Levrlennadur

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ul levrlennadur a zo pe ur rentañ-kont war al levrioù pe ur roll levrioù pe deulioù pe bennadoù a zo bet kendastumet p'o deus liammoù diabarzh pe berzhioù damheñvel(dodennoù, danvezioù, deiziadoù...). P'eo heñvelstumm an daou ster e galleg eo bet adkemeret ar ster kentañ evit an eil. Ar ger rolladur (a-wechoù levrrolladur) a vez implijet ivez (sell ouzh Geriaoueg al levraouegoù = Vocabulaire des bibliothèques, Termbret - Skol Uhel ar Vro 1996, p. 72).
Evit ar paronoù all e vez implijet filmrolladur, roll pladennoù hag all. An diskiblezh a zo he fal deskiñ sevel levrlennadurioù en un doare efedus a zo al (levr)rollouriezh he anv (passim).
Savet e vez levrlennadurioù war red pe levrlennadurioù bras gant arbennigourien zo evel al levraouegourien hag an deulaouegourien.
Sevel levrlennadurioù o tennañ d'o enklaskoù ha lakaat anezho da heul o oberennoù a zo ur ret evit ar skiantourien pa vez barnet siriusted o labourioù diwar pouezh an oberennoù skiantel pe get (levrioù, pennadoù) o deus implijet pe arroudennet.

Rummoù levrlennadurioù[kemmañ]

Enebet e vez peurvuiañ d'al levrlennadur renkennañ m'emañ teulioù embannet en ul lec'h ha/pe d'ar memes deiziad.

  • Ul levrlennadur war red a vez embannet a vare da vare, met n'eus termen enebet ouzh ar rumm, nemet eo bet lakaet war ur pazenn verr-tre, diwar diorren an urzhiataerezh, ermaezadennoù al levrlennadurioù war red. Hiziv ez eus muioc'h-miuañ da diazoù-stlenn levrlennadur, reoù gwerzherien levrioù war an Internet da skouer.
  • En ul levrlennadur dezrannañ, n'eus nemet perzhioù an teulioù gant un destenn deskrivañ neptu. Er c'hontrol ez eus un tamm skridvarnerezh war bep a deul a zo ennañ e-barzh ul levrlennadur gant barnerezh.

A-hervez e c'heller menegiñ eo al levrlennadur ul levrlennadur peurglok pe ul levrlennadur berr.

Da vezañ kendalc'het