22 Genver
Eus Wikipedia
(Adkaset eus 22 a viz Genver)
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn |
[kemmañ] Darvoudoù
- 1823 : Ferenc Kölcsey a sav kan broadel Hungaria.
- 1924 : Ramsay MacDonald, eus Strollad al Labour a zeu da vezañ Kentañ Ministr ar Rouantelezh Unanet.
- 1946 : en Iran ez eo embannet republik dizalc'h Mahabad gant ar Gurded.
- 1963 : sinet un emglev kenlabour etre Frañs hag Alamagn.
[kemmañ] Ganedigezhioù
- 1561 : Francis Bacon, skrivagner saoz († 1626).
- 1788 : Lord Byron, (George Gordon Byron) barzh saoz († 1824).
- 1849 : August Strindberg, skrivagner svedek († 1912).
- 1909 : U Thant, 3e sekretour meur Aozadur ar Broadoù Unanet († 1974).
- 1911 : Bruno Kreisky, kañseller Aostria († 1990).
- 1983 : Étienne Bacrot, mestrc'hoarier echedoù gall.
[kemmañ] Marvioù
- 1901 : ar Rouanez Victoria a Vreizh-Veur.
- 1973 : Lyndon Johnson, (Lyndon Baines Johnson) 36vet prezidant Stadoù Unanet Amerika (SUA) (adalek 1963 betek 1969).
- 1993 : Abe Kobo, skrivagner japanek (° 1924).
[kemmañ] Lidoù
- Iliz katolik roman :
- sant Visant, paeron ar winierien;
- sant Solen, eskob Chartres († 508).
- E Breizh :
- sant Dozhwal, abad (VIIvet kantved).
