Diablintes

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Pezh moneiz, gennet gant an Diablinted, 5th-1st century BCE.

An Diablinted (e brezhoneg) pe Diablintes, Diablintres, Diablindi pe Aulerci Diaulitae (e latin), a oa ur bobl eus Galia, ur skourr eus pobl an Aulerci. Julius Caesar (B. G. iii. 9) a skriv e oant kevredet gant ar Weneted, ha pobloù all Arvorig, pan eas d'o argadiñ. Edo an Diablintes etre ar Morini hag ar Menapii. Bihanik e oa o bro, ha marteze e oa e-barzh hini ar g-Cenomanni,

E Jublains (pe Jubleins), ma kaver mogerioù roman, nepell diouzh kêr Mayenne, edo Civitas Diablintum o c'hêr-benn, a voe anvet Noeodunum (pe Noiodunum) ivez.