Ar choler
eo an den a laka e zeñved da beuriñ en ur park n'eo ket perc'hennet gant mestr an tropell.
Abalamour da gement-se end-eeun em bez plijadur o tont d'ar Wikipedia brezhonek bep un amzer evit peuzklokaat pennadoù peurliesañ, dre resisadennoù daveet. Ne gasan ma loened gloanek nemet d'ar peurvanoù a anavan, petra bennak man eo diberc'henn holl beurvanoù Wikipedia, kuit din da bostañ ditouroù diwir dre fazi. Liesdoare ar maezioù ma plij din kantreal ma bagad begelierezed.
Kenavo ar c'hentañ !