Hideki Tojo

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png
Un tamm kempenn zo ezhomm d'ober d'ar pennad-mañ
 
Hideki Tojo

Hideki Tojo (Kyūjitai: 東條 英機; Shinjitai: 東条 英機) (ganet d'an 30 a viz Kerzu 1884 - marvet d'an 23 a viz Kerzu 1948) oa jeneral en arme impalaeriel japanat ha kentañ ministr Bro-Japan e pad an eil brezel bed etre an 18 a viz Du 1941 ha an 22 a viz Even 1944. Kondaonet d'ar marv ha krouget eo bet evit torfedoù brezel goude bezañ bet asantet e giriegezh e keñver darvoudoù ar brezel hag a-benn ar fin e en em renkas war-zu un dioroadur eus ar peoc'h.

Buhez[kemmañ]

Yaouankiz[kemmañ]

Hideki Tojo oa an trede mab eus ur familh e lec'h ma oa en holl seiz paotr ha teir flac'h. Desket eo bet gant un tad aotoniek tre, ar jeneral Kidekiyo Tojo, un diskennad eus ur familh a Samouraied. An deskadurezh-se a donkas anezhañ d'ur vuhez war dro an arme. Skoliad gant ul live gwoan, e eilas pa oa e skol an uhelidi. E 1905, e zeas kuit eus ar skol milourel gant e arnodenn (30vet renk en e strollad studiñ) tapet goude an trede bloavezh, gant ar renk a is-letenant. Met re yaouank e voe evit mont da vrezeliñ a-enep Rusia. War ar zeblant, den nefe laret e deufe da vezañ un den uhel-karget. Met ar fed ma z'eo bet kollet kalz a ofiserien e-pad ar brezel a lak e renk da vezañ uhelet, hag adlañset e voe e esped micherel. E 1909, Tojo a dimezas gant Katsu Ito. Ganti, en o seiz paotr. Hervez an testoù, Hideki Tojo a vefe bet un tad hag ur gwaz mat.

E 1912, Tojo a en em enskrivas e uhel-skol ar brezel. Etre 1916 ha 1918, eil-a-gamp e oa e ministrerezh ar brezel. An den a c'hounezas e vrud muioc'h er burevioù eget en emgannoù, met an dra-se a stummas dezhañ ur spered aozer ha politikour fin kennañ.

Pignerezh un ofiser[kemmañ]

E 1919 e grogas da veajiñ e Europa. Da gentañ e Bro-Suis, e Alamagn ha goude er Stadoù-Unanet (gwelout a reas ar vro mañ evel unan war e ziskar). Distreiñ a reas e Bro-Japan e 1922. Kemer a reas perzh en taol stad japanat e Manchouria (gwall-daol Mukden) e 1931. Karget eo bet da heskinañ ar soudarded sinaat e barzh ranvro Jehol (marteze e vuheziñ nemetañ eus ar brezel war ur wir tachenn emgann). Ne voe uhelet jeneral a vrigad nemet e 1933.

Tojo a voe levezonet a-galz gant ar mennoz broadelour eus ar mare. Ivoulet e oa gant an arvar komunour ha gant hini impalaeriezh saoz. Evitañ, poent oa da Vro-Japan renañ war Azia ha meurvor Habask. E-pad ar bloavezhioù 1920, Tojo a zo deuet da vezañ ezel eus an Tosei-Ha (« Strollad kontrollerezh » eo an anv a veze roet dezho gant o enebourien), gant tud evel Kazushige Ugaki, Gen Sugiyama, Koiso Kuniaki, Yoshijiro Umezu ha Tetsuzan Nagata. War an dachenn politikel, e oant mirourien kerreizh, met enebet ouzh ar c'h/Kodoha (ar "strollad hegarat implalaerel" ur strollad eus tu dehou pellañ, rennet gant Sadao Araki). Met an daou skipailh-mañ oa a orin eus kevredigezh an "delienn doubl", ur gevredigezh-kuzh stag ouzh mennozioù broadelour kreñv kennañ.

Goude bezañ bet e penn polis milourel Tokyo, e 1935, Tojo a zo bet staliet e Manchouria, e penn ar servijoù an urzh milourel. Lakaet eo bet e penn Kempetei ar c'h/Kantogun (anvet ivez arme Kwantung) e bris-stad ar Manchukuo (ur stad lakaet e plas ha mestroniet gant ar japaniz). Hag e 1937, e voe lakaet e penn strollad renañ arme ac'hubañ ar Manchukuo. Er memes bloavezh, e-pad aloubidigezh Bro-Sina gant ar Japaniz, e teuas a-benn da sikourat soudarded japanat gant div rann eus e arme, e-barzh ranvro Pekin. Un darvoud hag a blijo dezhañ lakat war-wel e pad e vuhez politikel. E 1938, asantiñ a ra ar c'harg a is-ministr ar brezel. Er c'harg-mañ, etre 1938 ha 1940, e voe un enseller eus ar aer-lu japanat. E voe ivez e penn eus ar servijoù-kuzh japanat, a-raok hag e-pad an Eil brezel bed. Ha derc'hel a reas daremredoù gant Koki Hirota, penn ar gevredigezh kuzh an "Erevent Du".

War-zu ar galloud[kemmañ]

E-pad darvoudoù ar 26 a viz C'hwever 1936 (un taol stad aozet gant broadelourien), Tojo ha Shigeru Honjo, a enebas ouzh an taol aozet gant ar strollad Kodoha. An impalaer Hiro-Hito a voe heuget eus trubarderezh kuzulerien ha tud tost dezhañ. Goude un enkadenn politikel, ha gant sikour an arme, an emsavidi a voent rediet da reiñ o zilez, ha kastizet e voent da heul. Spurjoù a voent aozet en arme a-enep an ofiserien ezel pe a-du gant an taol-stad-se. Paket ha kondaonet d'ar marv e voe aozerien an emsav. Goude ar skarzadeg bras-mañ, eo bet adframmet ar rummadoù politikel mirourien. Ha Tojo a voe lakaet e penn ar strollad politikel Kodoha nevesaet. Ar C'hodoa a sikouras a galz Bro-Japan da gregiñ e-barzh an Eil brezel bed.

E-pad ar prantad e lec'h ma oa o labourat e ministrerezh an diabarzh, Tojo a voe lakaet e-penn ar Keishicho (polis Tokyo). E miz Gouere 1940, e voe uhelet e renk da vinistr ar brezel e barzh gouarnamant Fumimaro Konoe. Diskouez a reas mat e speredegezh hag e sell c'hoantek, met gouzout a rae mat ne oa er gouarnamant nemet evit aroueziñ bezañs ar strolladoù brezelour ha milourel. E stalliadur er renk-mañ a ziskouez mat chenchamantoù a strategiezh eus Japan: ur c'hoant da greñvaat an impalaeriezh war ar sav-poent milourel hag un astennatdur war-zu ar c'hevandir aziat (ar gevred dreist-holl). A-benn bezañ perc'henn war danvezioù naturel'zo ha gwoanat Sina.

Ur wech er ministrerezh, Tojo a glaskas skarzañ tudennoù c'hoazh war vetegout e-keñver mennoz ar brezel. Lakat a reas e plas ur sistem mestroniñ eus al labouradegoù brezel, aozañ a reas heskinadur ar gomunourien, ar sindikadourien, ar frankizourien, hag an holl strolladoù oc'h enebiñ ouzh ar brezel. Met tamm ha tamm e grogas ar ministr Konoe da ziaesat al labour dezhañ, en desped d'ar fed ma z'eo bet unan eus an den en eus ar muiañ labouret d'an impalaerieriezh japanat (arabat ankounac'hat eo bet aloubet Sina gant Japan pa Konoe oa ministr). Met an aergelc'h stegn er meurvor Habask gant an Amerikaned, hag an diaesamantoù e Sina, an darvoudoù-se a lakjont ar ministr da cheñch emzalc'h ha da labourat evit tremen a bioù d'ar brezel. Tudoù all evel amiral al lu kenaozet Isoroku Yamamoto, oant ankeniet eus un eneberezh ouzh ar galloudegezh ekonomikel ha milourel amerikan, ha c'hoant o doa kavout un emglev gant ar Stadoù-Unanet. Met salv hiroc'h e padont ar c'haozadennoù etrevroadel, salv diaesoc'h e oa evit Japan da dapout un emglev bennak. Ouzhpenn da se ar Japaniz a boanie da lakaat an Amerikaned da gomprenn talvoudegezh interestoù'zo er Meurvor Habask. Met tout an dra-se a aesas labour Tojo. An impalaer ivez a c'hoarie gant an eneberezhioù politikel-se, rak eñ kennebeut n'eo ket ken asuret ha-se eus an trec'h japanat. Tamm ha tamm, mennoz un dilez eus Fumimaro Konoe a grog d'en em zioren. Dreist-holl goude ma z'eo bet klasket d'e lazhañ un nebeut mizoù abretoc'h.

Ar 16 a viz Here 1941, Tojo a gas ur gemennadenn dre guzh d'ar c'hentañ ministr, e lec'h ma lare e ouie mat e oa disrannoù en arme e-keñver sujed barregezhioù Bro-Japan da gaout ar maout en ur brezel. Tojo a ginnigas da Gonoe reiñ e zilez gant hini ar gouarnamant evit ma vefe posubl leuskel ar Priñs Priñs Higashikuni mont e penn ur gouarnamant nevez. A sav-poent kerreizh Higashikuni a vefe an hini nemetañ gouest da ad-unaniñ strolladoù an arme hag ar morlu. Aze e c'heller gwelet un emazlc'h souezhus eus perzh Tojo, rak diskrivet eo bet atav evel ur vrezelour enep-peoc'hgarour. Marteze e c'heller gwelet amañ un embregedenn politikel evit kas Konoe en un trap bennak. Met n'ez eus netra asur war ar sujed-mañ. Konoe a roas e zilez, met an impalaer a nac'has lakat ar priñs Higashikuni evel kentañ ministr: kuitas d'en em gaout gant ur brezel loc'het a drugarez d'un ezel eus ar familh impalaerel. Neuze Tojo a zo bet uhelet da gentañ ministr. Met an impalaer a c'houlenn da Dojo kenderc'hel ha kas da benn kousto pe gousto ar c'haozadennoù diplomatek gant ar Stadoù-Unanet.

Ur wech kentañ ministr, Tojo a laouras da staliañ a-vat aotrouniezh an arme war ar vro. E c'houarnamant a zivizas kregiñ e-barzh an eil brezel bed, ar 7 a viz Kerzu 1941, Bro-Japan a dagas ar morlu amerikan e Pearl-Harbor. Tojo a zo deuet da vezañ pal fulor an Amerikaned, ha goude ar brezel e gendalc'has da vezañ bouc'h ar pec'hed e-keñver kalz a draoù, evit difenn brud ha skeudenn Hiroito. Ar c'hentañ ministr a stalias war Azia ur rennad a spont hag hini ur galloudegezh personel dibar. E-penn kentañ e lakas e pleustr e zreuit-barregezh da labourat. Ar bobl hag ar strolladoù rennañ'zo plijet awalc'h gant tudenn Tojo. Met an dra-se a baouezas pa grogas prantad ar c'hwitadennoù.

An Diskar[kemmañ]

Buhan ha buhan, an dud hag ar bobl a deuas da vezañ hegaset gantañ, hervezo, Tojo oa ket muiñ gouest da vont a biou ar c'hwitadennoù hag an heuliad ag emgannoù kollet gant Japan. War an arevioù, keñveriet e vez anezhañ da Adolf Hitler (e fin ar brezel Hitler en oa lakaet Alamagn da goll kalz emgannoù). Goude ar reolennadurioù nevez en eus lakaet e plas war sav-poent ar frankizoù, an dileuridi chomet kerreizh a grogjont da enebiñ outañ. Ar morlu na rae nemet gouzañv e emzalc'h hag emzalc'h ar ministr en oa staliet, Shigetaro Shimada (arabat ankounac'hat, Tojo oa en arme e penn kentañ, hag an eneberezh etre ar morlu hag an arme n'eus ket paouezet). Memes an ofiserien hag ar jeneraled meur o deus kollet ar fiziañs o doa lakaet ennañ e penn kentañ. Tojo en eus kemmet ar galloud oa bet roet dezhañ eb ur galloud personel: n'eo ket nemet kentañ ministr met ivez, ministr ar brezel hag hini an armañ, ha kalz kargoù all en oa. C'hoant en oa krouiñ e strollad politikel dezhañ, "Ar Strollad broadel".

Tojo a zo deuet da vezañ re galloudus, dimestronius ha ha n'eo ket muiñ gouest da gas ar brezel betek penn. Tojo en oa a-enep dezhañ re a dud galloudus, eus strolladoù disheñvel kennañ gwir eo, met gant ur memes pal hag ur barregezh d'en em unaniñ evit skarzañ un den hag a oa deuet da vezañ tudenn galloudusañ ar vro. Ur strollad peoc'hgarour a en em diroenas a-benn kemer plas Tojo ha klask adlañsañ tabutoù gant ar Stadoù-Unanet evit goulenn ar peoc'h. Ha kalz a dud oant a du evit ma vefe "skarzet" en ur implijout an nerzh.

Met Tojo a glevas kaoz eus an irienoù-se. Ha diouzhtu, e miz C'hwevrer 1944(just goude aloubadegezh an inizi Gilbert ha Marshall) , e kemmas melestradurezh ha hierarkiezh strollad rennañ an arme: skarz a reas Osami Nagano, hag a oa e penn srollad renañ ar morlu. Ha kemer a reas plas ar jeneral Sugiyama, e penn strollad renañ an arme. Met an dra se na cheñchas ket mont en dro ar brezel. An amerikaned a zaent war raok, ha muioc'h muiañ a dud a enebjont outañ. Met ar gwasañ a erruas pa Bro-Japan a voe trec'het er Marianned (miz Even ha Gouere 1944). Ar strollad peoc'hgarour, gant Konoe hag ar Priñs Higashikuni Naruhiko en e benn, a zeas e darempred gant markiz Kido, un den tost eus an impalaer hag en oa sikouret Tojo da zont da vezañ kentañ ministr, evit ma c'houlennfe da Hiroito dilezel Tojo. Met ar jeneral a nac'has. Kregiñ a reas memestra da asantiñ traoù'zo: an 13 a viz Gouere 1944, dilezel a reas e garg e penn strollad rennañ an arme, e lec'h ma Yoshijito Numezu (penn arme ar Kwantung) a gemeras e blas. Ha staliañ a reas an amiral Nomura e plas e vignon Shingetaro Shimada e karg ministrerezh ar morlu. Met e harpoù politikel evel Shimada a chomjont staget mat er hierarkiezh, hag a gendalc'hjont d'e sikour. Ar pezh a gounaras izili ar morlu.

Tadoù ar vro, en o zouez ar c'hentañ ministred kozh, a en em vodjont dre guzh abalamour da aotrouniezh polis Tojo, ar 17 a viz Gouere e Tokyo. A-du e oant war un dra: Tojo a ranke reiñ e zilez. Memes ma kuzul tadoù ar vro na c'helle reiñ un ali, un ali hep muioc'h a galloud ha se, an impalaer na c'helle ket ober war dro Tojo hep derc'hel kont eus ar c'huzul-mañ. Met Tojo a glevas kaoz eus an emvod-mañ, ha fiziañs en eus en impalaer. Neuze e zeas da welet Hirohito, an 18 a viz Gouere, evit kinnig e zilez dezhañ, evit ma, evel Tojo a sonje, nac'hfe hag evit ma c'helfe kreñfat e renk. Met Hirohito a asantas e zilez. Tojo a glaskas derc'hel e garg a vinistr eus ar brezel, me ne voe ket adroet dezhañ. Ur gouarnamant nevez a zo bet stummet, gant en e benn ar jeneral Koiso hag an amiral Mitsumasa Yonai. Labour a raent war un emglev gant an amerikaned evit herzel ar brezel.

Tojo a en em lakas da gostez eus ar bed politikel en ur vont da vevañ e Setagaya. An 2 a viz Gwengolo 1945, Bro-Japan en eus kollet ar brezel a-vat. Tojo a en laras prest da wareziñ an impalaer eus kiriegezhioù darvoudoù ar brezel. An 11 a viz Gwengolo, pa an amerikaned a glskjont de herzel, Tojo a glaskas d'en em lazhañ gant un ten er galon., met ne deuas ket a-benn ha savetaet e voe gant ar medidinerien amerikan. Tojo ne wele ket anezhañ evel un torfedour brezel. Lavarout a reas: "Ez eus un diforc'h etre ar fed da gas ur bobl en ur brezel a well evel unan reizh ha mat, haar fed da vezañ un torfedour.

An 3 a viz Mae 1946, barnet e voe gant 27 den all evit torfedoù brezel, gant lez-varn etrvroadel an Oriant pellañ. E-pad ar prosez, e glaskas kemer war e-benn holl kirigiezhioù ar brezel. An amerikaned o doa c'hoant leuskel Hiroito e penn an traoù, ha profitañ eus an degouezhioù evit lakat an holl kargoù war penn Tojo. Abalamour d'an holl torfedoù brezel ez eus bet e pad ren Tojo, ne c'helle ket tremen e-kichenn ar c'hastiz d'ar marv. Krouget e voe an 22 a viz Kerzu 1948.

Flag of Japan.svg Porched Japan ha sevenadur Japan – Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'e sevenadur.