Greenpeace

Eus Wikipedia

Greenpeace (o tont eus ar saozneg : peoc'h glas) a zo un aozadur nann-gouarnamantel difeuls[1] a stourm evit gwareziñ an endro. Kavout a reer ar gevredigezh-se e muioc'h eget 55 bro dre ar bed a-bezh.

An aozadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un obererezh eus Greenpeace a-enep Esso.

Greenpeace a zo bet krouet e Vancouver e 1971 pa'z eas ur strollad a drizek stourmer peoc'hgarour hag ekologour (John Cormack, Jim Bohlen, Paul Watson, Bill Darnell, Patrick Moore, Lyle Thurston, Dave Birmingham, Terry Simmons, Richard Fineberg, Robert Hunter, Ben Metcalfe, Bob Cummings ha Bob Keziere) e-barzh ur bag-roueder kozh, ar Phyllis Cormack, evit herzel ouzh taolioù-esae nukleel en Amchitka en Alaska. Adalek 1972 e paouezas ar Stadoù Unanet gant an taolioù-esae nukleel en aer.

Klask a reas neuze ar strollad un anv a vefe arouezius eus o freder : ekologiezh ha peoc'hgarouriezh. Ar gerioù green (glas) et peace (peoc'h) eo ar re a glot ar muiañ gant o oberezhioù.

E 1979 e teuas Greenpeace da vezañ un aozadur etrevroadel pa'n em gav burevioù Europa, Amerika hag ar mor Habask asambles evit sevel Greenpeace International. Abaoe 1989 ez eo diazezet sez an aozadur en Amsterdam (Izelvroioù), e-lec'h ma vez termenet ha kenaozet labourioù an ANG.

Hiziv an deiz ez eus e Greenpeace International tost da 3 milion a izili dre ar bed a-bezh.

Aozadurioù broadel ha rannvroel Greenpeace[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kavout a raer Greenpeace el lec'hioù da heul e miz Meurzh 2007 :

Okeania[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Greenpeace Aostralia Habask:
Aostralia, Fiji, Papoua Ginea-Nevez, Inizi Solomon
  • Greenpeace Aotearoa Zeland-Nevez:
Zeland Nevez

Europa[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Belgia, Bro-C'hall, Alamagn, Gres, Italia, Luxembourg, Izelvroioù, Rusia, Spagn, Suis, Rouantelezh-Unanet, Portugal
  • Greenpeace Nordic:
Denmark, Finland, Norvegia, Sveden
  • Greenpeace Europa kreiz ha reter:
Austria, Hungaria, Slovakia, Polonia, Republik Tchek, Roumania, Bulgaria, Slovenia, Serbia, Montenegro and Bosnia (n'eus ket a oberezhioù disehan er pemp bro ziwezhañ)
  • Greenpeace Kreizdouar:
Republik Kiprenez, Liban, Israel, Malta, Tunizia, Turkia,

Amerika[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kanada, Chile, Mec'hiko, Stadoù Unanet, Arc'hantina

Asia[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sina, India, Japan, Republik Korea
  • Azia ar gevred:
Filipinez, Indonezia, Thailand

Afrika[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Afrika ar Su, Republik demokratel Kongo, Senegal

Al lestraz kanevedenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar Beluga II, unan eus bigi Greenpeace.

Abaoe ma 'z eo bet krouet ec'h implij Grenpeace bigi evit kas da benn e oberezhioù dre holl vorioù ar bed. M'en deus tro da sevel lod eus e vigi en deus an aozadur prenet ul lod anezho hag o daskemmet. Ar vag vrudetañ a zo Rainbow Warrior I bet lakaet d'ar strad e 1985 gant ur gwall daol gant ar servijoù kuzh gall. E 2007 o doa pemp bag :

Rouedadoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Greenpeace a zo e-barzh ar strollad "Stop-EPR" a sav a-enep ar raktres sevel un EPR e Olkiluoto (Finland) hag e Flamanville (Manche).

Ezel eo bet Greenpeace Frañs eus ar strollad L'Alliance pour la planète etre 2006 ha 2012 gant kevredigezhioù all a zifenn an endro evel Les Amis de la Terre pe WWF.

Tud vrudet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Dans les coulisses de Greenpeace, gant Philippe Lequenne, L'Harmattan, 1997, ISBN : 2 7384 5358 9
  • La face cachée de Greenpeace, gant Olivier Vermont, Albin Michel, 1997, ISBN : 2 226 08775 3
  • Greenpeace - Le vrai visage des guerriers verts, gant Pierre Kohler, Presses de la Cité, 2008, ISBN : 2 258 07354 8

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]