Charadriiformes ha, gant-se, n'haller ket skrivañ ken « Diouzh an evnoniourien e vez renket an turnized en urzhiad Charadriiformes, Gruiformes pe Turniciformes. ».

S. o. : IOC World Bird List - VERSION 9.1 - ORDER CHARADRIIFORMES - Family Turnicidae.

A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 24 Gen 2019 da 09:44 (UTC)[respont]

N'eus ken eus an urzhiad Turnicifomes ; Turnicidae ebet en urzhiad Gruiformes ivez.--Prieladkozh (kaozeal) 24 Gen 2019 da 12:30 (UTC)[respont]

Ceisio cysylltu[kemmañ ar vammenn]

Rwyf wedi gadael neges ar dy dudalen ar y Wicipedia Cymraeg. Llywelyn2000 (kaozeal) 13 C'hwe 2019 da 11:47 (UTC)[respont]

Demat deoc'h, Ar frazenn Pe, marteze, pa vo gouel Sant Bikenig !... a gaver e-barzh ar pezhig-c'hoari En-dro da Vari-Sent... gant Jarl Priel (AL LIAMM Tir na n-òg, niverenn 23, Du - Kerzu 1950, pajenn 50). A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 17 C'hwe 2019 da 12:11 (UTC)[respont]

Demat deoc'h, Krouet e oa bet ar bajenn Turzhunell ar c'hoadoù gant an implijer Gouerouz pell amzer 'zo dija. Ha graet un adkas eus Tuzhunell voutin da dTurzhunell ar c'hoadoù un nebeud devezhioù war-lerc'h.

En niverenn 203 — 204 eus Hor Yezh (Gwengolo — Kerzu 1995) en devoa embannet Pêrig Hebert Turzhunell voutin (pajennoù 29 ha 30), ar pezh a gaver c'hoazh el lec'hienn TermOfis (OPaB) : tourterelle des bois | turzhunell voutin | b. | turzhunelled boutin | Streptopelia turtur (étudié).

Ha goût a rafec'h abalamour da betra en devoa graet Gouerouz e vennozh dibab « Turzhunell ar c'hoadoù » e-lec'h « Turzhunell voutin », daoust d'an anv-mañ bezañ testeniekaet ?

Gwellañ soñjoù.--Prieladkozh (kaozeal) 14 Meu 2019 da 16:22 (UTC)[respont]

Demat, Daoust hag e c'hallje bezañ abalamour d'an anv-gwan boutin ?--Prieladkozh (kaozeal) 18 Meu 2019 da 12:54 (UTC)[respont]
Peogwir en doa troet diwar ar galleg, anat. Ha turzhunell voutin zo troet diwar ur yezh all 86.214.168.252 14 Meu 2019 da 17:04 (UTC)[respont]

Filmlennadur[kemmañ ar vammenn]

Demat, Filmlennadur a zo resisoc'h evit filmoù nemetken.
E toare Levrlennadur eo, met daoust hag e vefe gwelloc'h levrioù neuze? A galon --Dishual (kaozeal) 25 Meu 2019 da 13:00 (UTC)[respont]

Demat deoc'h, gwelet em eus hoc'h eus kemmet ar ger iwerzhonek turas e turais ; evit doare ez eo turas ar ger, mar fizian em geriadur Foclóir Póca/Irish Dictionary, An Gúm, Baile Átha Cliath, 2007 pp. 169a (pilgrimage : turas) & 502b (turas : pilgrimage). Met stummoù all zo marteze. Buíochas ! --Ar choler (kaozeal) 4 Ebr 2019 da 10:27 (UTC)[respont]

Pennad ar miz[kemmañ ar vammenn]

Salud, Vi-koukoug dister : Keezg Przewalski a vije bet diaraogerien ar c'hezeg doñvaet. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 12 Ebr 2019 da 17:29 (UTC)[respont]

Bet reizhet ganin ur pennad zo, ha ne deu ket war wel. Bianchi-Bihan (kaozeal) 12 Ebr 2019 da 17:36 (UTC)[respont]
Salud dit,
Perak lakaat ur patrom e Tampico pa oa unan e Tampico (disheñvelout), a oa klok dija a-raok bezañ preizhet gant Bianchi-Bihan goude an eskemm-se ? — Keritiad (kaozeal) 3 Mez 2019 da 21:11 (UTC)[respont]
Ur vezh komz eus preizhañ mann nemet dre ma oa bet savet ar pennad un hantereur a-raok da hini. Penaos kaout fiziañs en dud a gont n'eus forzh petra?

Bianchi-Bihan (kaozeal) 4 Mez 2019 da 05:29 (UTC)[respont]

Trugarez dit! Ha digarez ar saozneg : emaon o kenlabourat war ur raktres all gant ur skipailh en SUA. --90.32.113.99 19 Her 2019 da 19:41 (UTC)[respont]

Abaoe ouzhpenn daou vloaz m’eo skrivet « Gwerrann » er pennad n’eus ket bet den ebet o lavaret e kave abeg en anv-se. Me soñje din e oa bet kendrec'het ar re a gemer perzh en holloueziadur-mañ gant ar pezh a zo displeget er pennad neuze. N’on ket bet o klask pelloc'h ha ne ’m boa ket c'hoant da lakaat freuz. A-hend-all e kaver « Bro-Gwerrann » ha « Gwerrann » er pennad Dañvad lanneier Breizh ivez. Baleer (kaozeal) 1 Ebr 2020 da 11:58 (UTC)[respont]

Gwenrann e Geriadur Al Liamm hag e Geriadur Hemon 2005. Bianchi-Bihan (kaozeal) 1 Ebr 2020 da 13:03 (UTC)[respont]
Ha moarvat Perroz e-barzh Perroz-Gireg ha Sant-Ke-Perroz. Aze n’o deus ket kredet hol lenneien distreiñ d’ar stumm Penroz. Baleer (kaozeal) 1 Ebr 2020 da 14:54 (UTC)[respont]
Gwenrann e geriadur M. Ménard p. 1445, Termofis ha war arpanelloù-hent. --90.32.39.186 1 Ebr 2020 da 15:18 (UTC)[respont]

Salud dit, leusket 'm eus ur gemennadenn war an davarn evit lakaat ar gaoz war merañ ar Wiki-mañ ha dreist-holl kaout merourien nevez marteze, ma fell dit reiñ da soñj ! A galon --Lekemok (kaozeal) 17 Ebr 2020 da 19:09 (UTC)[respont]

Salud, cheñchet em eus ar rummad Tud nac'het ganto al Lejion a enor Bro-C'hall, peogwir ez eus meur a Lejion a enor. Mat eo resisaat emañ kaoz amañ eus an hini c'hall eta.--Arko (kaozeal) 23 Mae 2020 da 08:36 (UTC)[respont]

Universal Code of Conduct[kemmañ ar vammenn]

Hi Llydawr

I was asked by Wikimedia Foundation to promote this call for participation on the planned Universal Code of Conduct.

Best regards --Holder (kaozeal) 13 Eos 2020 da 04:05 (UTC)[respont]

Pendant plus de 19 ans, les Wikimédiens et Wikimédiennes ont travaillé ensemble pour bâtir la plus vaste ressource de connaissance libre de l’humanité. Durant cette période, nous somme passés d’un petit groupe de contributeurs à une communauté de rédacteurs, de développeurs, d’affiliés, de lecteurs, de donateurs et de partenaires.

Cependant, nous réalisons que rester fidèle à notre objectif, celui qui est exprimé dans notre vision d’«imaginer une monde dans lequel chaque être humain peut librement partager et contribuer à la somme de tous les savoirs», nous avons encore beaucoup de travail à faire.

Par moments, nos contributeurs et contributrices, de même que nos projets eux-mêmes, ont souffert d’un manque de normes qui non seulement nous unissent entre nous mais qui permettent de créer collaborativement un environnement où la connaissance libre peut être partagée sans crainte. Afin de nous rapprocher de cet objectif, nous devons nous assurer que toutes les personnes qui souhaitent contribuer de manière constructive sur nos plateformes se sentent à l'aise et encouragées à nous rejoindre. Nous avons besoin de normes qui peuvent aider à créer un environnement constructif et inclusif qui encourage le partage des connaissances libres.

Au fil du temps, plusieurs échanges ont souligné la nécessité d’avoir un ensemble règles de conduite s’appliquant de manière universelle aux différentes communautés, et enfin, le Conseil de la Fondation Wikimedia a rendu publique une déclaration, promulguant de nouvelles normes pour lutter contre le harcèlement et promouvoir l'inclusivité au sein des projets.[1] Le Code universel de conduite constituera un minimum de règles s’appliquant à tous les projet Wikimédia, et à nous tous, salarié(e)s et bénévoles, aux quatre coins du monde, et aura un impact sur notre travail et nos groupes, nos membres et nos projets. Il est important que nous participions tous et exprimions nos idées sur ce Code, sa nature, ce que qu’il devrait prendre en compte ou non; comment il pourrait faire croître, freiner ou aider nos groupes.

C’est le moment d’en parler. Votre communauté fait partie du mouvement Wikimédia et votre voix compte. Pour qu’elle soit entendue, vous êtes invités à en savoir un peu plus sur le Code de conduite universel [2] et à exprimer par écrit vos idées et réactions sur la page de discussion [3]. Pour plus de flexibilité et pour encourager la participation dans le plus de langues possible, vous êtes chaleureusement invités à traduire la page principale du code de conduite universel dans votre langue respective [4]. Vous et votre communauté pourrez choisir d’exprimer vos opinions dans la langue de votre projet. Par ailleurs, dans le cas où la page sur metawiki ne serait pas encore traduite dans la langue de votre projet, veuillez noter que vous êtes encouragés à répondre dans la langue de votre choix même s’il s’agit d’un fil de discussion initié en anglais sur le code de conduite universel.

Salud dit, gwellet em eus 'teus tennet ar rummadoù da heul : Rummad:Arouezioù, Rummad:Kodoù, ha Rummad:Anvioù-tiegezh Sina. Koulskoude emaint er pennad er yezhoù all.--Arko (kaozeal) 6 Du 2020 da 17:42 (UTC)[respont]

Tabut kemmañ war "Diwan"[kemmañ ar vammenn]

Adc'hraet em eus darn ar bajenn dwb Diwan keit ma oas o silañ niver ar skolidi. Ret e vo eñ ober en-dro. M'eus aon. --Ch. Rogel (kaozeal) 2 Kzu 2020 da 18:37 (UTC)[respont]

Request translation Isabelle de Charrière[kemmañ ar vammenn]

Hello Llydawr, Would you like to write / translate the article of Isabelle de Charrière (Q123386) for the BR Wikipedia? That would be appreciated. Boss-well63 (kaozeal) 21 Kzu 2020 da 13:45 (UTC)[respont]

Salud, gwelet em eus 'teus lakaet André Breton dindan Bro-C'hall er pennad Breton, pa oa dindan Breizh. Breizhat e oa dre e vamm ha bevet en deus en Oriant hag e Priel evel c'hallez gwelout amañ hag aze. Ouzhpenn-se eo bet skrivet ul levr gant Marc Le Gros diwar-benn se André Breton et la Bretagne. France Culture zoken a lavar e oa breizhat : "d'origine bretonne".--Arko (kaozeal) 8 C'hwe 2021 da 19:23 (UTC)[respont]


Demat et bonne année ![kemmañ ar vammenn]

Demat, Désolé je ne sais quasiment rien en breton... mille excuses si je t'écris en français. J'espère que tu vas bien et je te souhaite un très bon 2021 avec beaucoup de santé, en espérant que tout s'améliore pour tout le monde. Merci du support que tu avais donné il y a déjà quelque temps à la Wikipédia catalane. Je t'écris car je recueille des vidéos courtes (15 secondes maximum) dans les langues des wikipédiens, et dans l'immédiat, je n'ai hélas aucun breton, et donc j'aimerais bien que tu y participes. Il s'agit d'enregistrer un petit message en breton avec une thématique libre (le plus simple est une petite présentation et la relation avec la Wikipédia je suppose, mais ça peut être plus créatif avec des images, des monuments ou des lieux bretons) dans le cadre du 20ème anniversaire de la Viquipèdia catalane. Si tu es intéressé, je te donnerai davantage d'informations prochainement ! Trugarez dit ! Bonne soirée et bonne semaine ! Kenavo! Claudi/Capsot (kaozeal) 10 C'hwe 2021 da 15:28 (UTC)[respont]

Salud dit,
Just evit kompren un dra bennak nevez e Wikipedia : perak adkas Ronan ar C'hoadig da Ronan ar C'hoadig ? Heñvel-mik eo an titl nevez ouzh an hini kozh, evit doare ? Trugarez dit, 109.218.1.98 18 Meu 2021 da 21:22 (UTC)[respont]

Un adkas zo eus Ronan ar C’hoadig da Ronan ar C'hoadig, evel ma'z eus unan ivez eus Bro-C’hall da Bro-C'hall. --Llydawr (kaozeal) 19 Meu 2021 da 11:42 (UTC)[respont]

Salud dit, gwelet em eus 'teus tennet ar ger gouluniek evit komz eus ar gartenn. Mat vefe lakaat ur ger all moarvat, evit chom resis. Petra eo da ali evit treiñ "sketch map" e brezhoneg ("carte schématique, simplifiée") ? Kartenn vrasluniek ? Kartenn vrastreset ? Kartenn simplaet, eeunaet ? --Arko (kaozeal) 1 Ebr 2021 da 11:15 (UTC)[respont]

Ur salud deoc'h,
Trugarez deoc'h evit bout taolet ur sell war ar pennad ha reizhet vioù-koukoug.
Div reizhadenn n'on ket a-du ganto avat :

  • un diforc'h istorel bras zo etre destaget Aostria gant an Trede Reich ((fr) annexé l'Autriche par le TD) ha staget Aostria ouzh an TD ((fr) attaché l'Autriche au TD) ; un darvoud pouezus e voe an Anschluss, destagadur Aostria gant an IIIde Reich, en Istor an Eil Brezel-bed, evel a ouzoc'h hep mar ebet ;
  • Wien eo kêr-benn Aostria, n'eo ket *Vienna, a zo ur brezhonekadur diwar ar galleg ; dalc'het em eus d'an anv orin evel da Vünchen ha n'eo ket *Munik.

Kenderc'hel a rin da (ad)sevel pennadoù gwezh ha gwezh all. • Alan J. Roxx (kaozeal) 10 Mae 2021 da 17:11 (UTC)[respont]

Salud deoc'h,
Kemmet em boa ar patrom abalamour ma kas da Iwerzhon (an enez) e-lec'h Republik Iwerzhon evel m'eo dleet. --109.218.129.190 25 Mae 2021 da 15:51 (UTC)[respont]

Demat deoc'h, Daoust ha ne vankfe ket un dra bennak er frazenn « Louis-Émile Héry (Redon, 1808 - Redon, 1856) a oa kelenner ha skrivagner en Enez ar Reünion hag a voe an hini kentañ o kreoleg an enezenn. » ? Gwellañ soñjoù.--2A01:CB08:8BB7:F100:517C:59D3:F676:6F1B 12 Mez 2021 da 10:45 (UTC)[respont]

Demat, Skrivet ho poa « E 1844 e tistroas d'ar skolaj roueel [e Saint-Denis (ar Reünion)], ma chomas betek 1856. » ha resisoc'h eo ar pennad e galleg o lavarout « betek e varv ». Ha talvezout a ra e vije marvet en Enez ar Reünion ha n'eo ket e Redon ? A galon.--2A01:CB08:8BB7:F100:78EA:31E0:FCFF:5421 14 Mez 2021 da 08:47 (UTC)[respont]
Diasur eo an traoù. Lenn a reer e oa marvet e Redon amañ, met aze e lenner e oa marvet e Saint-Denis. --Llydawr (kaozeal) 14 Mez 2021 da 11:00 (UTC)[respont]
E-barzh unan eus marilhoù ganedigezhioù Redon em eus kavet roud eus Louis Émile Héry, bet ganet d'ar 15 a viz Here 1801 (ma ne fazian ket). Aet e oa d'an Anaon d'ar 27 a viz Here 1856 e Saint-Denis, Doue d'e bardono.--2A01:CB08:8BB7:F100:C88F:2C85:779D:8F73 14 Mez 2021 da 14:53 (UTC)[respont]
Trugarez ! --Llydawr (kaozeal) 15 Mez 2021 da 07:02 (UTC)[respont]
Mann 'bet ! Emaon o paouez kemm bloavezh ganedigezh L. E. Héry e 1801. Ur goulenn all : lezet e vo ar pennad gallek evel m'emañ evit c'hoazh ?--2A01:CB08:8BB7:F100:5CE6:2D31:6218:EB29 15 Mez 2021 da 09:21 (UTC)[respont]

Rummadoù heñvelster[kemmañ ar vammenn]

Krouet e oa bet ur rummad 'Matematik' pa oa ur rummad Jedoniezh dija. Ne soñj ket din ez eus rummadoù heñvelster da sevel. Daou dra a c'haller ober : sevel un adkas pe lakaat ar gaoz war an anv mar bez kavet unan all a c'hallfe bezañ gwelloc'h. War a seblant e kav deoc'h e oa ar gwir gant an hini en deus savet ar rummad heñvelster, p'ho peus adlodennet ar pennadoù evit delc'her an daou rummad... Adlavaret a ran ar pezh am boa lavaret dija : ne 'm eus ket dibabet anv ebet. Ne 'm boa graet nemet dizober ar pezh a oa bet graet hep kaozeal, pa oa bet savet un eil rummad diezhomm evit m'en em gavfe pennadoù a denn d'ar memes danvez a-gleiz hag a-zehoù. War a welan e c'hall pep hini ober evel-se pa gav gwelloc'h an titl-mañ-titl. Din-me, ober ar pezh ho peus ho peus graet aze n'eo nemet asantiñ e vefe Gwikipedia ur seurt janglenn. Kavout a rit gwelloc'h leuskel an traoù evel m'emaint ha leuskel ne vern piv d'ober forzh petra gant ma vo krouet ur rummad gant un titl a zere ouzhoc'h ? Pa vez graet un dra a-dreuz ez eo dizober ar pezh a zo bet graet. A-hend-all n'eus reolenn ebet... Baleer (kaozeal) 30 Mez 2021 da 22:34 (UTC)[respont]

Translation request[kemmañ ar vammenn]

Hello.

Can you translate and upload the articles en:Flag of the Azerbaijan Soviet Socialist Republic and en:Anthem of the Azerbaijan Soviet Socialist Republic in Breton Wikipedia? They certainly don't need to be long or detailed.

Yours sincerely, Multituberculata (kaozeal) 19 Gou 2021 da 17:09 (UTC)[respont]

Hello, please save the Qaem Shahr article and link it to the wiki data item. Thanks Viera iran (kaozeal) 26 Gou 2021 da 07:43 (UTC)[respont]

Demat, N'eo ket gwir ken an evezhiadenn ho poa ouzhpennet er rann NOTENNOÙ eus ar pennad, 'm eus aon. Reizhet e oa bet kement-se da-geñver adembannadur Dictionnaire français-breton (Martial Ménard) e dibenn 2020 : « CONTREBASSE gourbiolin m. -où » (p. 306a) ha « VIOLONCELLE gaolviolin f. -où » (p. 1385b). Gwellañ soñjoù.--2A01:CB08:8BB7:F100:C4BB:77C1:C2DC:A3CA 21 Her 2021 da 12:48 (UTC)[respont]

Ma, ur skourr eus ar matematikoù eo ar jedoniezh. Disheñvel eo an aljebr, ma jeder, diouzh teorienn an teskadoù, ma ne jeder ket ! --2A01:CB08:890E:C600:BC1F:1FEA:34EE:5E30 21 Her 2021 da 18:28 (UTC)[respont]

Salud dit, ouzhpennet teus ar rummad Boued Bro-C'hall er pennad Kichez met n'eo ket gall, dont a ra eus eus kreiz Europa (ha graet e vez er bed a-bezh bremañ). Ur rummad Boued Alamagn pe Boued kreizeuropa vefe reisoc'h eta. --Arko (kaozeal) 30 Her 2021 da 06:51 (UTC)[respont]