Yoshijiro Umezu

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png
Un tamm kempenn zo ezhomm d'ober d'ar pennad-mañ
 
Yoshijiro Umezu

Ar jeneral Yoshijiro Umezu, ganet d'ar 4 a viz Genver 1882 ha marvet d'an 8 a viz Genver 1949, oa ar c'homandant e penn an arme impalaerel japanat e-pad an Eil Brezel-bed. Hag uhelaet da amiral e miz Eost 1939.

Er bloavezhioù 1920, Umezeu oa un ezel eus an Tosei-Ha ("Strollad kontrollerezh" ) renet gant ar jeneral Kazushige Ugaki gant tud all evel Gen Sugiyama, Koiso Kuniaki, Tetsuzan Nagata ha Hideki Tojo. Ar gevredigezh-se a oa stag ouzh un hengoun politikel kerreizh etre ar peoc'hgarourien hag an izili eus ar gevredigezh a radikalourien evel ar strollad Kodoha ("strollad stourm") gant Sadao Araki en e benn.

Yoshijiro Umezu o sinañ kodianidigezh Japan, d'an 2 a viz Gwengolo 1945

E 1945, Umezu a stourmas, gant ministr ar brezel Korechika Anami ha Soemu Toyoda, unan eus pennoù strollad ren ar morlu, a-enep mennozh en em zaskor d'an Amerikaned. Krediñ a rae e vefe bet posupl rediañ an Amerikaned da vrezeliñ war douaroù Japan, ha kas anezho en ur brezel e lec'h ma vefe bet kollet kalz a emgannoù ganto. Ha goude-se, e vefe bet tu da Vro-Japan kaout un emglev reizh evit ur peoc'h reizh.

Goude ar brezel e voe kaset dirak al lez-varn milourel evit ar Reter-Pellañ, e lec'h ma voe kondaonet d'an toull-bac'h a-hed e vuhez d'an 12 a viz Du 1948. Mervel a reas abalamour d'ur c'hleñved d'an 8 a viz Genver 1949.

Flag of Japan.svg Porched Japan ha sevenadur Japan – Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'e sevenadur.