Raokverb

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Er yezhoniezh e vez implijet an termen raokverb pe kentverb (saozneg: preverb) evit komz dreist-holl eus elfennoù yezhadurel staget ouzh penn-kentañ ar verboù er yezhoù kaokazek hag ivez er yezhoù kadoek hag er yezhoù algonkek. Implijet e vez an hevelep termen ivez evit ober dave da elfennoù yezhadurel disheñvel implijet e sinaeg.

Disheñvel eo ar raokverboù diouzh rakgerioù verbel all dre ma vez implijret an termen "raokverb" evit komz eus elfennoù staget ouzh deroù ur verb e yezhoù resis evel ar re meneget a-us dre ma tenn ar c'hengerioù-se da elfennoù a zo peurliesañ er-maez eus morfologiezh ar verb, evel da skouer lec'hiadur an anvioù pe an anvioù war-eeun.

Ret eo anzav n'eo ket bet degemeret an termen gant an holl yezhoniourion/ezed.


  • En oubic'heg

E yezhoù kaokazek ar gwalarn evel an oubic'heg e c'hell seurt raokverboù mont en-dro evel anvioù-kadarn pe elfennoù lec'hiañ, da lâret eo ez eo heñvel o ferzh ouzh hini an araogennoù, da skouer:

sæbghjawq'anayt'
sæ- bghja- w- q'a -nayt'
1SG- PVB- 2SG- kaozeal -amzer dremenet ledan
A kaozeal diwar ma fenn e oas


  • E jorjieg

Er yezhoù kartvelek evel ar jorjieg e talvez ar raokverboù dreist-holl da lakaat kemm etre an amzer-vremañ hag an amzer-da-zont. Staget e vez ar raokverboù war-eeun ouzh penn-kentañ al lieselfenn verbel pe "mts'k'rivi:

aketebs ("en ober a ra") kv. gaaketebs ("en ober a raio")
vtser ("o skrivañ emaon") kv. davtser ("skrivañ a rin")


  • E sinaeg

E sinaeg (mandarineg) hag e meur a yezh sinaek all e vez implijet an termen raokverb evit komz eus ur rummad gerioù resis, dezhe sterioù kevatal da hini an araogennoù e yezhoù evel ar brezhoneg daoust dezhe em zerc'hel evel verboù hervez kevreadurezh ar sinaeg. Staget e vezont dirak an anv e reont dave outañ. A-hend-all ez implijer aliesoc'h an termen kenverboù evit komz eus an elfennoù yezhadurel-mañ..

Gwelit ivez:[kemmañ]