Galateg

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask


Galateg
(?)
Henyezh
Perzhioù
Komzet e : Yezh varv
Rannved :
Komzet gant : Yezh varv
Renkadur : goude 100
Familh-yezh : Yezhoù Indezeuropek
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : -
Akademiezh : -
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 -
ISO 639-2 -
ISO 639-3
Kod SIL -
Deuit da welet ivez Yezh.

Ur yezh keltiek kar nes d'ar galianeg eo ar galateg hag ur yezh varv a zo bet komzet e Galatia, bro ar C'halated, e-kreiz Azia-Vihanañ tro-dro da gêr-benn Turkia, Ankara hiziv (bet Ankira hag Angora gwechall). N'eus chomet nemet nebeut a roudoù pa n'eus testenn hir anavezet ebet. Anaout a reer war-dro 120 ger, anvioù-tud an darn-vuiañ anezho. Deuet int betek ennomp dre ar skridoù gresianek kozh ha gant un nebeud enskrivadurioù.

[kemmañ] Istor berr

Deuet e oa ar C'halated, ur bobl kar d'ar Galianed, da reiñ skoazell da roue Bitinia, hag en em staliañ a rejont e kreiz Azia-Vihannañ war-dro 277 kent JK. Menegiñ a ra sant Yerom e veze komzet galateg c'hoazh er IVe kantved, hag e oa ur yezh heñvel ouzh hini tud Trier (Alamagn hiziv) hervezañ.

Mesket eo bet tamm ha tamm ar C'halated gant ar c'hresianegerien ken ne ouzer ket pedavare eo bet aet o yezh da get. Aloubet eo bet o rannvro gant an Durked seldjoukour en XIvet kantved.

[kemmañ] Keñveriadur gant yezhoù keltiek all

  • Hervez Strabon en em vode ar C'halated eus pep an tri veuriad en ul lec'h anvet Drunemeton (30 km e Su Ankara hag heñvel a-walc'h e seblant ouzh lec'h bodañ ar Garnuted). Komprenet e vez evel Dru + nemeton, ur ger galianeg evit lec'hioù sakr a veze stank e broioù ar C'halianed. Neved a vez graet e brezhoneg eus outo. Lod a lavar e teu dru eus ar wrizienn geltiek evit an derv, met e talvez ivez evit gouiezegezh.
  • Meur a anv-den galat a zo -riks e dibenn evel ar galianeg -rix, henvrezhoneg ri, da lavaret eo roue
  • Meur a anv-den galat a zo -marus e dibenn evel ma vez kavet -maros e galianeg : iwerzhoneg mor, brezhoneg meur
  • Un nebeut anvioù ar meuriadoù hag ismeuriadoù a zo heñvel pe beuzheñvel ouzh re ar C'halianed
    • An Ambitouti (iwerzhoneg imm = endro + tuath = meuriad - brezhoneg : tud
    • An D/Tektosages
      • ar Volked Tektosaged o doa preizhataet Delfos hag o nefe kaset ganto da Dolosa an aour o doa laeret, ur skourr d'ar meuriad galat moarvat. Sell ouzh an Ergerzhadeg bras
      • Tektosaged a c'hellfe talvezout evit "Klaskerien douar"
    • An D/Trokmed
    • An D/Tolitosbogied


[kemmañ] Levrlennadur

  • (en) Philip Freeman, The Galatian Language: A Comprehensive Survey of the Language of the Ancient Celts in Greco-Roman Asia Minor, Lewiston, New York, Mellen Press, 2001, ISBN 0-7734-7480-3,
  • (de)Leo Weisgerber, Galatische Sprachreste In Natalicium Johannes Geffcken zum 70. Geburtstag 2. Mai 1931 gewidmet von Freunden, Kollegen und Schülern, 151–75. Heidelberg, Carl Winter
Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all