Kurdistan Iran

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
IranianKurdistan.png

Kurdistan Iran (Kurdistana Îranê e kurdeg) pe Kurdistan ar reter (Kurdistana Rojhilat pe Rojhilatê Kurdistan e kurdeg) eo an anv a reer eus an tammoù eus Iran zo annezet gant Kurded, war harzoù Irak ha Turkia. Meur a broviñs eus Iran a gaver eno : lodennoù bras eus Azerbaidjan ar C'hornôg, Proviñs Kordestan, Proviñs Kermanshah, Proviñs Ilam ha tammoù eus Proviñs Lorestan. Poblet eo ar vro-se gant Kurded dreist-holl, ur pevar milion bennak anezho. Lodenn reterañ ar vro annezet gant Kurded eo : abalamour da se e vez anvet Kurdistan ar reter gant lod.

Arabat kemmeskañ Kurdistan Iran gant proviñs Kordestan, pa n’eo hounnezh nemet unan eus ar proviñsoù annezet gant Kurded en Iran.

Liammoù diavaez[kemmañ]