Franz Josef Huber

Eus Wikipedia
Franz Josef Huber

München, 1939 – A gleiz da zehoù :
Franz Josef Huber, Arthur Nebe,
Heinrich Himmler, Reinhard Heydrich
ha Heinrich Müller
Ganedigezh 22 Genver 1902
München
Bavaria Bavaria
Banniel an Impalaeriezh alaman Impalaeriezh Alaman
Marv 30 Genver 1975
München
 Republik Kevreadel Alamagn

Feizleunder Trede Reich Trede Reich
Remzad 1933-1945
Renk SS-Brigadeführer
Generalmajor der Polizei
Servij Polis München 19221934
Gestapo 1934–1945
Kargoù Penn ar Sicherheitspolizei (SiPo)
Penn ar Gestapo
(Wien, Danav-Izel, Danav-Uhel)

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Franz Josef Huber (München, 22 Genver 1902idem, 30 Genver 1975) a oa ur c'hargad SS hag a voe ofiser a bolis ha surentez koulz e Republik Weimar (1919-1933) hag en Trede Reich (1933-1945).

E 1937 ez emezelas er Strollad Nazi, ma labouras gant Heinrich Himmler, penn ar Gestapo. Goude an Anschluss, destagadur Aostria d'an 12 a viz Meurzh 1938, e voe anvet Huber da benn Polis ar Surentez (Sicherheitspolizei, SiPo) e Wien ha da benn Polis Kuzh ar Stad (Geheime Staatspolizei, Gestapo) e Wien hag ar rannvroioù Niederdonau (Danav-Izel) hag Oberdonau (Danav-Uhel). P'edo e karg e voe hangaset a-yoc'h Yuzevion e dachenn.
Biken ne voe kondaonet goude an Eil Brezel-bed ; implijet e voe gant Servijoù kuzh Republik Kevreadel Alamagn adalek 1955 betek 1964, kent e varv e München e 1975 d'an oad a 73 vloaz.

Yaouankiz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Munchen, Bavaria, en Impalaeriezh alaman d'ar mare, e voe ganet F. J. Huber d'an 22 a viz Genver 1902 en un tiegezh katolik. E dibenn e studioù ez emezelas evel Zeitfreiwilligen ("youlad en amzer"), eleze evel adarmead a c'helled gervel forzh pegoulz dindan berr amzer.
Er bloaz 1922, oadet 20 vloaz, e voe poliser a-vicher e München, ma savas en urzhaz betek bout anvet er polis politikel e 1926 ; enseller e voe daou vloaz goude. E-pad Republik Weimar e labouras gant Heinrich Müller, a oa e penn skrourr politikel Polis München. Da Huber e voe fiziet evezhiañ ar Strollad Nazi, ar gomunourion ha strolladoù politikel all.[1]

Strollad Nazi[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1933, ar Reichsführer SS Heinrich Himmler a voe lakaet e penn Polis München tra m'edo Reinhard Heydrich e penn Polis polikitel Bavaria.[2] Kerkent hag anvet e penn ar Gestapo d'an 22 a viz Ebrel 1934, R. Heydrich a yeas d'e benngarter e Berlin en ur gas H. Müller ha F. J. Huber gantañ ; Bajuwaren-Brigade ("Brigadenn vavariat") a reas anezho.[2] Tri bloaz diwezhatoc'h, e 1937, Huber a emezelas er Strollad Nazi indan ar marilh 4 583 151 hag en SS gant an niverenn 107 099.[3]

An afer Blomberg-Fritsch

E deroù 1938, Hermann Göring ha H. Himmler a vennas kaout an dizober eus ar jeneral Werner von Blomberg, a oa Maodiern ar Brezel Adolf Hitler. Josef Albert Meisinger ("Boser Warszawa" e lesanv), ur c'hargad er Strollad Nazi, a gavas e oa bet pried W. von Blomberg ur c'hast, ar pezh a redias ar general da reiñ e zilez.[4]
Meisinger bepred a gavas e oa bet tamallet heñvelrevelezh d'ar c'horonal-jeneral Werner von Fritsch, Pennrenner al Lu. Reinhard Heydrich a roas an ditour da A. Hitler, a urzhias ma vije distrujet an teuliad, ar pezh na voe ket graet.[4]
E dibenn miz Genver 1938, H. Göring a glaskas ivez kaout an dizober eus W. von Fritsch, pa ne felle ket dezhañ e kemerje hennezh karg W. von Blomberg ; R. Heydrich a adlakaas an teuliad kozh war an daol, ha dre m'edo Meisinger e penn ar Bekämpfung der Homosexualität und der Abtreibung ("Brezeliadenn enep an heñvelrevelezh hag ar sioc'hanidigezh")[5], Huber ha Meisinger a gendalc'has da ensellet enep ar c'horonal-jeneral. Ganto e voe aterset Otto Schmidt, un topiner heñvelreviaded[4] a gadarnaas an tamall[6]. Hizivaet e voe an teuliad ha roet da Hitler arre.[4], ha kavet e voe e oa bet droukvesket W. von Fritsch gant ur "von Fritsch" all a oa un ofiser er marc'hegerezh. Didamallet e voe ar c'horonal-jeneral, ha F. J. Huber a voe kaset da Wien[3] ; H. Müller, an eil ezel eus ar Bajuwaren-Brigade, a voe lakaet e penn ar Gestapo d'ar 27 a viz Gwengolo 1939.[3]

An afer Elser

D'an 8 a viz Du 1939, da nav eur ugent noz, ur vombezenn a darzhas e München e-sell da lazhañ Adolf Hiler e-kerzh e brezegenn er Bürgerbräukeller, hogen aet e oa ar führer kuit un hantereur abretoc'h. Ar bombezer, Johann Georg Elser, a voe harzet p'edo o klask tremen da Suis ha kaset da Vünchen ma voe aterset gant ar Gestapo. Goude anzavet an torfed e voe kaset da penngarter ar Gestapo e Berlin, ma voe jahinet[7].
Heinrich Himmler avat ne grede ket dezhañ e oa bet Elser o labourat en e unan, setu e fizias e Franz J. Huber ensellet ha danevellañ da H. Müller[3] ; ouzhpenn da se e krede start H. Himmler e oa bet itriket an torfed gant servijoù kuzh ar Rouantelezh-Unanet : d'an 9 a viz Du 1939, en deiz war-lerc'h ar gwalldaol, e voe harzet daou ezel eus ar Secret Intelligence Service (SIS) breizveurat e Venlo en Izelvroioù, pemp metr en tu all da harzoù Alamagn. Didamallet e voe an daou Vreizhveurad gant enselladenn Franz J. Huber, met kement-se a roas d'an Trede Reich un digarez da aloubiñ an Izelvroioù — a oa neptu er Brezel-bed – d'an 10 a viz Mae 1940.

E Vienna

Goude staget Aostria ouzh an Trede Reich e miz Meurzh 1938 e voe anvet Franz Josef Huber da benn Polis ar Stad, da lavaret eo penn ar SiPo, ar Gestapo hag ar Sicherheitsdienst (SD, "Servij ar Surentez") evit Vienna, an Niederdonau hag an Oberdonau.[3]. Gant ur skipailh 900 den en e benngarter en Hotel Metropole e Vienna, 80% anezho o tont eus ar polis aostrian, e voe an eil kreizenn vrasañ eus ar Gestapo goude Berlin. Da dra m'edo Adolf Eichmann, hag Alois Brunner diwezhatoc'h, e penn ar Zentralstelle für jüdische Auswanderung in Wien (Brurev-krezi divroadur ar Yuzevion e Vienna"), Franz J. Huber a voe atebek eus bourevezh ha hangaserezh war-dro 50 000 a dud, heñvelreviaded ha Yuzevion.[8]

Ouzhpenn da se, F. J. Huber a oa karget da evezhiañ an harzoù gant Hungaria, Italia, Slovakia, Suis ha Yougoslavia ; e dibenn ar bloaz 1944 e voe anvet da benn ar SiPo hag an SD en Distig Milourel XVII (Aostria, Bohemia ar Su ha Moravia ar Su). Deroet e voe dezhañ Kroaz an Dellezegezh er Brezel (Kriegsverdienstkreuz).[3] Tremen 70 000 Yuzev aostrian a voe lazhet en Eil Brezel-bed, eleze tost da 40% eus ar gumuniezh.

Goude ar Brezel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Harzet e voe Franz Josef Huber e diwezh an Eil Brezel-bed ; ne voe ket toullbac'het goude bout bet dirak ul lez-varn e 1949, ha distreiñ d'ar gêr e München a reas. Gwarezet e oa bet gant ar CIA, a oa o tuta tremen 1 000 spier nazi en dic'houzout da Vaodiernezh stadunanat ar Justis[9]. Gopret e voe gant Servijoù kuzh Republik Kevreadel Alamagn adalek 1955 betek 1964.
Gouarnamant Aostria ha kevreadoù dreistbeverion a glaskas e lakaat da vout barnet en-dro, hogen sparlet e voe o difraeoù gant pennadurezhioù SUA en Alamagn. Er bloaz 1967 ez eas war e leve, gopret gant ar Stad alaman[10].

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • (en) Aronson, Shlomo. The Beginnings of the Gestapo System. Piscataway, Nex Jersey : Transaction Publishers, 1969 (ISBN 978-0-87855-203-0)
  • (en) Bergman, Ronen. He Led Hitler’s Secret Police in Austria. Then He Spied for the West. The New York Times, 05/04/2021. Kavet : 10/05/2021.
  • (en) Deutsch, Harold Charles. Hitler and His Generals: The Hidden Crisis, January–June 1938. Minneapolis : University of Minnesota Press, 1974. (ISBN 978-0-8166-0649-8)
  • (en) Gerwarth, Robert. Hitler's Hangman: The Life of Heydrich. New Haven : Yale University Press (ISBN 978-0-300-11575-8)
  • (en) Haasis, Helmut G. Bombing Hitler – The Story of the Man Who Almost Assassinated the Führer. New York : Skyhorse Publishing, 2013 (ISBN 978-1-62087-954-2)
  • (en) Housden, Martyn. Resistance and Conformity in the Third Reich. London : Routledge, 1997 (ISBN 978-0-415-12134-7)
  • (de) Hutter, Jörg. Die Rolle der Polizei bei der Schwulen- und Lesbenverfolgung im Nationalsozialismus. In : Dobler, Jens Schwule, Lesben, Polizei – Vom Zwangsverhältnis zur Zweck-Ehe?. Berlin : Verlag rosa Winkel, 1996 (ISBN 978-3-86149-049-4)
  • (en) Lichtblau, Eric. In Cold War, U.S. Spy Agencies Used 1,000 Nazis. The New York Times, 26/10/2014. Kavet : 10/05/2021.
  • (en) Longerich, Peter. Heinrich Himmler: A Life. Oxford : Oxford University Press, 2012 (ISBN 978-0-19-959232-6)

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Aronson, 1969.
  2. 2,0 ha2,1 Longerich, 2012.
  3. 3,0 3,1 3,2 3,3 3,4 ha3,5 Ailsby, 1997.
  4. 4,0 4,1 4,2 ha4,3 Gerwarth, 2011.
  5. Hutter, 1996
  6. Deutsch, 1974.
  7. Haasis, 2013.
  8. Anderson, 2011.
  9. Lichtblau, 2014.
  10. Bergman, 2021.