Vocontii

Eus Wikipedia
Vocontii
isolated human group
Iskevrennad eusGalianed Kemmañ
StadFrañs Kemmañ
E tiriadComtat Venaissin Kemmañ
Daveennoù douaroniel44°14′27″N 5°4′30″E Kemmañ
Map
Pobloù Alpoù ar c'hreisteiz. Voconces eo anv gallekaet ar Vocontii.

Ar Vocontii a oa ur bobl, pe ligur pe kelt-ligur, hag a oa o chom er vro a oa da vezañ proviñs roman Gallia Narbonensis, etre ar stêr Ron ha kemberioù an Isère hag an Durance. Sujet e voent da Roma er bloazioù 124-125 kent JK, gant ar gonsuled Marcus Fulvius Flaccus (e 125 a.C.) ha Gaius Sestus Calvinus (e 124 a.C.).

Meneg anezho a gaver e levr Julius Caesar De Bello Gallico.

Hervez Strabon edont o chom e traoniennoù donañ an Alpoù, ha kontrol d'al Ligured ha d'an Allobroged nes, emezañ, o devoa ur gouarnamant emren ha ne oa ket dindan ar gouarnour roman.

An anv-pobl Vocontī zo un doare latinekaet eus an anv galianek *Wocontioi, hag a dalvez kement hag ugent (e galianeg tricontis a zo 'tregont'), da lavarout eo an ugent meuriad.

Lennadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]