Corieltauvi

Eus Wikipedia
Tachenn ar bobl Corieltauvi en Enez Vreizh.

Corieltauvi (anvet ivez Coritani[1]) zo anv ur bobl vrezhon c'halloudus a veve e reter Enez Vreizh, a-raok donedigezh ar Romaned.

Julius Caesar en e skridoù ne ra ket anv anezho. Moarvat ne voe ket enebet kalz ganto ouzh an aloubadeg roman. Goude-se e teuas o bro da vezañ unan eus keodedoù roman Britannia, al lodenn eus Enez Vreizh aloubet gant ar Romaned.

Bevañ a raent en ur vro a zo aet d'ober kontelezhioù Lincolnshire, Leicestershire, Nottinghamshire, Derbyshire, Rutland ha Northamptonshire. En-dro dezho e oa ar pobloù-mañ : Brigantes en hanternoz, Cornovii er c'hornôg, Dobunni ha Catuvellauni er c'hreisteiz, hag Iceni er reter. Ratae Corieltauvorum e oa anv o c'hêr-benn, el lec'h m'emañ Leicester bremañ.

Ganto e veze skoet moneiz, ha moarvat e voent unan eus ar pobloù kentañ en Enez Vreizh oc'h ober. Er bloavezh 2000 e voe kavet ur bern 5 000 pezh aour hag arc'hant, oberiet ganto, e-kichen Hallaton, e Leicestershire.

Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rivet & Smith :

  • Ptol. II, 3, 11 : Κοριτανοί > CORITANI
  • Ravenna 10647 : RATE CORION

- "Ravenna's form seems to have arisen from an abbreviation on a map, presumably for *Rate Coritanorum" / War seblant, ar stumm bet roet gant Ravenna a zo deut diwar un diverradenn war ur gartenn diouzh *Rate Coritanorum.

M.-N. Bouillet, evit Leicester : *Ratae Coritanorum

---------------------

*Corieltauvi & Corieltauvorum n'int nemet martezeadennoù. Daveoù a vank.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Tomlin, R S O (1983). "Roman Leicester, a Corrigendum: For Coritani should we read Corieltauvi?". Transactions of the Leicester Archaeological and Historical Society 48